Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/779

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

DANIEL, 6.

ho displegadurez. 18 O roue ! an Doue souveren Hen doa roet da Nebukadnetsar, da dad, ar rouelez hag ar vraster, ar gloar hag ar gaerder. 19 Hag abalamour d’ar vraster Hen doa roet dezhan, an holl boblou, broadou ha iezou a grene dirazhan hag a zouje anezhan. Lakaat a rea d’ar maro ar re a felle dezhan, ha, lezel a rea ar vuez gant ar re a felle dezhan. Sevel a rea ar re a felle dezhan, hag ec’h izelae ar re a felle dezhan. 20 Mes he galoun o veza en em zavet hag he spered o veza starteet en ourgouil, he oe diskaret divar he drôn roueek ha diwisket euz he c’hloar ; 21 kaset he oe kwit euz a douez bugale an dud ; he galoun a oe rentet henvel euz hini al loened, hag he choumaj a oe gant al loened gwez ; bevet he oe a ieot evel an ijened, hag he gorf a oe trempet gant glizen an envou, bete ma c’hanavezaz he rene an Doue souveren var ren an dud, ha ma laka ennhan an nep a blij dezhan. 22 Ha te ive, Belshatsar, he vab, n’hec’h euz ket izeleet da galoun, petra benag ma wies an holl draou ze. 23 Mes en em zavet out a enep Aotrou an envou, hag eo digaset besellou he di dirazout, hag hoc’h euz evet gwin ganthei, te ha da re vras, da c’hrager ha da ribodezed, hag hec’h euz meulet an doueou arc’hant, aour, arem, houarn, koad ha mein, pere na welont, ne glevont, ha na anavezont netra, ha n’ec’h euz ket glorifiet an Doue pehini Hen deus da halan ha da holl henchou en he zorn. 24 Neuze eo bet digaset euz he beurz al loden dorn ze, ha ma eo ar skritur ze merket. Setu ar skritur pere a zo bet merket : MENE, MENE, THEKEL UFARSIN. 25 Ha setu ama an displegadurez euz ar c’homzou te : MENE : Doue Hen deuz niveret da ren, ha lakeat fin dezhan. 26 THEKEL : pouezet out bet er valans, hag out bet kavet skanv. 27 PERES : da rouantelez a zo bet lodennet, ha roet d’ar Meded ha d’ar Persed.

28 Neuze, var urz Belshatsar, he oe gwisket Daniel a bourpr, lakeet e oe dezhan eur c’holier aour euz he c’houzouk, hag embannet he oe he vije an drede en renamant ar rouantelez.

29 En noz se zoken Belshataar, roue ar Galdeed, a oe lazet. 30 Ha Darius, ar Med, a gemeraz en peurz ar rouantelez, o veza oajet a zaou vloaz ha tri-ugent.


6 PLIJOUT a reaz da Zariuz lakaat var ar rouantelez kant ugent penn bro, pere a dlee beza lekeet en holl rouantelez, 2 ha dreisthei tri ministr, entouez pere he oa Daniel, abalamour ma roje ar pennou bro kount dezhei, ha ma n’hen dije ar roue koll ebed. 3 Ha Daniel a oa dreist ar vinistred hag ar pennou bro, abalamour ma oa ennhan eur spered dreist muzur ; hag ar roue a sonje he lakaat var ar rouantelez holl.

4 Hag ar vinistred hag ar pennou bro a glaske an tu da damall Daniel, divarben afferou ar rouantelez ; mes ne hellent kaout tu ebet, na tra fall ebet, rag leal he oa ; ha ne gavet ennhan na mank na drougiez. 5 An dud ze a lavaraz eta : Na gavfomp netra a enep an Daniel ze, nemert kaout a rafemp a enep dezhan en lezen he Zoue. 6 Neuze ar vinistred hag ar pennou bro ze en em rentaz en trubul tost d’ar roue, hag a gomzaz dezhan evelhen : Roue Darius, bev da virviken ! 7 Holl chefou ar rouantelez, pennou ar vro, an alierien hag ar renerien a zo a ali da lakaat eun urz a beurz ar roue hag eun difen stard, penaoz piou-benag a raio eur beden da eun doue benag pe da eun den benag enpad tregont devez, nemert d’id te, o roue ! a vezo taolet e poull al leoned. 8 Brema, o roue ! gra an difen ha laka anezhan dre skrid, evit ma na vezo chanchet netra ennhan, hervez lezen ar Meded hag ar Persed, pehini a zo didorruz. 9 Abalamour da ze ar roue Darius a skrivaz an urz hag an difen.

10 Ha pa wezaz Daniel he oa skrivet an urz se, ez eaz en he di, ha, prenestou he gambr o veza digor euz kostez Jerusalem, en em lekeaz teir gwech bemdez var he zaoulin, hag he pede hag he veule he Zoue evel diagent. 11 Neuze an dud ma a redaz en kemesk, hag a gavaz Daniel o pedi hag oc’h ober goulennou digant he Zoue. 12 Goude he taostajont euz ar roue, hag e leverjont dezhan divarben difen ar roue : N’ec’h euz-te groet dre skrid an difen ma, penaoz pep den a raje eur goulen digant eun doue benag pe dignat eun den benag enpad tregont devez, nemert diganez, o roue ! a vije taolet en poull al leoned ? Ar roue a respountaz hag a lavaraz : An dra a zo sur, hervez lezen ar Meded hag ar Persed, pehini a zo didorruz. 13 Neuze he respountchont hag he lavarjont d’ar roue : Daniel, pehini a

773