Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/619

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZAI,, 33.

Ar grec’hien hag an tour a zo da viken evel kavarniou,
An ezen gwez a c’hoario ennhei, hag an tropellou a beuro ennhei ;
15 Ken a vezo en em skuliet varnomp ar Spered euz kreac’h,
Ma teuo an distro eul liorz,
Ha ma vezo al liorz henvel euz a eur c’hoad.
16 Neuze an eeünder a choumo en distro,
Hag ar reiz a raio he choumach el liorz.
17 Ar reizder a broduo ar peoc’h,
Ha frouez ar reizder a vezo an diskwiz hag ar zurded da viken.
18 Va fobl a choumo en eul lec’h peoc’huz,
Choumajou zur ha lec’hiou zioul.
19 Mes ar c’hoad a gwezo dindan ar grizil,
Ha kear a vezo izeleet holl.
20 Euruz, c’hwi pere a had tost d’an holl doureier ;
Pere a laka troad an ijen hag an azen da finval !

33 GWAL-EUR d’id te pehini a zistruj ha pehini n’out ket bet distrujet,
Pehini a laer ha n’out ket bet laeret !
Pa ez pezo achu da zistruja, e vezi distrujet ;
Pa ez pezo achu da laerez, e vezi laeret.
2 Aotrou, az pez truez ouzomp !
Ni en em c’hortoz d’id.
Be brec’h ar re ma adaleg ar beure,
Hag hon delivrans en amzer an dristidigez !
3 Gant truez ar c’hemesk,
Ar boblou ho deuz kemeret an tec’h ;
Pa oaz en em zavet,
Ar vroadou a zo en em sklabezet.
4 Ho tiwisk a vezo dastumet
Evel ma tastumer ar c’hileien-raden ;
En em deurel a refer varnezhei,
Evel ma en em daol ar c’hileien-raden.
5 An Aotrou a ia da veza meulet,
Hen pehini a choum el lec’hiou zavet.
Leunia a raio Sion
A reizter hag a justis.
6 Ha zurded da zeiziou,
Assurans ar zilvidigez a vezo ar furnez hag an anaoudegez ;
Doujans an Aotrou,
A vezo da denzor.
7 Setu, ho c’hrierien
A c’harmo er ruou,
Kannaded ar peoc’h
A welo gant c’hwervder.
8 An henchou a zo didud ;
Na dremener ken var an henchou ;
Torret Hen deuz ar gonvenans, disprija a ra ar c’heariou !
Ne ra van ebet euz an dud.
9 An douar a zo en kanvou hag a ziners.
Al Liban a zo mezek hag a ziners ;
Saron a zo deuet evel eul lannek ;
Bassan ha Karmel a goll ho deliou,
10 Brema me a zavo,
A lavar an Aotrou ;
Brema me a vezo meulet,
Brema me a vezo savet huel !
11 Konsev a refet pell,
Ha genel a refet zoul.
Ho c’houezaden
A zevoro ac’hanoc’h evel eun tân.
12 Hag ar boblou a vezo
Evel forniou raz,
Drein troc’het,
Pere a zevez en tân.
13 C’hwi pere a zo pell, selaouet ar pez em euz groet ;
Ha c’hwi pere a zo tost, anavezet va nerz.
14 Ar bec’herien a zo spouronet en Sion ;
Ar grenedien a grog er re fall :
Pehini ac’hanomp a hello herzel dirag an tân devoruz ?
Pehini ac’hanomp hello herzel dirag ar flammou peur-baduz ?
15 An hini a vale er reizder,
Hag a gomz gant eeünder ;
A daol kwit ar gounid dizhonest,
A hij he zaouarn evit tremen hep kemer profou ;
Pehini a stouf he ziouskouarn evit tremen hep klevet komzou a oad,
Hag a zerr he zaoulagad evit tremen hep gwelet ar fall.
16 Hennez a choumo el lec’hiou huel ;
Krenvou a reier a vezo he voden ;
He vara a vezo roet dezhan,
He zoureier na vankfont ket.
17 Da zaoulagad a gensello euz ar roue en he gaerder ;
Gwelet a rafont an douar pell.
18 Da galoun hen devezo sonj euz ar spounchou
Pelec’h ema an hini a skrive ?
Pelec’h ema an hini a boueze ar pobladou ?
Pelec’h ema an hini a nivere an touriou ?
19 Na weli ken ar bobl fier,
Ar bobl en iez teval, pehini na glever ket,

611