Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/748

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 26.

13 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Asten a ran va dorn var Edom ;
Lakaat a ran tud ha loened d’ar maro ;
He lakaat a ran en distro ; euz Theman da Zedan,
E kwefont dre ar c’hleze.
14 Ober a rin ma vanjans var Edom
Dre zorn va fobl Israel,
Hag he tretfont Edom hervez va c’holer hag hervez va fulor ;
Anaout a refont eo ma vanjans,
A lavar an Aotrou, an Aotrou.
15 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Abalamour ma ho deuz ar Filistined groet dre vanjans,
Ha ma int en em vanjet didruez gant disprij, hervez ho c’hoant,
Bete distruja holl en eur gasouni peur-baduz,
16 Abalamour da ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, ec’h astennan va dorn var ar Filistined.
Hag e tistrujan ar Geretied,
Hag e lakean d’ar maro ar re a choum var vord ar mor.
17 Ober a rin vanjansou bras varnezhei
Dre gastiou leun a fulor,
Hag e wifont oun an Aotrou,
Pa rin a enep dezhei ma vanjans.


26 HAG, an unnekved bloaz, d’ar c’henta deiz euz ar mis, gir an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma :

2 Mab an den, abalamour ma hen deuz lavaret Tir euz a Jeruzalem : Ah ! ah !
Eo torret, dor ar boblou ;
Distrei a reer entrezek ennoun ;
Me en em leunio, distro eo ;
3 Abalamour da ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, drouk em euz ouzit, Tir,
Ha lakaat a rin meur a vroad da biniat a enep d’id,
Evel ma laka ar mor he goumou da biniat.
4 Distruja a rafont mogerou Tir
Ha dizober a rafont he zouriou.
Raska a rin ar boultren anezhei,
Hag e rin outhi eur roc’h noaz.
5 Beza e vezo var ar mor eul lec’h ma astenner ar rouejou ;
Rag komzet em euz, a lavar an Aotrou, an Aotrou ;
En pillach e vezo d’ar broadou.
6 Keariou he douar a vezo tremenet dre ar c’hleze,
Hag e wifont penaoz oun an Aotrou.

7 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Setu, me a ia da lakaat da zont euz bro an hanternoz Nebukadnetsar, roue Babilon, roue ar rouane, a enep Tir, gant kezek ha kirri, marc’herien, hag eun niver, hag eur bobl vras. 8 Tremen a raio dre laounien ar c’hleze keariou da zouar ; sevel a raio krenvou en da enep, hag ober a raio a enep d’id douarennou, hag e savo an diren en da enep. 9 Lakast a raio he ijinou a vrezel a enep da vogerou, hag e freuzo da douriou gant he morzolou. 10 Poultren he c’hezek a c’holoio ac’hanout, abalamour d’ho niver bras ; da vogerou a greno gant trouz da varc’herien, ar rodou hag ar c’hirri, pa ez aio dre da zoriou, evel ma ez eer en eur gear kentrec’het. 11 Mac’ha a raio da holl ruou gant treid he gezek ; tremen a raio da dud dre laounien ar c’hleze, ha tiez da ourgouil a vezo diskaret. 12 Goude e laerfont da binvidigezou, pilla da varc’hadourez, revina da vogerou ; dizober da diez a blijadur ha teurel kwit da vein, da goad ha da boultren en kreiz an doureier. 13 Ha me a lakao da baouez trouz da ganaouennou, ha ne vezo klevet ken soun da delennou ; 14 me a raio ouzit eur roc’h noaz, eul lec’h e vezi da asten ar rouedou ; ne vezi ken adsavet, rag Me, an Aotrou, em euz komzet, a lavar an Aotrou, an Aotrou.

15 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou, da Dir :

Gant trouz da lam.
Pa gri ar re skoet d’ar maro,
Ma en em ra ar garnach en da greiz,
An enezennou a gren.
16 Holl brinsed ar mor a zisken divar ho zrôn ;
Lemel a reont ho mantellou,
Diwiska a reont ho dillad brodet,
Hag en eur wiskont a spouron ; azeza a reont var an douar ;
En pep momant ar spount a grog ennhei ;
Skoet int a spouron abalamour d’id.
17 Diskleria a reont a vouez huel eur werz divar da benn, hag he lavaront d’id :
Penaoz ec’h euz-te periset,
Te pehini a boble ar re a genred ar mor,

740