Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/743

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 22.

vezo lec’h, nemert pa zeuo an hini da behini eo ar varnedigez, ha da behini e roin anezhan.

33 Ha te, mab an den, profetiz, ha lavar : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou, divarben bugale Ammon hag ho dismegans. Lavar : Ar c’hleze, ar c’hleze a zo tennet evit al lazerez ; floureet eo evit devori ha teurel luc’hed ! 34 En kreiz da welidigezou troumpluz ha da siniou gaouiat, teurel a raio ac’hanout var gorfou maro ar re drouk, a bere an deiz a zeu en amzer ma eo deuet ho drougiez da benn. 35 Adlaka da gleze er c’houin ! El lec’h ma out bet groet, en bro da c’hinivelez eo e varnin ac’hanout. 36 Hag e skulin varnout va erez ; tân va c’holer c’houeza a rin varnout, hag e livrin entre daouarn tud kriz, micherourien a zistruj. 37 Dont a ri da veza preiz an tân ; da oad a rulio en kreiz ar vro ha ne vezo ken sonj ac’hanout ; rag Me, an Aotrou, em euz komzet.


22 GIR an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma : 2 Ha te, mab an den, barn ; barn ar gear a oad, ha gra dezhi anaout he holl euzusted. 3 Lavar : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Kear pehini a skul ar goad en da greiz, abalamour d’az deiz d’en em gavet, ha pere a ra idolou evit beza souliet ganthei ! 4 Dre ar goad ec’h euz skuliet, out en em lekeat koupabl, ha dre an idolou ec’h euz groet, out en em zouliet. Diaraoget ec’h euz da zeiziou, hag out deuet da achu da vloaziou ; dre ze, me a ia da ober ouzit eun dra a zismegans evit ar broadou, hag a oaperez evit an holl broiou. 5 Ar re a zo tost hag ar re a zo pell a raio goab ouzit, pehini out souliet a vrud ha karget a drubul. 6 Setu, en da greiz prinsed Israel a zikour euz ho holl galloud skulia ar goad. 7 Ganez, e tisprijer tad ha mam ; ganez e reer violans en kenver an diaveziad ; ganez, e wasker ar minor hag an intanvez. 8 Disprija a rez va zraou zantel, ha profani a rez va deiziou sabbat. 9 Ganez, e zo drouklavarerien evit skulis ar goad ; ganez, e tebrer var ar meneziou ; ganez, e reer traou euzuz. 10 Ganez, e tizoloer noazded an tad ; ganez, e violer ar vreg en amzer he zoulierez. 11 Ganez, en em roer d’an euzusted gant greg an nesa, egile a souil he verc’h-kaer dre an avoultri, hag egile a ra violans d’he c’hoar, merc’h he dad. 12 Ganez, e kemerer profou evit skulia ar goad ; kemer a rez vad hag uzur, diwiska a rez da nesa dre violans, hag ec’h ankouezez ac’hanoun, a lavar an Aotrou, an Aotrou. 13 Setu, skei a ran gant va daouarn abalamour d’an traou ec’h euz groet hag ar goad ec’h euz skuliet en da greiz. 14 Da galoun ha derc’hel a raio mad, da zaouarn ha choum a rafont stard, en deiziou ma labourin en da enep ? Me, an Aotrou, em euz komzet, ha me a raio kement se.

15 Sklabeza a rin ac’hanout entouez ar broadou ; da sklabeza a rin en meur a vro, hag e lakain al lousdoni da vont kwit euz da greiz. 16 Neuze e vezi izeleet, dreizout da unan dirag daoulagad ar broadou, hag e wezi penaoz oun me an Aotrou.

17 Gir an Aotrou a oe diskleriet d’in er c’homzou ma : 18 Mab an den, ti Israel a zo deuet evel mekl evidoun me ; holl int arem, sten, houarn ha plom en eur fornigel ; mekl arc’hant int. 19 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Abalamour ma hoc’h deuet holl henvel euz mekl, setu me a zastumo ac’hanoc’h en kreiz Jerusalem. 20 Evel ma tastumer er fornigel an arc’hant, an arem, an houarn ar plom hag ar sten, ha ma c’houezer ennhei an tân araog ho zeui, evel se me a zastumo ac’hanoc’h em c’holer hag em fulor, hag e lakain ac’hanoc’h er fornigel d’ho teuzi. 21 Dastum a rin ac’hanoc’h, c’houeza a rin a enep deoc’h tân va c’holer, hag e vefet teuzet en kreiz Jerusalem. 22 Evel ma teuz an arc’hant en eur fornigel, evel se e vefet teuzet en he c’hreiz, ha c’hwi a anavezo penaoz Me, an Aotrou, em euz skuliet varnoc’h va fulor.

23 Gir an Aotrou a oe c’hoaz diskleriet d’in er c’homzou ma : 24 Mab an den, lavar da Jerusalem : Te a zo eun douar pehini n’eo ket bet purifiet, ha pehini n’eo ket doureet a c’hlao en deiz ar goler. 25 He frofeded a ra dirolded en he c’hreiz ; henvel euz al leon iuduz pehini a zifram he voued, he tevor an ineou, kemer a ra ar pinvidigezou hag an traou prisiuz, hag e kresk an intanvezed en he c’hreiz. 26 He sakrifierien a viol va lezen hag a brofan va zraou santel ; ne zishenvellont ket entre ar pez a zo santel hag ar pez a zo profan ; ne roont ket da anaout an dizhenvelded a zo entre ar pez a zo zouliet hag ar puz a zo pur ; serri a reont ho daoulagad var va deiziou sabbat, hag oun

735