Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/795

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JOEL, 1.

8 Efraim, petra em euz d’ober c’hoaz gant an idolou ?—
Selaou a rin anezhan, sellet a rin outhan ;
Me a vezo evithan evel eur wezen sipre atao glaz.
Ac’hanoun me, eo e teui da frouez.
9 Piou a zo fur ? ma kompreno an traou ze !
Piou a zo skiantek ? ma c’hanavezo anezhei !
Rag henchou an Aotrou a zo eeün ;
Ar re wirion a valeo ennhei,
Mes ar re dizent a gwezo ebarz.


————


LEVR JOEL.


1 GIR an Aotrou a oe diskleriet da Joel, mab Pethuel.

2 Selaouet kement ma, tud koz !
Ha prestit skouarn, c’hwi holl dud ar vro !
Ha c’hoarvezet he zo eun dra benag a henvel en hoc’h amzer
Pe en amzer ho tadou ?
3 Diskleriet anezhan d’ho pugale,
Hag ho pugale d’ho bugale,
Hag ho bugale d’ar rumach varlerc’h.
4 Ar c’hileien-raden ho deuz devoret
An nemorant euz gazam,
Ar jelek hen deuz devoret
An nemorant euz ar c’hileien-raden,
Hag an hasil hen deuz devoret
An nemorant euz ar jelek.
5 Dihunet c’hwi, mezverien, ha garmet !
Ha c’hwi holl, everien gwin, gwelet divarben gwaskadur ar winien,
Rag lamet eo euz ho kenou !
6 Rag eur bobl vras ha diniveruz a zo piniet a enep va bro ;
He dent a zo evel re al leon ;
Javadou eul leon koz he deuz.
7 Lekeat he deuz va gwinien en glac’har?
Ha va gwez fiziez a damou.
Ho diskaret he deuz, ho diwisket holl ;
Ar brankou a zo deuet holl da veza gwen.
8 Garm-te evel eur werc’hez pehini a vefe gourizet gant eur sac’h,
Abalamour da bried he iaouankiz !
9 Ar c’hinnig hag ar skuliadurez a vezo lamet euz ti an Aotrou ;
Ar sakrifierien pere a ra servich an Aotrou a zo en kanvou.
10 Ar parkeier a zo glac’haret,
An douar a zo en kanvou ;
Rag ar gwiniz a zo distrujet,
Ar gwin hen deuz manket,
Hag an eol a zo dizec’het.
11 Labourerien, bezet mezek ; gwinierien, huanadet,
Abalamour d’ar gwiniz ha d’an heiz,
Rag eost ar parkeier a zo kollet.
12 Ar winien a zo dizec’het,
Ar wezen fiziez a zo klanv ;
Ar wezen grenad, ar balmezen zoken, hag an avalenen,
Holl gwez ar parkeier a zo zec’het,
Hag ar joa a zo paouezet entouez mibien an dud !
13 Sakrifierien, en em c’hourizet, ha douget kanvou ;
C’hwi pere a ra zervich an aoter,
Hirvoudet c’hwi,
C’hwi pere a ra zervich va Doue, deuet, tremenet an noz gwisket a zier.
Rag ar c’hinnig hag ar skuliadurez a zo lamet euz a di ho Toue.
14 Santeleet eur iun,
Pedet eun asamble solanel,
Dastumet ar re ansien hag holl dud ar vro
En ti an Aotrou, ho Toue, ha kriet d’an Aotrou !
15 Ah ! pebeuz deiz !
Rag deiz an Aotrou a zo tost ;
Dont a ra evel eur ravach a beurz an Holl-C’halloudek.
16 Ar boued ha n’eo ket lamet kwit a zindan hon daoulagad ;
Hag ar joa hag al levenez euz a hon Doue ?
17 An haderezou a zo breinet dindan ho moudennou ;
Ar zolierou a zo glac’haret,
Ar granchou a zo en distruj,
Rag an ed a zo kollet.

789