Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/645

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 60.

Gortoz a reomp ar varnedigez, ha n’euz ket ;
Ar zilvidigez, hag ema pell ouzomp !
12 Rag hon droukiou a zo niveruz dirazout,
Hag hon fec’hejou a desteni a enep deomp.
Rag hon fec’hejou a zo ganeomp,
Hag e c’hanaveomp hon droukiou ;
13 Pec’hi ha gaouiadi a enep an Aotrou,
Ha distrei euz hon Doue ;
Komz a waskerez hag a zizurz,
Konsev ha medita er galoun komzou a c’hevier.
14 Evel se ar varnedigez a zo eet adren,
Hag ar reizded a zo en em belleet ;
Rag ar wirionez a gouez var ar blasen publik,
Hag ar reizded ne hell ket mont ennhi.
15 Hag ar wirionez a vank,
Ha piou benag en em denn euz an drouk a zo diwisket.
An Aotrou Hen deuz gwele anezhan, ha kement se hen deuz displijet dezhan,
Ma n’hen deuz ket a reizded.
16 Gwelet Hen deuz n’euz ket den ;
Souezet eo n’euz den da erbedi,
Mes he vrec’h hen deuz he zelivret,
Hag he reizded hen deuz skoazellet anezhan.
17 En em wisket eo a reizded, evel euz a eun diren
Hag hen deuz lakeat tok ar zilvidigez var he benn ;
En em wisket eo euz ar vanjans evel euz a eur vantel,
Hag en em c’holoet eo a jalousi evel eur vantel.
18 Ar re ze eo an oberiou, ar re ze he c’hobr :
Rei a raio ar fulor d’he enebourien ; ar gobr d’he stourmerien ;
Rei a raio ar gobr d’an enezennou
19 Douj a refer hano an Aotrou adaleg ar c’husheol,
Hag he c’hloar adaleg ar savheol,
Pa zeuo an enebour evel eur rivier,
Spered an Aotrou a savo ar bannier a enep dezhan.
20 Ar Redemptor a zeuo evit Sion,
Evit re Jakob pere en em distroio euz ho fec’hed,
A lavar an Aotrou.
21 Hag evidoun me, setu va c’honvenans ganthei,
Hen deuz lavaret an Aotrou :
Va Spered pehini a zo varnout,
Ha va c’homzou pere em euz lekeat ez kenou,
N’ez afont ket kwit euz da c’henou, nag euz genou da lignez,
Nag euz genou lignez da lignez,
Hen deuz lavaret an Aotrou, adaleg brema ha da viken !

60 Sav-te, bez sklerijennet ! Rag da sklerijen a zo deuet,
Ha gloar an Aotrou a zo savet varnout !
2 Rag setu ama, an devalijen a c’holoio an douar,
Hag an amc’houlou a c’holoio ar boblou ;
Mes varnout te en em savo an Aotrou,
Ha varnout te en em diskouezo he c’hloar.
3 Hag ar boblou a valeo euz da sklerijen,
Hag ar rouane euz goulou da skeudou.
4 Taol an daoulagad en dro d’id ha zell ;
Ar re ma holl en em dastum, dont a reont d’az kaout :
Da vibien a zeu euz a bell,
Ha da verc’hed a zo douget var an divrec’h.
5 Neuze he weli anezhan, hag e lugerni a joa,
Da galoun a drido hag en em laouenao ;
Rag founusded ar mor a droio entrezek ennout,
Ha galloud ar broadou a zeuo d’az ti.
6 Eun niver a chamoed a c’holoio da vro,
Dremedariou Madian hag Efa ;
Holl e teufont euz Sheba ;
Digas a rafont aour hag ezans,
Hag ec’h embanfont meulodiou an Aotrou.
7 Holl denved Kedar a vezo dastumet entrezeg ennout
Maouted Nebajoth a vezo ez servich ;
Piniet a refont en kinnig deread var va aoter,
Hag e rentin manifik ti va gloar.
8 Piou eo ar re ze, a nij evel koumoul
Evel dubeed entrezeg ar c’houldriou ?
9 Rag an enezennou en em c’hortozo dezhan,
Ha listri Tarsis, ar re genta,
Evit digas a bell da bugale,
Gant ho arc’hant hag ho aour,

637