Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/801

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AMOS, 5.

2 An Aotrou, an Aotrou, hen deuz he douet dre he zantelez :
Setu, an deiziou a zeu varnoc’h,
En pere he savfer ac’hanoc’h gant higenou
Hag ho lignez gant kreigier pesketa.
3 Mont a refet dre an toullou, pep hini ac’hanoc’h dirazhan,
Hag he vefet taolet entrezeg ar c’hrenv, a lavar an Aotrou.
It da Vethel, ha pec’het ;
4 Da C’hilgal, ha pec’het muoc’h !
Digaset, ho sakrifisou adaleg ar beure,
Hag ho deogou bep tri deiz !
5 Likiit da vogedi ho profou a drugarez gant goel ;
Embannet ar profou a volontez hag ho diskleriet ;
Rag eno ema ar pez a garit, bugale Israel,
A lavar an Aotrou, an Aotrou.
6 Ha me, rentet em euz ho teod net en ho c’holl geariou,
Hag em euz lekeat ar bara da vankout en hoc’h holl choumajou ;
Ha n’hoc’h ket distroet d’in, a lavar an Aotrou.
7 N’em euz ket roet ar glao deoc’h,
Pa choume c’hoaz tri miz beteg an eost ;
Lakeat em euz da c’hlaoia var eur gear,
Ha n’em euz ket lakeat da c’hlaoia var eur gear all ;
Eur park a zigemeraz ar glao,
Hag eur park all, var behini n’euz ket glaoiet, a zo sec’het ;
8 Diou ha teir c’hear a zo eet entrezeg eur gear all da eva dour,
Ha n’int ket bet gwalc’het ;
Ha c’hwi n’hoc’h ket distroet d’in a lavar an Aotrou.
9 Skoet em euz ac’hanoc’h gant ar merkl ha gant breinadur an ed ;
Ho liorzou en niver bras, ho kwiniennou, ho fiziez hag ho kwez olivez
A zo bet devoret gant ar c’hileien-raden ;
Ha n’hoc’h ket distroet d’in, lavar an Aotrou,
10 Kaset em euz en ho touez ar vosen, evel hini an Ejipt ;
Hag em euz lekeet da vervel gant ar c’hleze ho tud iaouank,
Gant ho kezeg pere a oa kemeret ;
Hag em euz lekeat da biniat ar fleriadur euz ho kampou beteg ho tioufran ;
Ha n’hoc’h ket distroet d’in, lavar an Aotrou.
11 Ho tistrujet em euz,
Evel ma tistrujaz Doue Sodom ha Gomorrh ;
Hag hoc’h bet evel eur c’hlaouen lamet euz an tân ;
Ha n’hoc’h ket distroet d’in, a lavar an Aotrou.
12 Dre ze, me a raio d’id er memeuz doare, Israel ;
Ha pa eo gwir he rin d’id evel se.
En em brepar da ziaraog da Zoue, o Israel !
13 Rag setu ama an hini hen deuz groet ar meneziou, ha krouet an avel,
Ha pehini a ziskleri d’an den pehini eo he sonj ;
Pehini a ra ar beure hag an devalijen,
Ha pehini a vale var huelderiou an douar ;
He hano eo an Aotrou, Doue an armeou.



5 SELAOUET ar gomz ma,
Ar c’hlem ma pehini a zisklerian varnoc’h,
Ti Israel !
2 Kwezet eo, ne adsavo ken
Gwerc’hez Israel ;
Astennet eo var he douar,
Ha den ne adsavo anezhi.
3 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Ar gear a lakae er meaz mil den
A vano kant ganthi ;
Hag an hini a lakae er meaz kant den,
Hen devezo dek a zemorant, en ti Israel.
4 Rag evelhen Hen deuz an Aotrou lavaret da di Israel ;
Klasket ac’hanoun, hag he vevfet !
5 Ha ne glasket ket Bethel,
N’ez it ket da C’hilgal,
Na dremenet ket en Beer-Sheba.
Rag Gilgal a ielo kwit er slaverez,
Ha Bethel a vezo kaset da netra.
6 Klasket an Aotrou, hag he vevfeet ;
Gant aoun na grogfe evel eun tân en ti Josef,
Ha ma na zevfe an tân ze anezhan, hep ma ne vefe den en Bethel d’he mouga.
7 Chanj a ra an droet en c’hwervder,
Hag he vac’h d’an douar ar reizder !
8 An hini hen deuz groet an Arkturuz hag an Orion,
Pehini a chanj tevalijen ar maro en sklerijen ar beure,
Hag an deiz en noz tefal ;

795