Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/668

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 14.

9 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Evelhen eo e wasain ourgouil Juda,
Ourgouil vras Jerusalem.
10 Ar bobl a re drouk ma, pehini na fell ket dezhan selaou va c’homzou,
Ha pehini a vale hervez kaleder he galoun,
Hag a ia varlerc’h doueou all
Evit servichi anezhei hag evit en em stoui dirazhei,
A vezo evel eur c’houriz
Pehini n’eo ken mad da netra.
11 Rag evel ma stager ar c’houriz euz kroazellou eun den,
Evel se em boa staget ouzin hol di Israel
Hag holl di Juda, a lavar an Aotrou,
Evit ma vijent va fobl,
Va brud, va meulodi ha va gloar :
Mes n’ho deuz ket va zelaouet.
12 Lavaret eta a ri dezhei ar gomz ma :
Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel :
Pep besel a win en em leun a win.
Hag int a lavaro d’id : Na ouzomp-ni ket
Penaoz pep besel a win en em leun a win ?
13 Mes te a lavaro dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu, ez an da leunia a vezventi, holl dud ar vro ma ;
Ar rouane a zo azezet var drôn David,
Ar sakrifierien, ar brofeded, hag holl dud Jerusalem.
14 Hag e vruzunin anezhei an eil a enep d’egile,
An tadou hag ar mibien a unvan a lavar an Aotrou ;
Ne espernin ket ; n’em bezo na truez, na trugarez ;
Netra ne harzo ac’hanoun da zistruja anezhei.
15 Selaouet ha prestet ar skouarn ;
N’en em savet ket, rag an Aotrou Hen deuz komzet.
16 Roet gloar d’an Aotrou, ho Toue,
Araog ma lakao an devalijen da zont,
Araog ma stoko ho treid er meneziou teval ;
Gortoz a refeet ar goulou,
Hag e troio anezhi en skeud ar maro ;
He c’has a raio en eun devalijen doun.
17 Ma ne zelaouet ket kement ma,
Va ine a welo en kuz abalamour d’ho c’hourgouil ;
Va lagad a welo, en em deuzi a raio en daerou,
Abalamour ma vezo kaset banden an Aotrou en esklavach.
18 Lavar d’ar roue ha da rouanez :
Azezet izel meurbed !
Rag kurunen ho kloar
A zo kouezet divar ho penn !
19 Keariou ar c’hreizteiz a zo zerret,
N’euz den hag a zigorfe anezhei ;
Juda holl a zo dizouget,
Dizouget eo holl.
20 Sav da zaoulagad ! Sell
Euz ar re a zeu euz an Hanter-noz.
Pelec’h ema an tropel a zo roet d’id,
Pelec’h ema an denved a rea da c’hloar ?
21 Petra a lavari-te euz ma kastiz ac’hanout ?
Te da unan eo ec’h euz diskouezet dezhei ren en mestrou varnout,
Ar poaniou ha ne grokfont int ket ennout.
Evel eur vreg pehini a willout ?
22 Ha ma leverez en da galoun :
Perag en em gav ze ganen ?
Eo abalamour da vraster da zrougiez,
Ma eo plegou da zillad adsavet,
Ha da zeuliou treitouret.
23 Eur môr ha trei a rafe he groc’hen.
Pe eul leopard he darchou ?
Neuze ive helfac’h ober ar mad,
C’hwi pere a zo disket da ober drouk.—
24 Me a sklabezo anezhei evel soul dizouget
Dre avel an distro.
25 Evel ze eo da zort, al loden a vuzuran d’id,
A lavar an Aotrou,
A balamour ma ec’h euz ankouezet ac’hanoun,
Ha lakeat da fizians er gaou.
26 Me eta ive a zavo da blegou var da visach,
Ha da vez en em diskouezo.
27 Da avoultriezou ha da c’hourinadegou,
Brasted da c’hadelezou var ar c’hrec’hiennou ha var ar meaz,
Da euzusted, ho gwelet em euz.
Gwal-eur d’id, Jerusalem !
Pegeit c’hoaz e vezi-te dibur ?

14 GIR an Aotrou, pehini a oa diskleriet da Jeremi, divarben ar sec’hour :

660