Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/770

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 47.

teiz ; hag an hini a ielo dre hent dor ar C’hreizteiz, a ielo kwit dre hent dor an Hanter-noz. Ne zistrofer ket dre hent an nor dre behini e vefer eet, mes mont a refeer kwit dre an hini a so dirazhi. 10 Ar prins a ielo en ho zouez pa ez aio ebarz ; ha pa ez aint er meaz, ez aio ive.

11 Er goueliou hag er solaniteou, ar c’hinnig a vezo euz a eun efa evit eur c’holle, euz a eun efa evit eur maout, hag evit an oaned ar pez a fello dezhan rei, gant eun hin eol evit eun efa.

12 Mar kinnig ar prins eur sakrifis a volonte, eur sakrifis-losk benag pe ar sakrifis benag a beoc’h, en prof a volonte d’an Aotrou, e vezo digorret dezhan an nor troet d’ar Sav-heol, hag e kinnigo he sakrifis-losk hag he sakrifisou a beoc’h, evel ma kinnig anezhei en deiz sabbat ; goude ez aio er meaz, ha pa vezo eet er meaz, e vezo serret an nor ze.

13 Bemdez e sakrifii d’an Aotrou eun oan bloaz, disi ; sakrifia a ri anezhan eus ar mintin. 14 Kinnig a ri ive evel prof, bep beure, gant an oan, eur c’hwec’hved efa, eun drederen a hin eol evit distrempa ar bleud kun. Hennez eo kinnig an Aotrou ; ar re ze eo he reoliou kendalc’huz, evit biken. 15 Evel se e kinnigfer bep beure an oan, ar prof hag an eol, en sakrifis kendalc’huz.

16 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Pa raio ar prins eur prof var he beritach da unan benag he vibien, ar ro se a vezo d’he vibien, hag a vezo ho dalc’h evel heritach. 17 Mes ma ra eur ro kemeret var he heritach da unan he zervicherien, ar ro a vezo dezhan bete bloaz ar frankiz, hag a zistroio d’ar prins ; he heritach ne vezo nemert d’he vibien, choum a raio ganthei.

18 Ar prins ne gemero netra euz heritach ar bobl, en eur diwiska anezhan euz he zalc’h ; euz he zalc’h eo e roio eun heritach d’he vibien, abalamour da zen ebet euz va fobl da veza kaset kwit euz he zalc’h.

19 Goude kement se, e kasaz ac’hanoun dre an digor, pehini a oa en tal an nor, en kamprou santel ar sakrifierien, entrezek an Hanter-noz ; ha setu, e oa eur plas er fons entrezek ar C’huzheol. 20 Lavaret a reaz d’in : Aze ema al lec’h ma laka ar sakrifierien kig ar sakrifisou da virvi evit an torfed hag evit ar pec’hed, hag el lec’h ma poazfont ar profou, abalamour n’ho c’hasfont ket el leur a ziaveaz ha ne santelafont ket ar bobl. 21 Goude e lekeaz ac’hanoun da vont er meaz entrezek al leur a ziaveaz hag e lakaaz ac’hanoun da dremen ebiou pevar c’horn al leur ; ha setu, e oa eur porz en pep hini a gerniel al leur. 22 En pevar c’horn al leur, e oa porzou zerret, hir euz a zaou-ugent illinad, ha ledan a dregont ; ho fevar holl ho dos ar memeuz muzur, er pevar c’horn. 23 Ar pevar c’horn ze a oa troiet gant eur voger, ha dindan ar mogerou trozro e oa groet oaledou. 24 Lavaret a reaz d’in : Ar re ma eo ar c’heginou, el lec’h ma vervo ar re a ra servich an ti kig sakrifisou ar bobl.


47 Goude e tigasaz ac’hanoun entrezeg dor an ti ; ha setu, doureier a zeue dindan treuzou an ti, eus koste ar Savheol ; rag fas an ti a zelle ar Savheol, hag an doureier a ziskenne a zindan tu deou an ti, er C’hreizteiz d’an aoter. 2 Lakeat a reaz ac’hanoun da vont er meaz dre hent an Hanter-noz, hag e lekeaz ac’hanoun da drei dre hent an diaveaz, bete an nor a zisveaz, eun hent pehini a zelle entrezek ar Savheol ; ha setu, an doureier a rede euz ar c’hoste deou. 3 Pa ez ea an den var araog entrezek ar Savheol, e talc’he eur gorden en he zorn, hag e vuzuraz mil illinad ; lakeat a reaz ac’hanoun da dremen a dreuz an doureier, hag em boa bete va uferniou. 4 Muzuri a reaz c’hoaz mil illinad, hag em lakeaz da dreuji an doureier, pere a zeue d’in bete va daoulin ; 5 muzuri a reaz c’hoaz mil illinad, hag e reaz d’in treuji an doureier ; dont a reent bete va c’hroazellou. Muzuri a reaz c’hoaz mil illinad all : eun dour-red e oa, pehini n’hellent ket treuzi ; rag an doureier ze a oa huelleet, hag e oa ret tremen anezhei en em neui ; eun dour-red e oa na hellet ket treuzi.

6 Neuze e lavaraz d’in : Mab an den, gwelet ec’h euz ? Goude e lekeaz ac’hanoun da zont ha da vont entrezek bord an dour-red. 7 Pa oan distroet, e weliz euz an daou du, var bord an dour-red, eun niver bras a wez. 8 Lavaret a reaz d’in : An doureier ma a ia da vont en bro ar savheol ; disken a refont er blenen, hag ez aint er mor ; ha pa vefont en em daolet er mor, doureier ar mor a zeuo iac’huz. 9 Pep ine beo a finv, a vevo dre holl ma redo an dour-red hag e vezo eun niver bras a besked eno ; hag eno el lec’h ma en em gavo

764