Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/733

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 14.

15 Leunia a rin evel se va c’holer a enep ar voger,
Hag a enep ar re ho devezo he c’holoet a rabri,
Ha me a lavaro deoc’h : Ar voger n’ema ken,
Groet eo euz ar re ho doa he c’holoet a rabri,
16 A brofeded Israel, pere a brofetiz var Jerusalem,
Ha pere ho deuz evithi gweledigezou a beoc’h,
Pa n’hen deuz ket a beoc’h,
A lavar an Aotrou, Aotrou.
17 Ha te, mab an den, tro da fas euz merc’hed da bobl.
Pere a brofetiz hervez ho c’haloun ho unan,
Ha profetiz a enep dezhei.
18 Ha lavar : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou
Gwal-eur d’ar re a ra plueier evit holl juntrou an daouarn,
Ha pere a ra gwelio evit pennou an dud a bep vent,
Abalamour da droumpla an ineou.
Trompla a refet ineou va fobl,
Hag e virfac’h hoc’h ineou !
19 Va disenori a ret en kichen va fobl,
Evit eun nebeut dornadou heiz hag eun tam bara benag,
O lakaat da vervel ineou pere ne dleont ket mervel
Hag o lezel da vervel reou pere a gle mervel,
O trompla evel se va fobl pehini a zelaou ar gaou.
20 Dre ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou :
Setu, em euz drouk euz ho pluegou,
Dre bere e kemeret an ineou evel evned,
Ha me a denno anezhei euz ho tivrec’h,
Hag e telivrin an ineou a gemerfet er pech evel evned.
21 Tenna a rin ive kwit ho kweliou,
Delivra a rin va fobl ouz ho taouarn,
Ha ne vefont ken evel eur preiz entre ho taouarn,
Hag ec’h anavefet penaoz oun an Aotrou.
22 Abalamour ma c’hlac’haret gant ho kevier kaloun ar just,
Pehini n’em euz ket tristeet,
Ha ma kennerzfet daouarn an hini fall,
Evit na zistroio ket euz he drein fall abalamour da gaout ar vuez,
23 N’ho pezo ken a weledigezou trompluz,
Ha na zisklerifet ken a lavarou ;
Delivra a rin va fobl euz ho taouarn,
Hag ec’h anavefet penaoz oun an Aotrou.


14 HAG hiniennou euz a re ansien Israel a zeuaz d’am c’haout, hag a azezaz dirazoun. 2 Ha gir an Aotrou a oa diskleriet d’in er c’homzou ma ;

3 Mab an den, an dud ze a zoug ho idolou en ho c’haloun ; hag ar mean a gwezidigez pehini hen deuz ho lakeat da gweza en drougiez, e lekeont ho zell varnezhan. Hag en em lezel a rafen da veza kuzuliet ganthei ? 4 Dre ze komz dezhei ha lavar dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Pep den a di Israel hag a zoug he idolou en he galoun, hag a stag he zellou eux ar mean a gwezidigez pehini hen deuz he lakeat da goueza en drougiez, mar deu da gaout eur profed, Me an Aotrou, Me a respounto dezhan er gwel euz he idolou niveruz, 5 abalamour da dapout en ho c’haloun ho unan ar re euz a di Israel, pere a zo pelleet ouzin gant ho holl idolou. 6 Dre ze lavar da di Israel : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, an Aotrou : Distroet, distroet euz hoc’h idolou, distroet ho sellou euz ho c’holl euzusted. 7 Rag piou benag euz a di Israel pe euz an diavezidi pere a choum en Israel, a bellaio ouzin, a lakao he idolou en he galoun hag a stago he zellou var ar mean a gwezidigez pehini hen devezo he lekeat da gweza en drougiez, mar deu da gaout eur profed evit va c’huzuli drezhan, Me an Aotrou, Me a respounto dezhan va unan : 8 Trei a rin va fas a enep an den ze, evit ma servicho da ali, ha ma tremeno en lavar ; hag e lamin anezhan kwit a douez va fobl. Ha c’hwi a wezo penaoz eo me an Aotrou.

9 Ha mar en em lez ar profed da vont da lavaret eur gir benag, me eo, an Aotrou, pehini Hen devezo stlejet ar profed ze ; asten a rin va dorn a enep dezhan, hag e lamin anezhan a douez va fobl Israel. 10 Hag e tougfont ar boan euz ho drougiez ; evel poan an hini a guzul, evel se vezo poan ar profed, 11 evit ma n’em bellao ken ti Israel ouzin, ha ma n’en em soulfont ket dre ho holl

725