deiz euz ar c’henta mis, gir an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma :
21 Mab an den, bruzunet em euz brec’h Faraon, roue an Ejipt ;
Ha setu, n’eo ket bet soaniet evit he gwellaat,
N’eo ket bet paket
Evit he eren hag he starda,
Evit ma helje finval ar c’hleze.
22 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, drouk em euz euz Faraon, roue an Ejipt,
Ha terri a rin dezhan he ziouvrec’h,
Kenkoulz an hini a zo iac’h evel an hini a zo torret.
Ha lakaat a rin ar c’hleze da goueza euz he zorn.
23 Sklabeza a rin an Ejiptsianed en touez ar broadou,
Hag ho skulin er vro.
24 Nerza a rin brechou roue Babilon,
Hag e lakain va c’hleze en he zorn,
Mes terri a rin brec’h Faraon,
Hag e losko kriadennou dirazhan evel eun den gouliet d’ar maro.
25 Nerza a rin divrec’h roue Babilon,
Mes diouvrec’h Faraon a gouezo ;
Hag int a wezo penaoz oun an Aotrou,.
Pa lakain va c’hleze en dorn roue Babilon,
Ha ma c’hastenno anezhan var bro an Ejipt.
26 Ha me a sklabezo an Ejiptsianed entouez ar broadou ;
Me a sklabezo anezhei er broiou,
Hag int a wezo penaoz oun an Aotrou.
31 AN unnekved bloaz, ar c’henta deiz euz an drived mis, gir an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma :
2 Mab an den, lavar da Faraon, roue, an Ejipt, ha d’he vanden :
Euz piou out henvel ez braster ?
3 Setu, an Assiri a oa eur wezen sedr euz al Liban
Gant brankou kaer,
Deliou stank, huel a vent
Hag o sevel he beg bete ar goabrennou.
4 An doureier ho doa he lekeat da greski,
An dounder he doa he lekeat da biniat gwal huel,
O lakaat he rivierou da redek en dro d’al lec’h ma oa plantet,
Hag ho kas he waziou da holl wez ar parkeier.
5 Dre ze, he huelder a dremene holl gwez ar parkeier ;
He vrankou ho doa kresket, hag he bodou en em astenne,
Abalamour da founusder an douriou pere he lakae da greski.
6 Holl lapoused an envou a nezie en he brankou,
Hag holl loened ar parkeier a rea ho re vihan dindan he bodou,
Ha broadou niveruz a choume dindan he skeud.
7 Kaer e oa en he braster ha dre astennedigez he brankou ;
Rag he griziou a blonje en doureier doun.
8 Gwez sedr jardin Doue ne lame diganthan netra eus he gaerder ;
Ar gouez sipre ne egale ket he brankou,
Hag ar gwez platan ne oant ket henvel en he brankou ;
Gwezen ebet eus jardin Doue ne oe henvel outhi en he c’haerded.
9 He lakeat em boa anezhi kaer dre an niver euz he brankou,
Hag holl gwez Eden, pere a oa en jardin Doue, ho doa avi outhi.
10 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Abalamour ma eo savet en huelded,
Ma hen deuz groet eur penn stank,
Ha ma eo en em ourgouillet euz he vraster,
11 Em euz lekeat anezhan entre daouarn ar galloudek euz ar broadou,
Pehini a raio dezhei evel ma eo dleet : Kaset em euz anezhan kwit abalamour d’ho dorfedou.
12 Diavezidi, ar spontusa a douez ar broadou, ho deus troc’het anezhan hag he daolet kwit ;
He vrankou a zo kouezet var ar meneziou hag en holl draouniennou,
Hag he vodou a zo torret en holl zaoniou ar vro,
Hag holl boblou an douar a zo en em dennet euz a zindan he skeud hag ho deuz dilezet anezhan.
13 Holl evned an envou en em dalc’h var he zistruj,
Hag holl loened ar parkeier ho deuz groet ho zoul euz he vodou,
14 Abalamour da wezen doureet ebet na virje ken he huelded,
Ha ne gasche ken he benn stank,
Abalamour ne virje ken ar re a zo doureet a zour ho huelded ;
Rag holl int livret d’ar maro en dounderiou an douar,
Entouez bugale an dud,
Gant ar re a zisken er poull.