Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/625

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 40.

befe ket diskouezet dezhei. 5 Neuze Ezai a lavaraz da Ezekiaz : Selaou gir Aotrou an armeou : 6 Setu, an deiziou a zeu en pere kement a zo en da di, hag ar pez ho deuz da dadou dastumet en ho zenzoriou bete hirie, a vezo dizouget da Vabilon. Na choumo netra a zemorant, eme an Aotrou. 7 Kemer a refer zoken da vibien, pere a vezo deuet ac’hanout hag az pezo groet, evit beza eunuked en palez roue Babilon. 8 Hag Ezekiaz a respountaz da Ezai : Gir an Aotrou ec’h euz diskleriet a zo mad. Hag e lavaraz : Da nebeuta e veo peoc’h ha zurded enpad va deiziou.


40 DIC’HLAC’HARET, dic’hlac’haret va fobl,
A lavar ho Toue.
2 Komzet da Jerusalem hervez he c’haloun, ha kriet dezhi
Eo deuet he amzer a vrezel,
Penaoz eo pardounet he drougiez ;
He deuz bet en doubl euz dorn an Aotrou,
Poan he fec’hejou.
3 Eur vouez a gri :
Kempennet en distro hent an Aotrou
Fichet er zioulded
Eur wenojen d’hon Doue !
4 Pep traounien a vezo leuniet,
Pep menez ha pep krec’hien a vezo izeleet ;
Al lec’hiou krec’hiennek a zeuo eur blenen,
Hag al lec’hiou tosennek eun draounien.
5 Neuze gloar an Aotrou a vezo diskleriet,
Ha pep kig er memeuz amzer a welo anezhan ;
Rag genou an Aotrou hen deuz komzet.
6 Eur vouez a lavar : Kri.
Hag e oe respountet : Petra a griin ?
Pep kig a zo evel ar ieot,
Hag he holl gaerder evel bleuen ar parkeier.
7 Ar ieoten a zec’h, ar vleuen a gwez,
Pa dremen c’houezaden an Aotrou varnezhi.
En gwirione ar bobl a zo evel ar ieoten.
8 Ar ieoten a sec’h, ar vleuen a gwez,
Mes gir hon Doue a bad da virviken !
9 Pin var eur menez huel,
Sion, pehini a ziskleri kelou mad !
Sav da vouez gant nerz,
Jerusalem, pehini a ziskleri kelou mad !
Sav da vouez, na souj ket ;
Lavar da geariou Juda : Setu, ho Toue !
10 Setu, an Aotrou, an Aotrou, a zeu gant galloud ;
Ren a ra dre nerz he vrec’h ;
Setu, he c’hobr a zeu ganthan,
Hag he bae dirazhan.
11 Peuri a raio he zenved evel eur meseer ;
Dastum a raio he oaned entre he ziouvrec’h,
Hag e tougo anezhei en he vruched ;
Ren a raio ar re a zen.
12 Piou hen deuz muzuret an doureier gant pal he zorn,
Ha piou hen deuz kemeret gant pal he zorn lec’hed an envou ?
Piou hen deuz dastumet en eur boezel poultren an douar ?
Piou hen deuz poezet er c’hroched ar meneziou,
Hag ar c’hrec’hiennou er valans ?
13 Piou hen deuz muzuret Spered an Aotrou,
Pe biou eo bet he guzulier evit he gelen ?
14 Digant piou hen deuz hen kemeret kuzul ?
Piou hen deuz roet dezhan skiant,
Hag hen deuz kelennet dezhan hent ar justis ?
Piou hen deuz kelennet dezhan ar skiant,
Ha roet da anaout dezhan hent ar furnez ?
15 Setu, ar broadou a zo evel eun daken dour pehini a gouez euz a eur zail,
Pe evel poultren eur valans ;
Setu, an enezennou a zo evel eur boultren pehini a nij.
16 Al Liban na vefe ket awalc’h evit an tân,
Hag he loened na vefont ket awalc’h evit ar sakrifis-losk.
17 An holl vroadou a zo dirazhan evel eun netra.
N’emaint dirag he zaoulagad nemert netra ha moged.
18 Euz piou eta e c’henvelfemp-ni Doue.
Ha dre bez imach hen diskwezfeac’h-hu anezhan ?
19 An oberour a deuz eun idol,
Hag an orfedour a asten an aour dreisthan,
Hag a ra dezhan chadennou arc’hant.

617