An hini a c’halv doureier ar mor,
Hag a skul anezhei var fas an douar,--
An Aotrou eo he hano.
9 Ober a ra d’an distruj en em gaout a enep ar re c’halloudek,
Hag an diskar a zeu a enep al lec’h krenv.
10 Kasaat a reont an hini a grosmol en toul an nor,
Hag ho deuz en euzusted an hini a gomz gant eeünder.
11 Dre ze abalamour ma wasket ar paour,
Ha ma kemeret diganthan profou ed :
Savet hoc’h euz tiez en mein kizellet ;
Mes c’hwi na choumfet ket eno ;
Plantet hoc’h euz gwiniennou deread,
Mes c’hwi na evfet ket ar gwin outhei.
12 Rag anaout a ran ho torfedou niveruz,
Hag ho pec’hejou bras ;
Gwaska a ret ar just, digemer a refeet profou,
Hag he lekeet gwaska en tal an nor droet ar beorien.
13 Abalamour da ze, en amzer ma an den prudant a dav,
Rag eun amzer a zroug-eur eo.
14 Klaskit ar mad ha nan ar fall, evit ma vevfet,
Ha ma vezo evel se an Aotrou Doue an armeou, ganeoc’h,
Evel ma leveret.
15 Kasaet an droug, ha karet ar mad ;
Kendalc’het ar reizder er c’huzul.
Marteze an Aotrou, Doue an armeou, hen devezo truez
Euz an nemorant euz Josef.
16 Abalamour da ze, hen deuz lavaret an Aotrou evelhen, Doue an armeou, an Aotrou :
En holl lec’hiou he c’huanadfer ;
En holl ruou he lavarfer : Alaz ! Alaz !
Galvet he vezo d’ar c’haon al labourer ;
Ha d’ar garm oberourien ar c’hlemmou.
17 En holl gwiniennou he c’huanadfer,
Pa dremenin en da greiz, a lavar an Aotrou.
18 Drouk-eur d’ar re a c’hoanta deiz an Aotrou !
Da betra he servicho deoc’h deiz an Aotrou ?
Tevalijen he vezo, ha nan sklerijen ;
19 Evel eun den, pehini a dec’h dirag eul leon,
Hag a gav eun ourz ;
Pehini a ia en ti, a harp he zorn var ar voger,
Hag eun aer a grog ennhan.
20 Deiz an Aotrou, n’eo hen ket tevalijen, ha nan sklerijen ?
Amc’houlou, ha nan sklerder ?
21 Kasaat a ran, disprija a ran ho kweliou ;
Na gemeran ket a blijadur en hoc’h asambleou bras.
22 Mar kinniget sakrifisou-losk,
Na gemerin ket ho profou.
Na zellin ket euz loened lard ho sakrifisou a brosperite.
23 Pella ouzin trouz da gantikou !
Na fell ket d’in klevet son da luthou.
24 Mes ar varnedigez a redo evel an dour,
Hag ar reizder evel eur rivier divankuz.
25 Kinniget hoc’h euz hu d’in sakrifisou ha profou
Enpad daou-ugent devez en distro, ti Israel ?
26 Douget hoc’h euz tanten ho roue
Ha peul troad hoc’h idolou,
Stereden ho toue
Pehini ho poa groet deoc’h.
27 Abalamour da ze, me ho kaso en tu all da Zamas,
A lavar an Aotrou, a behini an hano eo Doue an armeou.
6 Gwal-eur d’ar re a vev zioul en Sion.
Ha d’ar re a zo en zurded var menez Samari !
D’ar re genta euz ar c’henta broadou,
Hag entrezeg pere ez a ti Israel !
2 Tremenet en Kalne, ha gwelet ;
It ac’hane da Hamath ar vras,
Ha diskennet en Gath ar Filistined.
Muoc’h prosperuz int evit ar rouantelezou ma,
Pe ho douar ha brasoc’h eo evit ho touar ?
3 C’hwi pere a gas kwit deiz ar glac’har,
Ha pere a dosta kador ar violans !
4 Gourvez a reont var gweleou olifant,
Hag en em asten a reont var ho fluegou ;
Dibri a reont oaned an tropel,
Hag al loueou kemeret euz al lec’h ma ho larder ;
5 Divagi a reont euz son al luth ;
Evel David, invanti a reont binviou a vuzik ;
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/802
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
AMOS, 6.
796