Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/764

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 40.

ziaveaz, el lec’h ma weliz kamprou ha tabiezennou lakeat trozro d’al leur ; var an tablezeür ze en em gave tregont kampr. 18 An tablezeür en em astenne var gosteziou an noriou, hag a respounte d’ho hed ; hennez oa an tablezeür a ziabarz. 19 Muzuri a reaz al lec’hed adaleg diaraog an nor izella, bete diaraog al leur a ziabarz, en diaveaz, kant illinad er Savheol hag en Hanter-noz. 20 Muzuri a reaz hed ha lec’hed dor savheol leur an diaveaz. 21 He gamprou, en niver a deir var bep tu, hag he feuliou, hag he forz, ho doa ar memeuz muzur evel an nor genta ; hanter kant illinad a hed, ha pemp varn-ugent a ledander. 22 He frenestou, he forz hag he falmezennou, ho doa ar memeuz muzuriou evel dor ar savheol ; piniat a reat ennhei dre seiz degre, dirag pere he oa he forz. 23 Ha dirag dor an hanter-noz ha dor ar savheol, en em gave dor al leur a ziabarz ; euz a eun nor bete eben e vuzure kant illinad.

24 Goude ze e renaz ac’hanoun euz tu ar C’hreizteiz, el lec’h ma weliz an nor a greizteiz ; muzuri a reaz ar peuliou hag ar porzou, pere ho doa ar memeuz muzur. 25 An nor ze hag he forzou ho doa prenestou trozro henvel euz ar prenestou diagent hag he hed a oa hanter kant illinad, hag he lec’hed pemp varn-ugent. 26 Piniat a reat ennhei dre seiz degre, a fas da bere e oa eun porz ; euz pep tu, palmezennou a oa var he beuliou. 27 Al leur a ziabarz hen doa eun nor er C’hreizteiz, hag e vuzuraz euz a eun nor d’eben, euz koztez ar C’hreizteiz kant iliinad.

28 Goude e lakeaz ac’hanoun da vont el leur a ziabarz dre zor ar C’hreizteiz ; muzuri a reaz dor ar C’hreizteiz ; pazmn, beza he doa ar memeuz muzuriou. 29 He c’hamprou, he feuliou hag he forzou ho doa ar memeuz muzuriou. An nor ze hag he forzou o doa prenestou trozro ; al lec’hed a oa hanter kant illinad, hag al ledander pemp varn-ugent. 30 Trozro e oa eur porz a bemp illinad varn-ugent a hed hag a bemp a ledander. 31 Porzou an nor a erue el leur a ziaveaz ; palmezennou a oa en he feuliou, hag eiz degre da biniat ennhi.

32 Goude e reaz d’in mont el leur a ziabarz euz koztez ar Savheol ; hag hen a vuzuraz an nor pehini he doa ar memeuz muzuriou. He gamprou, he beuliou hag he borz ho doa ar memeuz muzuriou, hag an nor ze hag he forzou ho doa prenestou trozro. 33 An hed anezhan a oa hanter kant illinad, hag al lec’hed pemp varn-ugent. 34 Porzou an nor a erue el leur a ziaveaz ; beza e oa palmezennou en he feuliou, a bep tu, hag eiz degre da biniat ennhi.

35 Goude e renaz ac’hanoun entreze dor an Hanter-noz, hag e vuzuraz anezhi ; beza he doa ar memeuz muzuriou, kenkoulz evel he c’hamprou, he feuliou hag he forzou ; 36 beza e oa prenestou trozro ; hag an hed anezhi a oa hanter kant illinad, hag al lec’hed pemp varn-ugent ; 37 he forzou a erue el leur a ziaveaz ; beza e oa palmezennou var he beuliou, a bep tu, hag eiz degre da biniat ennhei. 38 Beza e oa eur gambr pehini he doa he digorou euz tu pilierou an doriou ; eno eo he walc’het ar sakrifisou-losk. 39 En porz an nor en em gave diou daol, a bep tu, evit laza ar sakrifisou-losk evit sakrifis evit ar pec’hed, hag evit ar sakrifis evit an torfed. 40 En unan a gosteiou an diaveaz, el lec’h ma piniat, en monedigez dor an Hanter-noz, e oa diou daol ; en tu all, entrezek porz an nor, diou daol. 41 Evel se, peder zaol en eun tu, ha peder zaol en tu all, euz kosteziou an nor ; ar pez a oa eiz taol, var bere e lazet al loened. 42 Beza e oa c’hoaz peder daol evit ar sakrifis-losk, en mean kizellet, hir euz a eun illinad hanter, ledan euz a eun illinad hanter, hag huel euz a eun illinad. Lakaat a reat eno ar benviou gant pere e lazet al loened evit ar sakrifisou-losk hag evit ar sakrifisou all. 43 Euz an ti trozro e oa lakeet kregier, ledan euz a eur balmezen ; ha kig ar roou a dle beza lakeat var an taoliou.

44 En diaveaz euz an nor a ziabarz e oa diou gampr evit ar ganerien, el leur a ziabarz ; unan a oa euz koztez dor an Hanter-noz, hag a zelle entrezek ar C’hreizteiz ; eben euz kozte dor ar Savbeol, hag a zelle entreze an Hanter-noz. 45 Lavaret a reaz d’in : Ar gampr a zell entreze ar C’hreizteiz a zo evit ar sakrifierien pere a ra servich an ti ; 46 ar gampr pehini a zo en Hanter-noz a zo evit ar sakrifierien a ra servich an aoter. Beza int mibien Tsadok, pere, entouez mibien Levi, a dosta euz an Aotrou evit ober he zervich.

47 Hag e vuzuraz al leur ; beza he doa kant illinad a hed ha kant illinad a lec’hed en karre ; an soter en eun gave dirag an ti.

758