Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/796

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOEL, 2.

18 Evel ma huanat al loened !
An tropellou ijened a zo spountet,
Dre ma n’ho deuz ket a beuri ;
An tropellou denved zoken ho deuz poan.
19 Aotrou, krial a ran d’id !
Rag an tân hen deuz devet peuri an distro,
Hag ar flam he deuz kuzumet holl gwez ar parkeier.
20 Al loened gwez zoken a c’houlen ac’hanout,
Rag an doureier red a zo disec’het, hag an tân a zevor peuri ar distro.



2 Sonet gant an drompil en Sion,
Groet he c’hlevet var va mene santel !
Ra greno holl dud ar vro !
Rag deiz an Aotrou a zeu, taostaat a ra ;
2 Deiz hep goulou hag a devalijen,
Deiz goabrennek hag a vrumennou.
Evel ma asten goulou deiz var ar meneziou,
Setu eur bobl niveruz ha krenv,
Evel ma n’hen deuz ket bet en holl amzeriou
Ha ma ne vezo ken goude euz a rumach en rumach.
3 Eun tân a zevor dirazhan,
Ha var he lerc’h he kuzum eur flam.
Araog dezhan ar vro a oa eur jardin Eden,
Var he lerc’h eo eun distro spountuz,
Ha n’euz netra hag a dec’hfe diganthan.
4 Ho doare a zo evel doare kezek,
Hag evel kavalierien he redont.
5 Evel trouz kirri int,
Pa lampont var lein ar meneziou,
Evel trouz eur flam tân,
Pehini a zev zoul
Evel eur bobl galloudek eo
Renket evit ar brezel !
6 Dirazhei ar poblou a gren,
An holl vizachou en em drouk liv.
7 Redek a reont evel tud nerzuz ;
Piniat a reont var ar voger evel tud a vrezel ;
Bale a reont pep hini anezhei en he renk,
Ha na bellaont ket euz ho hent.
8 Unan na vout ket egile,
Pep hini a gendalc’h he hent,
En em deurel a reont a drouz an taoliou,
Ha na baouezont ket 'ho bale.
9 En em sklabeza a reont en kear,
Redek var ar mogeriou,
Piniat en tiez ;
Mont a reont dre ar prenestou evel al laer.
10 An douar a gren dirazhei,
An envou a zo bransellet, an heol hag al loar a devala,
Hag ar stered a lam kwit ho lugern.
11 Hag an Aotrou a ra klevet he vouez dirag he arme ;
Rag he gan a zo niveruz bras,
Oberour he c’hir a zo galloudek.
A-dra-zur deiz an Aotrou a zo bras hag euzuz :
Piou hello he zouten ?
12 Ha brema c’hoaz, a lavar an Aotrou,
En em distroet d’in euz ho c’holl galoun,
Gant iun, gant daerou ha gant huanadou.
13 Rannit ho kalounou, ha nan ho tillad ;
Ha distroet d’an Aotrou ho Toue ;
Rag trugarezuz eo ha truezuz,
Gorrek d’ar goler ha buhan d’an drugarez,
Ha keûz Hen deve da veza glac’haret.
14 Piou a oar hag Hen na zistroo ket, ha n’Hen devezo ket a geûz,
Hag hen na lezo ket var he lerc’h ar vennoz,
Ar c’hinnig hag ar skuliadurez evit an Aotrou ho Toue ?
15 Sounet an drompel en Sion,
Santelaet eur iun,
Dastumet eun asamble solanel !
16 Dastumet ar bobl, santelaet an asamble ;
Dastumet ar re goz ! Dastumet ar vugale
Hag ar re a zun ar vrôn !
Ra zeuo ar pried euz he gambr,
Hag ar vreg euz he choumaj !
17 Ra welo ar sakrifierien
Pere a ra zervich an Aotrou
Entre ar porched hag an aoter
Ha ra lavarfont : Aotrou ! espern da bobl,
Ha na laka ket da heritach en dismegans,
En goaperez ar broadou,
Perag he lavarfet entouez ar boblou : Pelec’h ema ho Doue ?
18 An Aotrou a zo bet oauz euz he zouar,
Bet eo leuniet a druez en kenver he bobl.

790