Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/772

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

DANIEL, 1.

kostez ar C’hreizteiz pevar mim pemp kant, euz koztez ar Savheol mil pemp kant, euz kostez ar C’huzheol pevar mil pemp kant. 17 Fabourziou evit kear ho devezo en Hanter-noz daou c’hant hanter kant, hag er C’hreizteiz daou c’hant hanter kant ; er Savheol daou c’hant hanter kant, hag er C’husheol daou c’hant hanter kant.

18 Divarben ar pez a vano var an hed, dirag d’al loden kensagret, pe dek mil gwalen er Savheol ha dek mil er C’husheol, dirag al loden kensagret, kement se a vezo al leve, evit beva ar re a labouro evit kear. 19 Ar re a labouro evit kear, euz a hol bobladou Israel, a labouro al loden ze. 20 An holl euz al loden kensavet a vezo pemp mil varn-ugent var bemp mil varn-ugent ; kensevel a refet ar c’hart euz al loden santel ze, evit dalc’h kear. 21 An nemorant a vezo evit ar prins, en daou du d’al loden santel kensavet hag euz dalc’h kear, a hed ar pemp mil varn-ugent gwalen euz al loden kensavet, bete harz ar Savheol, hag er C’husheol, a hed ar pemp mil varn-ugent gwalen bete harz ar C’huzheol, dirag a lodennou. Hennez a vezo evit ar prins ; al loden santel kensavet ha santuar an ti a vezo er c’hreiz. 22 Loden ar prins a vezo eta adaleg dalc’h al Levited hag adaleg dalc’h kear al lec’h entre harz Juda ha harz Benjamin a vezo evit ar prins.

23 An nemorant a vezo evit ar bobladou all : euz ar Savheol d’ar C’husheol, eul loden da Venjamin ; 24 var harz Benjamin, euz ar Savheol d’ar C’husheol, eul loden evit Simeon ; 25 var harz Simeon, euz ar Savheol d’ar C’husheol, eul loden evit Issakar ; 26 var harz Issakar, euz ar Savheol d’ar C’husheol, eul loden evit Zabulon ; 27 var harz Zabulon, euz ar Savheol d’ar C’husheol, eul loden evit Gad ; 28 ha var harz Gad euz tu ar C’hreizteiz, er C’hreizteiz, an harz a ielo adaleg Thamar bete doureier an enebiez, en Kades, bete an dour-red entrezek ar mor bras.

29 Honnez eo ar vro a lodenfeet, dre ar zort, en heritach da bobladou Israel, hag ar re ze eo ho lodennou, a lavar an Aotrou, an Aotrou.

30 Setu ama ar monedigezou euz kear : euz tu an Hanter-noz, pevar mil pemp kant gwalen ; 31 doriou kear a zougo hanoiou pobladou Iarael : teir dor en Hanter-noz : dor Ruben, unan ; dor Juda, unan ; dor Levi, unan. 32 Euz tu ar Savheol, pevar mil pemp kant gwalen, ha teir dor : dor Josef, unan ; dor Benjamin, unan ; dor Dan, unan. 33 Euz tu ar C’hreizteiz, pevar mil pemp kant gwalen, ha teir dor : dor Simeon, unan ; dor Issakar, unan ; dor Zabulon, unan. 34 Euz tu ar c’husheol, pevar mil pemp kant gwalen, ha teir dor : dor Gad, unan ; dor Asser, unan ; dor Neftali, unan. 35 Tro kear a vezo triwec’h mil gwalen, hag adaleg an deiz ma hano kear a vezo : An Aotrou a zo ama.


————


LEVR DANIEL.


1 AN trede bloaz euz a ren Jehojakim, roue Juda, Nebukadnetsar, roue Babilon, a zeuaz a enep Jerusalem hag a gelc’hiaz anezhi. 2 Hag an Aotrou a lekeaz entre he zaouarn Jehojakim, roue Juda, hag eul loden eus a vesellou ti Doue ; ha Nabukadnetsar ho c’hasaz en bro Shinear, en ti he zoue, hag he lekeazi ar bezellou en ti tenzor he zoue.

3 Hag ar roue a c’hourc’hemennaz da Ashpenas, chef he spazeien, digas, euz a douez bugale Israel, euz a ras ar roue hag euz ar genta prinsed, 4 eun den iaouank benag en pere ne vije si a gorf ebet, ha kaer, disket en pep furnez, o kaout gwiziegez ha leun a skiant, ha pere a vije kapabl d’en em derc’hel en palez ar roue, ha da ziski dezhei lizerennou ha iez ar Galdeed. 5 Hag ar roue a roaz dezhei, evit bep devez, eul loden euz a veuzou he daol hag euz ar gwin a behini ec’h eve, abalamour d’ho zevel evel se enpad tri bloaz, en fin pere en em dalc’hjent dirag ar roue. 6 Beza he oa en ho zouez, euz bugale Juda, Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. 7 Ha chef ar spazeien a roaz hanoiou all dezhei : rei a reaz

766