Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/699

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 41.

2 Chef ar gwarded a gemeraz eta Jeremi, hag a lavaraz dezhan : An Aotrou da Zoue Hen deuz diskleriet an drouk ma a enep al lec’h ma ; 3 hag an Aotrou Hen deuz lekeat anezhan da zont, hag Hen deuz groet evel ma Hen doa lavaret, abalamour ma hoc’h euz pec’het a enep an Aotrou, ha ma n’hoc’h euz ket selaouet he vouez : dre ze eo eruet kement ma ganeoc’h. 4 Ha brema setu, me a zelivr ac’hanout hirie euz ar chadennou a zo euz da zaouarn. Mar fell d’id dont ganen me da Vabilon, deuz, ha me em bezo soan ouzit. Mes ma ne blij ket d’id dont ganen me da Vabilon, ne ra ket ; sell, ar vro holl a zo evidout ; kea el lec’h ma kavo d’id e vezo mad ha deread mont. 5 Hag evel na zistroe ket, e lavaraz dezhan : Distro eta da gaout Guedalia, mab Akikam, mab Shafan pehini hen deuz roue Babilon lakeat var geariou Juda, ha choum ganthan entouez ar bobl ; pe kea dre holl el lec’h ma fello d’id mont. Goude chef ar gwarded a roaz dezhan bevans ha profou, hag e gasaz kwit. 6 Jeremi a ieaz eta da gaout Guedalia mab Akikam, da Vitspa, hag choumaz ganthan entouez ar bobl pehini a oa lezet a zemorant er vro.

7 Hag holl chefou an dud a vrezel pere a oa er meaz, int hag ho zud, a anavezaz hen doa roue Babilon lakeat Guedalia, mab Akikam, gouarner er vro, ha penaoz e oa fiziet ennhan ar wersed, ar gragez hag ar vugale, a douez ar re baoura er vro, euz ar re ne oant ket bet dizouget da Vabilon. 8 Neuze e teujont da gaout Guedalia, da Vitspa, da c’houzout eo : Ismael, mab Nethania, Jokanan ha Jonathan, mab Kareak ha Seraja, mab Thanhumeth, ha mibien Efai, euz Netofa, ha Jeziana, mab Maakathit, int hag o zud. 9 Ha Guedalia, mab Akikam, mab Shafan, a douaz, dezhei ha d’o zud, o lavarout : N’ho pezet ket a aoun o servichi ar Galdeed ; choumet er vro, ha servichet roue Babilon ; ha c’hwi en em gavo mad a gement se. 10 Hag evidoun me, setu, e chouman en Mitspa, evit beza en urzou ar Galdeed pere a zeuo d’hon c’haout. Mes c’hwi, dastumet ar gwin, ar frouez hanv hag an eol, lekeet anezhei en ho pezelou, ha choumet er c’heariou ma ez oc’h.

11 An holl Judevien ive pere a oa er bro Moab, en ti vugale Ammon hag en Idume, hag en holl vroiou ze, o veza anavezet hen doa roue Babilon lezet eun nemorant en Juda, ha ma hen doa roet evit gouarner Guedalia, mab Akikam, mab Shafan, dezhei, 12 an holl Judevien ze a zistroaz euz an an holl lec’hiou ma oant bet kaset, hag en em rentaz en bro Juda, da gaout Guedalia, da Vitspa ; hag e tastumjont gwin ha frouez hanv en founnusted vras.

13 Mes Jonakan, mab Kareak, hag holl chefou ar bandennou pere a oa er meaz, a zeuaz da gaout Guedasias, da Vitspa, 14 hag a leverjont dezhan : Anaout a rez-te penaoz Baaliz, roue bugale Ammon, hen deuz kaset Ismael, mab Nethania, evit lemet da vuez diganez ? Mes Guedalia, mab Akikam, ne gredaz ket anezhei. 15 Neuze Jonakan, mab Kareaka lavaraz en kuz da C’hedalia, en Mitspa ; Lez ac’hanoun da vont da skei Ismael, mab Nethania, hep ma wio den. Perag e lamfe da vuez diganez ? Perag an holl Judevien pere a zo deuet d’az kaout a vefe sklabezet, hag a vefe lakeat d’ar maro an nemorant euz Juda ? 16 Mes Guedalia, mab Akikam, a respountaz da Jokanan, mab Kareak : Ne ra ket ze, rag ar pez a leverez euz a Ismael a zo faoz.


41 Ha d'ar seizved mis, Ismael, mab Nethania, mab Elishama, euz a lignez ar roue, ha dek goaz ganthan, a zeuaz da gaout Guedalia, mab Akikam, da Vitspa ; hag e tebrchont asamblez en Mitspa. 2 Hag Ismael, mab Nethania, a savaz, kenkoulz hag an dek den pere a oa ganthan, hag e skojont gant ar c’hleze Guedalia, mab Akikam, mab Shafan. Lakaat a reaz evel se d’ar maro an hini hen doa roue Babilon lakeat var ar vro. 3 Ismael a lazaz an holl Judevien a oa gant Guedalia en Mitspa, hag ar Galdeed, tud a vrezel, pere en em gave eno.

4 Ha c’hoarvezout a reaz, an deiz goude ma oe lekeat Guedalia d’ar maro, araog ma wie den, penaoz e teuaz tud euz Sichem, euz Silo hag euz Samari, vardro pevar-ugent, touzet ho baro hag ho dillad roget, euz en em droc’ha hag o terc’hel en ho daouarn profou hag ezans, evit ho c’has da di an Aotrou. 6 Neuze Ismael, mab Nethania, a zeuaz euz Mitspa araog dezhei. Bale a rea en eur wela ; ha pa hen doe kavet anezhei, e lavaraz dezhei : Deuet entrezek Guedalia, mab Akikam. 7 Hag evel ma c’heruent en kreiz kear, Is-

691