da zaoulagad ha sell ! Selaou holl giriou Sankerib, pere hen deuz digaset d’in evit dismegansi an Doue beo ! 18 Gwir eo, ô Aotrou, penaoz rouane an Assiri ho deuz distrujet an holl vroiou hag ho bro ho unan ha ma ho deuz taolet an doueou en tân ; 19 rag ne oant ket doueou, mes labour douarn an den, koad ha mein ; dre ze ho deuz ho distrujet. 20 Brema eta, o Aotrou hon Doue, delivr ac’hanomp euz he zorn, ha ma wezo holl rouantelezou an douar penaoz out an Aotrou hepken !
21 Neuze Ezai mab Amots, a gasaz da lavaret da Ezekiaz : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou, Doue Israel : Klevet em euz ar beden ec’h euz groet d’in divarben Sankerib roue Assiri. 22 Ama ema ar gomz Hen deuz an Aotrou diskleriet a enep dezhan :
Disprija a ra ac’hanout, c’hoarzin a ra ouzit.
Ar werc’hez, merc’h Sion,
Hija a ra he fenn var da lerc’h,
Merc’h Jerusalem.
23 Piou ec’h euz-te dismeganset ha goapeet,
Hag a enep piou ec’h euz-te savet da vouez ?
Douget ec’h euz da zaoulagad d’an neac’h,
Var Sant Israel.
24 Dre da zervicherien ec’h euz dismeganset an Aotrou,
Hag ec’h euz lavaret :
Gant an niver euz va c’hirri
Me a binio da lein ar meneziou,
En bodennou al Liban ;
Troc’ha a rin he wez sedr huela
Hag e wez sipreou kaera ;
Me a dapo he lein diveza,
Koad he jardin.
25 Toullet em euz punsou hag evet dour anezhei ;
Disec’het em euz, gant seuliou va zreid,
Holl rivierou an Ejipt.
26 N’ec’h euz-te ket disket em euz kempennet kement ma aboe pell zo,
Penaoz abaoe an amzeriou kossa em euz groet ar c’hoant ?
Brema e lakaan anezhan d’en em gavet,
Aze out evit lakaat he geariou nerzuz en tamou distruj.
27 Ho zud dinerzet,
Privet a nerz, a zo spouronet ha mezek ;
Beza emaint evel ieot ar parkeier, ar glazeur tener.
Evel ieot an toennou
Hag an ed devet araog ma en em doare en korz.
28 Mes anaout a ran da choumaj, da zont ha da vont,
Ha da fulor em enep.
29 Abalamour ma out fuloret em enep,
Ha penaoz da insolans a zo piniet d’am diouskouarn,
Lakaat a rin va boukl en da franiou ha va brid en da vuzellou.
Ha me a lakao ac’hanout da zistrei dre an hent dre behini out deuet.
30 Ha setu ar zin az pezo a ze, ô Ezekiaz ! Dibri a refer er bloaz ma ar pez a zeuo anezhan he unan, hag an eilved bloaz ar pez a gresko hep ma vezo hadet ; mes an drede bloaz, c’hwi a hado ha c’hwi a vedo : planta a refet gwiniennou hag e tebrfeet ar frouez anezhei. 31 Hag ar pez a vezo tec’het kwit ha manet a zemorant e ti Juda, a vouto he c’hriou d’an traoun hag a roio he frouez d’an nec’h. 32 Rag dont a raio euz Jerusalem eun nemorant benag, hag euz menez Sion eun tec’her benag. Jalousi Aotrou an armeou a raio kement se.
33 Dre ze evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou divarben roue an Assiri :
Ne zeuo ket er gear ma,
Ne daolo miren ebet ennhi,
Ne lakao ken an diren dirazhi
Ha na savo ken a vernio douar dirazhi.
34 Distrei a raio dre el lec’h ma eo deuet,
Ha n’ez ai ket en kear, a lavar an Aotrou.
35 Diwall a rin kear evit he zavetaat,
Abalamour d’in, hag abalamour da Zavid, va zervicher.
36 HAG, êl an Aotrou a zeuaz hag a skoaz en kan an Assiried pemp mill den ha nao-ugent ; ha pa oet savet abred euz ar beure, setu, e oa dre holl korfou maro. 37 Ha Sankerib, roue an Assiried, a savaz he gan, a ieaz hag a zistroaz kwit, hag e choumaz en Niniv. 38 Hag evel ma oa stouet en ti Nisrok he zoue, Adrammelek ha Sharetser, he vibien, a skoaz anezhan gant ar c’hleze, goude en em dec’hjont da vro Ararat. Hag Esarhaddon, he vab, a renaz en he blas.