lakafont da baouez ar sakrifis kendalc’huz, hag he lakafont an euzusted pehini a ra ar glachar. 32 Troumpla a raio dre droukmeuli torrerien he gonvenans ; mes pobl ar re pere a anavez ho Doue a gemero kourach hag a labouro. 33 Ha re ar hobl pere a vezo skiantek a gelenno kalz ; mes beza he vezo hag a gwezo dre ar c’hleze hag ar flam, dre an esklavach hag ar pillach, enpad eun hevelep amzer. 34 Ha pa vefont diskaret, he vefont eun nebeut sikouret ; ha kalz en em unano dezhei dre hipokrizi. 35 Hag entouez ar re skiantek, hiniennou a vezo diskaret, abalamour ma vefe reou hag a vefe esaet, purifiet ha gwenneet, beteg amzer ar fin, rag ne zeuo nemert en amzer merket.
36 Ar roue a raio kement a fello dezhan ; hag en em ourgouillo hag en em savo dreist pep doue ; diskleria a raio traou estranj a enep Doue an doueou ; hag he prospero beteg ma vezo ar goler kuzumet, rag ar pez a zo lavaret a c’hoarvezo. 37 N’hen devezo egard ebet nag euz doueou he dadou nag euz karante ar gragez ; ne raio van euz doue ebet ; rag en em sevel a raio dreist pep tra. 38 Mes, el lec’h ze, hec’h enoro doue an nerzou. Enori a raio an aour, an arc’hant, ar vein prisiuz ha gant an traou ar muan c’hoantek, eun doue dizanavezet gant he dadou. 39 Hag e labouro evel se en harzou ar c’hrenvou gant eun doue diaveziad : d’ar re pere hen anavezo, e kresko ar gloar ; ho lakaat a raio da ren var galz, hag he lodenno dezhei ar vro en gobr.
40 Hag en amzer ar fin, roue ar c’hreizteiz en em stoko outhan ; ha roue an hanter-noz a zeuo varnezhan evel eun tempest, gant kirri ha kavalierien ha kalz a listri. Mont a raio en douarou, en em sklabezo a raio evel eun dour-red hag he tremeno. 41 Mont a raio en bro ar gloar ; ha kalz a vroiou a gwezo, mes ar re ma a dec’ho euz he zaouarn : Edom ha Moab ha re genta bugale Ammon. 42 Asten a raio he zorn var ar broiou, ha bro an Ejipt na dec’ho ket. 43 En em renta a raio mestr euz an tenzoriou aour hag arc’hant, hag euz a holl draou prisiuz an Ejipt. Al Libied hag an Ethiopied a vezo var he lerc’h. 44 Mes keloiou euz ar sav-heol hag eux an hanter-noz a zeuo d’hen trubuli ; hag he teuio er meaz gant eur fulor vraa evit distruja ha laza kalz a dud. 45 Sevel a raio tantennou he balez entre ar moriou, entrezeg ar menez gloriuz ha santel. Goude he teuo d’he fin, ha den na roio zikour dezhan.
12 En amzer ze, e savo Mikael, ar chef bras, pehini a zalc’h stard da vugale da bobl ; hag e vezo eun amzer a dristidigez, evel ma n’hen deuz ket bet abaoe ma ema ar broadou, beteg an amzer ze. En amzer ze, da bobl a dec’ho, da c’houzout eo piou benag a vezo kavet skrivet el levr. 2 Ha kalz eus ar re a gousk en poultren an douar en em dihuno, darn evit ar vuez peur-baduz, darn evit an dismegans hag ar vezusted peur-baduz. 3 Ar re a vezo bet skiantek a lugerno evel ar gaerder en astennidigez, hag ar re ho devezo digaset meur a hini d’ar reizder a lugerno evel stered, atao ha da virviken.
4 Ha te, Daniel, kuz ar c’homzou ma ha ziel al levr ma bete amzer ar fin. Kalz a lenno anezhan hag an anaoudegez a gresko.
5 Ha me, Daniel, me a zelle, ha setu, daou den all en em dalc’he en ho za, unan en tu ma da vord ar rivier, hag egile en tu all ar rivier. 6 Hag he oa lavaret d’an den gwisket gant lin, pehini a oa dreist doureier ar rivier : Pegoulz he vezo achu ar burzudou ze ? 7 Hag he kleviz an den gwisket gant lin, pehini a oa dreist doureier ar rivier ; sevel a reaz he zorn deou hag he zorn kleiz entrezeg an envou, hag he touaz dre an hini a vev da virviken he vezo evit eun amzer, amzeriou hag an hanter euz eun amzer, ha pa hen devezo achuet da vruzuni nerz ar bobl santel an holl draou ze a vezo peur c’hroet. 8 Ha me a glevaz, mes na gompreniz ket. Hag e lavariz : Va aotrou, pehini he vezo ar fin euz an traou ma ? Hag he lavaraz : 9 Kea, Daniel, rag ar giriou ma a zo kuzet ha ziellet beteg amzer ar fin. 10 Meur a hini a vezo purifiet, gwenneet hag esaet, mes ar fall a labouro gant drougiez, ha den fall ebet na gompreno, mes ar re skiantek a gompreno. 11 Hag, adaleg an amzer ma paouezo ar sakrifis kendalc’huz, el lec’h ma vezo lekeat euzusted ar glac’har, he vezo mil daou c’hant dek deiz ha pevar-ugent. 12 Euruz an hini a c’hortozo, ha pehini a dapo beteg mil tri c’hant pemp devez ha tregont ! Mes te, kea d’az fin. 13 Diskwiza a ri, hag he vezi he sa evit da loden, en fin an deiziou.