beteg ar maout pehini en doa daou gorn, ha pehini em boa gwelet euz en em derc’hel dirag ar rivier ; hag he redaz a enep dezhan en fulor he nerz. 7 Hag he weliz anezhan o tapout ar maout ; hag euz en em goleri en he enep, he voutaz anezhan hag he torraz he zaou gorn dezhan ; hag ar maout n’hen doa ket a nerz da herzel outhan ; teurel a reaz anezhan d’an douar hag he vac’haz anezhan gant he dreid, ha ne oa den da lemel ar maout euz he c’halloud. 8 Hag ar bouc’h a greskaz kalz meurbed ; mes pa oe galloudek he gorn bras a dorraz, hag en he lec’h he savaz pevar vraz meurbed, entrezek pevar avel an envou. 9 Hag euz unan anzezhei e teuaz eur c’horn bihan pehini a greskaz entrezeg ar c’hresteiz, hag entrezeg ar savheol, hag entrezeg bro ar gloar. 10 Hag he kreskaz beteg arme an envou, hag e lakeaz da gweza d’an douar eul loden euz arme ar stered, hag ho mac’haz gant an treid. 11 Sevel a reaz zoken bete chef an arme, lemel a reaz diganthan ar sakrifis kendalc’huz hag he tiskaraz choumaj he santuar. 12 Hag an arme a oe livret gant ar sakrifis kendalc’huz, abalamour d’ar pec’hed, hag ar c’horn a daolaz ar wirionez var an douar, labourat ha prosperi a reaz.
13 Hag he kleviz eur zant o komz, hag eur zant all a lavare d’an hini pehini a gomze : Beteg pegeit he pado gwelidigez ar sakrifis kendalc’huz hag ar pec’hed pehini a ra ar glac’har, a livr ar santuar hag an arme evit beza mac’het gant an treid ? 14 Hag he lavaraz d’in : Bete daou vil tri chant abardaez ha mintin ; ha goude ar santuar a vezo purifiet.
15 Enpad ma sellen me, Daniel, ha ma klasken kompren ar welidigez, setu, unan benag pehini hen doa stum eun den en em dalc’haz dirazoun. 16 Ha me a glevaz mouez eun den en kreiz rivier Ulai ; krial ha lavaret a rea : Gabriel, displeg ar welidigez dezhan. 17 Hag e teuaz tost d’al lec’h ma en em dalc’hen, hag, he zonedigez a spouronaz ac’hanoun hag he kweiz var ma fas, hag he lavaraz d’in : Kompren, mab an den, rag ar welidigez a zo evit amzer an diwez. 18 Hag evel ma komze ouzin, me a blegaz va fas d’an douar ; mes stoka a reaz ennoun hag he reaz d’in en em derc’hel em za er plas ma oan. 19 Hag he lavaraz : Setu, ez an da rei da anaout d’id ar pez a c’hoarvezo en amzer diveza euz ar goler, rag eun amzer a zo merket evit an divez. 20 Ar maout ec’h euz gwelet, pehini hen doa daou gorn, eo rouane ar Meded hag ar Persed ; 21 hag ar bouc’h blevek, eo roue Javan ; hag ar c’horn bras entre he zaoulagad, eo ar c‘henta roue. 22 Hag ar c’horn za o veza torret, ar pevar c’horn a zo deuet en he blas a zo pevar roue pere a zavo euz ar vroad ze, mes n’ho devezo ket he nerz. 23 Hag en achu ho ren, pa ho devezo ar bec’herien leuniet ar muzur, he savo eur roue gant fas araoguz ha disket er ruzder. 24 He c’halloud a gresko, mes nan dre he nerz he unan. Ober a raio distrujou dreist muzur ; dont a raio aben euz he gemeridigezou, distruja a raio ar re c’halloudek ha pobl ar zent. 25 Ha dre he ijin e lakao ar faosentez da ren entre he zaouarn. En em ourgouilli a raio en he galoun, hag hep sonjal he lakao kalz a dud d’ar maro ; en em zevel a raio a enep Prins ar brinsed ; mes bruzunet he vezo hep zikour dorn den.
26 Gwelidigez an abardaezou hag ar mintinou, pehini a zo bet lavaret, a zo gwirion. Mes te, ziel ar welidigez, rag komz a ra divarben eun amzer bell.
27 Ha me, Daniel, a gweras dinerz hag a oe kianv enpad meur a zeiz ; goude he saviz hag he riz afferou ar roue. Souezet he oan euz ar weligez, mes den na gomprenaz anezhi.
9 AR c’henta bloaz euz Dariuz, mab Assueruz, euz ras ar Meded, pehini a oa bet lakeat var rouantelez ar Galdeed ; 2 ar c’henta bloaz euz he ren, me, Daniel, a gomprenaz dre al levriou, penaoz an niver euz ar bloaziou Hen doa an Aotrou komzet dre ar profed Jeremi, evit achui glac’hariou Jerusalem, a oa dek vloaz ha tri-ugent. 3 Trei a riz va fas entrezeg an Aotrou Doue, evit kinnig goulennou ha pedennou dezhan, gant iun, hag o kemer ar sac’h hag al ludu. 4 Hag he pediz an Aotrou va Doue, ober a riz va c’hovezion dezhan, hag he lavariz : Ah ! Aotrou, Doue bras ha spountuz, pehini a vir ar gonvenans hag an drugarez d’ar re a gar ac’hanout hag a vir da c’hourc’hemennou ! 5 Pec’het hon deuz, groet hon deuz an drouk, groet hon deuz gant drougier, bet omp dizent hag omp en em distroet euz da c’hourc’hemennou