Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/777

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

DANIEL, 4.

fenn var va gwele : Sellet a reen, ha setu he oa eur wezen en kreiz an douar, hag he huelder a oa bras. 11 Ar wezen ze a oa deuet da veza bras ha nerzuz, hag he fenn a stoke en holl envou, hag he welet anezhi euz a bennou pella an douar. 12 He deilou oa kaer hag he frouez founuz ; beza he oa boued varnezhi evit an holl ; loened ar parkeier en em lakae dindan he skeuden ha lapoused an env en em dalc’he he brankou, hag outhi en em veve pep kig. 13 Sellet a riz en gwelidigezou va fenn, var va gwele, ha setu unan ar zent pere a veil a ziskennaz euz an env. 14 Krial a reaz a vouez huel, hag he komzaz evelhen : Troc’het ar wezen, ha divaret anezhi ; diskaret he deliou, ha sklabezet he frouez ; ma tec’ho al loened a zindanhi, hag evned an envou euz he brankou ! 15 Koulskoude lezit en douar kef he griziou, hag ereet anezhan gant eur chaden houarn hag arem, entouez ieot ar parkeier. Ma vezo trempet euz glizen an envou, ha ma hen devezo he lod gant al loened euz ieot an douar. 16 Ra vezo he galoun den chanchet, ha ma vezo roet dezhan eur galoun loen, ha ma tremeno seiz amzer varnezhan. 17 An urz a zo roet dre lezen ar veilierien, hag ar gourc'hemen eo urz ar zent, abalamour d'ar re veo da anaout he ren ar Souveren var ren an dud, ha ma ro anezhan d’an nep a fell dezhan, ha ma sav ennhan ar re distera euz an dud. 18 Hennez eo an huvre em euz bet, me, ar roue Nebukadnetsar. Te eta, Beltshatsar, ro an displeg anezhan, pa ne hell hini euz a re fur va rouantelez he rei d’in ; mes te, te a hell, rag spered an doueou zantel a zo ennout.

19 Neuze Daniel, pehini a zo hanvet Beltshatsar, a choumaz eur pennad souezet, hag he sonjou a drubulie anezhan. Ar roue a gemeraz ar gomz hag a lavaraz dezhan : Beltshatsar, ra na droublo ket an huvre ac’hanout nag an displeg anezhan. Beltshatsar a respountaz, hag a lavaraz : Va aotrou ! ra vezo an huvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag he zisplegadurez evit da enebourien ! 20 Ar wezen pehini ez poa gwelet, ha pehini a oa deuet da veza krenv ha nerzuz, a behini ar beg a stoke en envou, ha pehini a welet euz an douar holl ; 21 ar wezen ze a behini an deliou a oa kaer hag ar frouez founuz, pehini he doa bevans evit an holl, dindan pehini loened ar parkeier a choume, hag en brankou pehini en em dalc'he evned an env : 22 eo te, o roue ! pehini a zo deuet da veza bras ha galloudek, a behini ar vraster a zo kresket hag en em zavet beteg an envou, hag a behini ar ren en em asten bete pennou an douar. 23 Divarben ar pez hen deuz ar roue gwelet unan ar zent pere a veil, o tisken euz an envou o lavaret : Troc’h ar wezen ha distruj anezhi ; koulskoude lez en douar kef he griziou, hag ere anezhan gant chadennou houarn hag arem entouez ieot ar parkeier ; ma vezo trempet gant glizen an env, ha ma hen devezo he lod gant loened ar parkeier, bete ma hen devezo seiz amzer tremenet dreisthan ; 24 setu ama an displegadurez a gement se, o roue ! hag eo urz ar Souveren pehini a ia da zont var ar roue, va aotrou. 25 Kaset he vezi euz a douez an dud, ha da choumaj a vezo gant loened ar parkeier. Bevet he vezi a ieot evel an ijened, hag he vezi trempet gant glizen an envou, ha seiz amzer dremeno dreistout, bete ma anavezi penaoz he ren ar Souveren var ren an dud ha ma ro anezhan d’an nep a blij ganthan. 26 Ha mar d’eo bet lavaret lezel kef griziou ar wezen, kement se a zinifi penaoz da ren a vezo roet d'id adaleg ma ez pezo anavezet penaoz eo he ren an envou. 27 Abalamour da ze, o roue ! selaou va ali, ha laka eur fin d’az pec’hejou dre ar reizder, ha d’az fallenteou dre an drugarez en kenver ar beorien, mar dle da brosperite en em hiraat.

28 An holl draou ze a c’hoarvezaz gant ar roue Nebukadnetsar. 29 Aben daouzek mis, evel ma pourmene var ar palez roueek a Vabilon, ar roue a gemeraz ar gomz hag a lavaraz : 30 N’eo ket houma Babilon ar vras, pehini em euz savet evit beza choumaj ar roue, gant galloud va nerz hag evit gloar va c’haerder ? 31 Ar gir a oa c’hoaz en genou ar roue, pa ziskennaz eur vouez euz an env, o lavarout : Roue Nebukadnetsar, diskleria a reer d’id a ia da veza lamet diganez. 32 Kaset he vezi euz a douez an dud, ha da choumaj a vezo gant loened ar parkeier : bevet he vezi a ieot evel an ijened, ha seiz amzer a dremeno dreistout, bete ma c’hanavezi eo ar Souveren a ren var ren an dud, ha ma ro anezhan d’an nep a fell dezhan. 33 Ragtal he oa peur-c’hroet ar gir ze var

771