Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/773

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

DANIEL, 2.

da Zaniel an hano a Veltshatsar ; da Hanania an hini a Shadrak ; da Vishael an hini a Veshac ; ha da Azaria an hini a Abed-Nego.

8 Ha Daniel a sonjaz en he galoun n’en em zoulje ket gant meuziou ar roue, na gant ar gwin a eve ; hag he pedaz chef ar spazeien da lezel anezhan hep en em zoulia. 9 Ha Doue a lekeaz Daniel da gaout trugarez ha gras dirag chef ar spazeien. 10 Ha chef ar spazeien a lavaraz da Zaniel : Aoun em euz dirag ar roue va mestr, pehini hen deuz urzet ho tibri hag hoc’h eva. Perag eta he welfe hen ho pisajou muoc’h disc’hreat evit re an dud iaouank euz ho oad, hag he lakafac’h-hu va fenn en riskl en kichen ar roue ? 11 Mes Daniel a lavaraz d’ar mestr hostis, pehini a oa lekeat var chefou an eunuked var Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria : 12 Esa, me az ped, da zervicherien en pad dek devez, ha ma vezo roet deomp legumach da zibri ha dour da eva ; 13 goude ze, he selli euz hon bisach hag euz bisach an dud iaouank a zebr euz meuziou ar roue ; neuze he ri euz da zervicherien hervez ma ez pezo gwelet. 14 Neuze e roaz kement se dezhei, hag hec’h eseaz anezhei enpad dek devez. 15 Hag aben an dek devez he oe gwelet dezhei gwelloc’h bisach ha muoc’h a lard evit d’an holl dud iaouank pere a sebre meuziou ar roue. 16 Abalamoui da ze ar mestr hostis a zavaz ar meuzou pere a oa lakeet dezhei hag ar gwin a dleent eva, hag a roaz legumach dezhei.

17 Ha Doue a roaz d’ar pevar den iaouank se gwiziegez, ha skiant en holl lizerou, ha furnez ; ha Daniel a gomprene pep sort gweledigezou hag huvreou. 18 Hag aben an deiziou merket gant ar roue evit ma vijent digaset dezhan, chef ar spazeien ho digasaz dirag Nebukadnetsar. 19 Ar roue a gomzaz ganthei hag en ho zouez holl, ne oa hini evel Daniel, Hanania, Mishael, hag Azaria ; hag ez ejont en servich ar roue. 20 Hag en pep goulen pehini a c’houlenne furnez ha skiant, ha var behini he komze ar roue ganthei, he kave anezhei dek gwech huelloc’h evit an holl strobinellerien hag astrologed pere a oa en he holl rouantelez. 21 Evel se he oe Daniel bete ar c’henta bloaz euz ar roue Sirus.


2 Hag, en eilved bloaz euz ren Nebukadnetsar, Nebukadnetsar hen doe huvreou ; hag he spered a oe troublet, hag he gousk a oe nec’heteet. 2 Hag ar roue a c’hourc’hemennaz gervel ar strobinellerien, an astrologed, an enkanerien hag ar Galdeed, evit displega dezhan he huvreou. Hag he teujont hag en em lekejont dirag ar roue. 3 Neuze ar roue a lavaraz dezhei : Bet em euz eun huvre ; ha va spered a zo nec’het o klask anaout an huvre ze. 4 Hag ar Galdeed a lavaraz d’ar roue (en Aramean) : O roue, bev da viken ! Lavar an huvre d’az servicherien, ha ni a roio an displeg anezhan. 5 Ar roue a respountaz, hag a lavaraz d’ar Galdeed : N’em euz ket a sonj ennhan. Ma na roet ket da anaout d’in an huvre hag an displeg anezhan, he vefeet lakeat a damou, hag ho tiez lakeat en embann. 6 Mes mar leveret d’in an huvre hag an displeg anezhan, ho pezo diganen roou, profou hag enoriou bras. Livirit d’in eta an huvre hag an displeg anezhan. 7 Respount a rejont evit an eilved gwech hag he lavarjont : Ra lavaro ar roue an huvre d’he zervicherien, ha ni a roio an displeg anezhan. 8 Ar roue a respountaz hag a lavaraz : Kompren a ran brema he klaskit gounit amzer, abalamour ma welet em euz ankouezet anezhan. 9 Mes ma na roet ket an huvre da anaout d’in, ar memeuz setans a skoio ac’hanoc’h holl ; rag en em breparet hoc’h da lavaret d’in eur gir gaou ha faoz benag, o c’hortoz ma vezo troet an amzer. Livirit d’in eta an huvre, ha me a wezo hag hen helfet rei d’in an displeg anezhan.

10 Ar Galdeed a respountaz d’ar roue, hag a lavaraz : N’euz den var an douar a helfe ober ar pez a c’houlen ar roue ; evel se biskoaz roue, pegen bras ha gallouduz benag ma vije, n’euz goulennet eun dra evel se digant strobineller, astrolog pe Kaldean ebet. 11 Rag ar pez a c’houlen ar roue a zo diez, ha n’euz den hag a helfe hen rei da anaout d’ar roue, nemert an doueou, a bere ar choumaj n’ema ket entouez ar re varvuz.

12 Var gement se, ar roue a ieaz drouk ennhan, en em lekeaz en koler vras, hag a c’hourc’hemennaz lakaat d’ar maro holl dud fur Babilon. 13 Ar setans a oe eta embanet ; lakaat a reet d’ar maro an holl dud fur, hag e klasket Daniel hag he gensorted evit ho lakaat d’ar maro. 14 Neuze Daniel a gomzaz gant prudans ha

767