Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/760

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 38.

ma c’hadbevfont. 10 Profetiza a riz eta, evel ma oa bet gourc’hemennet d’in, hag ar spered a ieaz ennhei, hag ec’h adbevjont, hag en em dalc’hjont var ho zreid. Eun arme vras e oant.

11 Hag e lavaraz d’in : Mab an den, an eskern ma eo holl di Israel. Setu, lavaret a reont : Hon eskern a zo deuet da veza sec’h, hon esperans a zo kollet, groet eo ouzomp ! 12 Dre ze profetiz, ha lavar dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Setu, me a zigorro ho bez- iou, hag e lakain ac’hanoc’h da adpiniat euz ho peziou, o va fobl ha me a lakao ac’hanoc’h da vont en bro Israel. 13 Ha c’hwi a wezo penaoz oun an Aotrou, pa zigorrin ho peziou ha ma lakain ac’hanoc’h da sevel euz ho peziou, o va fobl. 14 Lakaat a rin va spered ennoc’h, ha c’hwi a vevo ; me a lakao ac’hanoc’h en ho pro, ha c’hwi a wezo penaoz me, an Aotrou, em euz komzet ha groet, a neet. lavar an Aotrou.

15 GIR an Aotrou a oe c’hoaz diskleriet d’in er c’homzou ma : 16 Ha te, epernier. mab an den, kemer eun tam koad ha skriv varnezhan : Evit Juda hag evit bugale Israel, he gensorted. Kemer eun tam koad all, ha skriv varnezhan : Evit Josef, koad Efraim hag holl di Israel pehini a zo en em unanet ganthan. 17 Tosta anezhei an eil d’egile evit ober outhei eun tam hepken, evit ma vefont unanet en da zorn.

18 Ha pa raio bugale da bobl goulennou ouzit, o lavarout : Ne zisplegi ket deomp ar pez a fell d’id lavaret dre an ober ze ? 19 lavar dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Setu, kemer a rin koad Josef pehini a zo en dorn Efraim ha pobladou Israel, he gensorted ; unani a rin anezhei da goad Juda, evit ober outhei eur c’hoad hepken, pehini ne vezo nemert unan em dorn. 20 An tamou koad var bere ez pezo skrivet a vezo en da zorn, dindan ho daoulagad. 21 Lavar dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Setu, me a ia da gemer bugale Israel a douez ar broadou ma int eet ; ho dastum a rin a bep tu, hag e lakain anezhei da vont en ho bro. 22 Me a raio outhei eur vroad hepken en ho bro, var meneziou Israel, hag ho devezo holl eur roue he unan hepken ; ne vefont ken diou vroad, ha ne vefont ken lodennet en diou rouantelez. 23 N’en em lousafont ken dre ho idolou, na dre ho euzusted, na dre ho fec’hejou holl ; me a gerc’ho anezhei euz an holl lec’hiou ma emaint hag al lec’h ma ho deuz pec’het ; purifia a rin anezhei, va fobl e vefont, ha me a vezo ho Doue. 24 David va zervicher a reno varnezhei ; beza ho devezo holl eur pastor hepken ; bale a rafont em urzou, ha miret a refont va lezennou evit ho fratika. 25 Choum a rafont er vro em euz roet da Jakob, va zervicher, el lec’h ma eo choumet ho tadou ; choum a rafont eno, int, ho bugale ha bugale ho bugale, da viken, ha David, va zervicher, a vezo ho frins da viken. 26 Ober a rin ganthei eur gonvenans a beoc’h, hag e vezo ganthei eur gonvenans peur-baduz ; lakaat a rin anezhei hag e niverin anezhei ; lakaat a rin va santuar en ho c’hreiz evit biken. 27 Va choumaj a vezo en ho c’hreiz ; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl. 28 Hag ar broadou a wezo penaoz oun an Aotrou, pehini a santela Israel, pa vezo va santuar en ho c’hreiz evit biken.


38 GIR an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma :

2 Mab an den, tro da fas entrezek Gog, en bro Magog,
Entrezek prins Rosh, euz Meshek hag euz Tubal,
Ha profetiz a enep dezhan ;
3 Ha lavar : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, drouk em euz ouzit, Gog,
Prins Rosh, euz Meshek hag euz Tubal ;
4 Da skleja a rin, hag e lakain eur blouk euz da janvedou,
Ha me a lakao ac’hanout da zont er meaz gant da holl arme,
Gant ar c’hezek hag ar varc’herien,
Holl gwisket mad,
Niver bras armet a skoejou hag a zirennou,
Hag holl o vaniel ar c’hleze.
5 Re ar Pers, an Ethiopi, hag ar Put a zo ganthei,
O tougen holl bouklou ha tokou ;
6 Gomer hag he holl dropellou,
Ti Togarma
En penn an hanter-noz,
Gant he holl dropellou,
Poblou niveruz pere a heul ac’hanout.
7 Bez prest, en em gempenn,
Te hag an holl vanden a zo ganez :
Bez ho mestr.

754