Nebukadnetaar ; kaset he oe kwit euz a douez an dud, hag he tebraz ieot evel an ijened ; he gorf a oe trempet euz a c’hlizen an envou, bete ma kreskaz he vleo evel plu an egl, hag he ivinou evel re an evned.
34 Mes en achu an deiziou ze, me, Nebukadnetsar, a savaz va daoulagad var zu an env ; ar skiant a zistroaz d’in, hag he vennigiz ar Souveren, hag he veuliz, hag hec’h enoriz au Hini a vev da virviken, a behini ar gallout a zo eur gallout peur-baduz, hag ar ren a bad a rumach da rumach. 35 Dirazhan holl dud an douar n’int netra ; ober a ra ar pez a blij dezhan, ken euz arme an envou evel euz a dud an douar, ha n’euz den hag a helfe herzel he zorn ha lavaret dezhan : Petra a rez-te ? 36 En amzer ze, ar skiant a zistroaz d’in ; gloar va rouantelez, va majeste ha va braster a oe roet d’in ; va c’huzulierien ha va re vraz a adgoulennaz ac’hanoun ; adlaket he oen em rouantelez, hag eur galloud brasoc’h a oe roet d'in. 37 Brema, me, Nebukadnetsar, me a veul, a zav hag a c’hlorifi Roue an envou, a behini an holl oeuvrou a zo gwirion, hag an henchou eeün ; hag a hell izelaat ar re a vale gant ourgouil.
5 AR roue Belshatsar a roaz eur fest vraz d’he vil aotrou bras, ha dirag ar mil ze hec’h evaz gwin. 2 Belshatsar, beoet dre vlaz ar gwin, a c’hourc’hemennaz digas ar besellou a aour hag arc’hant hen doa Nebukadnetsar, he dad, kemeret euz templ Jerusalem, evit ma evfje ennhei ar roue hag he re vras, he c’hragez hag he ribodezed. 3 Neuze he oe digaset ar besellou aour pere a oa bet kemeret euz an templ, euz ti Doue, en Jerusalem ; hag ar roue hag he re vras, he c’hragez hag he ribodezed a evaz ganthei. 4 Eva a rejont gwin hag he veuljont an doueou aour hag arc’hant, arem, houarn, koad ha mein.
5 Er moment ze, he oa gwelet bizied daouarn eun den, hag e skrivent dirag ar c’hantoler, var indu moger palez ar roue ; hag ar roue a welaz al loden ze euz an dorn pehini a skrive. 6 Neuze ar roue a chanjaz a liou, hag he sonjou a drubuliaz anezhan ; juntrou he groazellou en em loskeez, hag he zaoulin en em skoe an eil euz egile. 7 Ar roue a griaz gant nerz, ma lakajet da zont an astrologed, ar Galdeed hag an divinerien. Ar roue a gemeraz ar gomz hag a lavaraz da re fur Babilon : Piou benag a lenno ar skritur ze hag a roio d’in an displeg anezhei a vezo gwisket a bourpr, beza hen devezo eur c’holier aour, euz he c’houzouk hag e vezo an drede en renamant ar rouantelez. 8 Neuze re fur ar roue a zeuaz ; mes ne heljont ket lenn ar skritur, na rei an displegadurez anezhei. 9 En hevelep doare ma oa gwal drubuliet ar roue Belshatsar, chanj a reaz a liou, hag he re vras a oe spouronet. 10 Ar rouanez a ieaz en zal ar fest abalamour da c’hiriou ar roue ha d'he re vras. Ar rouanez a gemeraz ar gomz hag a lavaraz : Roue, bev da virviken ! ra na drubulio ket da sonjou ac’hanout, ha ma na chanjo ket da visach a liou. 11 Beza e zo eun den en da rouantelez en pehini ema spered an doueou santel ; hag en amzer da dad, he oe kavet ennhan eur sklerijen, eur skiant hag eur furnez henvel euz furnez an doueou ; hag ar roue Nebukadnetsar, da dad, —da dad, o roue !— he lekeaz da vestr var ar strobinellerien, an astrologed, ar Galdeed hag an divinerien, 12 dre ma oa kavet ennhan, Daniel, pehini a oa hanvet Beltshatsar gant ar roue, eur spered dreist muzur, hag anaoudegez ha skiant da zisplega ar sonjou, displega an divinadennou ha diskleria ar goulennou diez. Ra vezo eta galvet Daniel, hag he roio an displegadurez.
13 Neuze Daniel a oe digaset dirag ar roue. Ar roue a gemeraz ar gomz hag a lavaraz da Zaniel : Te eo an Daniel ze, unan a esklaved Juda, pehini a oe digaset gant ar roue va zad euz Juda ? 14 Klevet em euz lavaret ac’hanout penaoz ema spered an doueou ennout, hag he zo kavet ennout eur sklerijen, eur skiant hag eur furnez dreist muzur. 15 Ha brema ar re fur, an astrologed a zo bet digaset dirazoun, evit lenn ar skritur ma ha rei d'in an displegadurez anezhei, mes n'hellont ket rei an displegadurez anezhi. 16 Ha klevet em euz lavaret ec’h hellez te rei an displegadurezou ha diskleria ar goulennou deiz. Ma hellez eta lenn ar skritur ze ha rei d'in an displegadurez anezhei, he vezi gwisket a bourpr, hag he tougi eur c’holier aour euz da c’houzouk, hag he vezi an drede en renamant an rouantelez.
17 Neuze Daniel a respountaz, hag a lavaraz dirag ar roue : Ra choumo da brofou ganez, ha gra da unan all da roou ; koulskoude me a lenno ar skritur d’ar roue, hag e roin dezhan