Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/756

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 34.

c’hleze, hag e roin d’al loened ar re a zo er parkeier evit ma tevorfont anezhei, ha re ar c’hrenvou hag ar c’havarniou a varvo gant ar vosen. 28 Lakast a rin ar vro en glac’har hag en distro, ourgouil he nerz a vezo parkos diskaret ; meneziou Israel a vezo glac’haret, kement ken den ne dremeno ken drezhei. 29 Hag e wefont penaoz oun an Aotrou, pa lakain ar vro en glac’har hag en distro, abalamour d’an holl draou euzus ho deuz groet.

30 Ha te, mab an den, bugale da bobl en em guzul divar da benn, tost da vogeriou ha da zoriou an tiez. Komz a reont, pep hini gant he vreur, hag e leveront : Deomp da zelaou pehini eo ar gomz a zo deuet a beurz an Aotrou ! 31 Hag e teuont d’az kaout en banden vras ; va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzou, mes ne lekeont ket anezhei en pratik. Ober a reont outhei en ho genou eun dra a oaperez, hag ho c’haloun en em ro d’an avaristed. 32 Setu, out evithei eur veulodi gaer, eur c’haner kaer meurbed ; selaou a reont da gomzou, mes ne lekeont ket anezhei en pratik. 33 Mes pa eruo an traou ma, ha setu e c’heruont, int a vezo e oa eur profed en ho zouez.


34 GIR an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma : 2 Mab an den, profetiz a enep pastored Israel ; profetiz ha lavar dezhei, d’ar bastored : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Gwal-eur da bastored Israel, pere ne vesaent nemerthei ho unan ! N’eo ket an tro pel a dle ar bastored mesa ? 3 C’hwi a zebre al lard, hag en em wiskac’h gant ar gloan ; c’hwi a laze ar pez a oa dru, c’hwi na veseac’h ket an tropel ! 4 N’hoc’h euz ket nerzet ar re dinerz, n’hoc’h euz ket iac’heet ar re glanv, n’hoc’h euz ket paket ar re vleset ; n’hoc’h euz ket kerc’het ar re dianket, ha n’hoc’h euz ket klasket ar re gollet ; mes mestroniet hoc’h euz anezhei dre galedian ha rustler. 5 Dre vank a bastored, int en em sklabezet ; lakeat int bet da zont da breiz da holl loened ar parkeier ; en en sklabezet int. Va denved a zo reduz var an holl veneziou ha var an holl grec’hiennou ; 6 va denved a zo sklabezet var holl fas an douar ; den ne ra van a ze, den n’en em nec’h a gement ze.

7 Dre ze, pastored, selaouet gir an Aotrou : 8 Me a zo beo ! a lavar an Aotrou, an Aotrou, dre ma eo livret va denved d’ar pillacb, abalamour, dre vank a bastored, int bet lakeat da zont da breiz da loened ar parkeier, eo n’ho deuz kemeret ar bastored soursi ebet euz va denved, mes en em beure ho unan el lec’h lakaat va denved da beuri ; 9 abalamour da ze, pastored, selaouet gir an Aotrou : 10 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Setu, em euz drouk euz ar bastored ze, hap ec’h adgoulennin va denved euz ho daouarn ; ne lezin ken anezhei da vesa va denved, ha ne beurfont ken ho unan ; mes delivra a rin va denved euz ho genou, evit ma ne zervichfont ken da beuri dezhei. 11 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Setu, me a c’houlenno va denved, hag e rin adgvel dezhei. 12 Evel ma c’hevesa eun evesaer he zenved, pa ema en kreiz he zenved sklabezet, evel se e rin an adgwel euz va denved : dastum a rin anezhei euz an holl lec’hiou ma vefont bet sklabezet, en deiziou ar c’houmoul hag an devalijen. 13 Me a denno snezhei euz a greiz meur a boblou, me ho dastumo euz a veur a vro, ho digas a rin d’ho bro, hag e lakain anezhei da beuri var meneziou Israel er zaniou hag en holl lec’hiou choumuz ar vro. 14 Me a lakao anezhei da beuri en peuri mad, hag ho fark a vezo en meneziou huel Israel ; diskwiza a rafont en eur park mad, hag e peurfont en peuriou druz var ar meneziou Israel. 15 Rag me va unan a vesao va denved hag a lakao anezhei da ziskwiza, a lavar an Aotrou, an Aotrou. 16 Klask a rin an hini a oa kollet, kerc’het a rin an dianket, soania a rin ar vrondued ha nerza s rin an hini klanv ; mes distruja a rin ar re lard ha nerzus ; rag mesa a rin anezhei gant reizded.

17 Ha c’hwi, va denved, evelhen a lavar an Aotrou, an Aotrou : Setu, e fell d’in barna entre danved ha danved, entre maouted ha bouc’hed. 18 Ha re nebeut eo evidoc’h peuri en eur peuri mad, ma waskfac’h gant ho treid an nemorant euz ho peuri ; eva doureier kaer, ma tevaleet gant ho treid ar pez a van ? 19 Ha va denved a dle peuri ar pez a vac’h ho treid, hag ar pez a wasket gant ho treid.

20 Dre ze, an Aotrou, an Aotrou Hen deuz lavaret evelhen : Setu, e fell d’in va unan barna entre an danved lard hag an hini treud.

750