Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/53

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

rag an gernez a oa ken bras ; ha bro an Ejipt ha bro Kanaan a oa dinerzet gant an gernez. 14 Ha Josef a zastumaz an holl arc’hant a oa e bro Ejipt hag e bro Ganaan, e trok ouz an ed a brened. Jozef a gasaz an arc’hant-se e ti Faraon.

15 Pa oa aet da hesk an arc’hant e bro Ejipt hag e bro Ganaan, an holl Ejipsianed a zeuaz da gavout Jozef, o lavarout : Ro deomp bara ! Perak e varvfemp dirazout o vezan n’eus ken a arc’hant ?

16 Jozef a lavaraz : Roit ho loened, hag e roin deoc’h e trok ouz ho loened ma n’hoc’h euz ket a arc’hant ken.

17 Degaz a rejont o loened da Jozef, ha Jozef a roaz dezo bara e trok ouz ar c’hezeg, ouz an tropellou denved, ouz an tropellou ejened hag ezen. Rein a reaz dezo bara e trok ouz o holl dropellou er bloaz-se.

18 Ar bloaz-se tremenet, e tistrojont ar bloaz war-lerc’h hag e lavarjont : Ne guzimp ket da’m Aotrou penaos an arc’hant a zo aet holl ha penaos an tropellou loened a zo aet holl da’m Aotrou. Ne chom netra dirak va Aotrou nemet hor c’horfou hag hon douarou.

19 Perak e varvfemp dirak da zaoulagad, ni hag hon douarou ? Pren ac’hanomp, ni hag hon douarou, evit bara, hag e vimp sklaved da Faraon. Ro deomp peadra da hadan evit ma vevimp ha na varvimp ket ha na vo ket an douar glac’haret.

20 Jozef a brenaz holl zouar an Ejipt da Faraon, rag an Ejipsianed a werzaz pep hini anezhei e bark dre ma oa rust an naonegez. Hag an douar a voe da Faraon.

21 E kenver ar bobl, e lakeaz anezhei holl da vont er c’hêriou, adalek eur pen d’an Ejipt betek eur pen all.

22 Douarou an aberzourien a oa ar re hepken na brenaz ket, rag an aberzourien o doa eul loden merket digant Faraon hag e tebrent al loden a roe Faraon dezo. Setu perak ne werzjont ket o douarou.

23 Jozef a lavaraz d’ar bobl : Ho prenet em euz hiziv, c’hwi hag ho touarou, da Faraon ; setu aman evidoc’h had, evit ma hadot an douar.

24 En amzer an eost, e root eur bempveden da Faraon hag ar peder loden all a vezo deoc’h evit hadan ho parkeier, evit ho poued, evit hini tud ho tiegez hag evit boued d’ho pugale vihan.

25 Lavarout a rejont : Saveteet ec’h euz hor buez deomp ! Ra gavimp trugarez dirak daoulagad hon Aotrou hag e vimp sklaved da Faraon.

26 Jozef a reaz eul lezen a gement-se, hag a bad c’hoaz betek hiziv var zouarou an Ejipt : Ar bempveden da Faraon. Ne oe ken nemet douarou an aberzourien ne oant ket da Faraon.

27 Israel a chomaz e bro Ejipt, e bro C’hoshen, hag e prenjont dalc’hiou ; frouezus e oent hag e kreskjont meurbet.

28 Jakob a vevaz seitek vloaz e bro Ejipt. Deiziou bloaveziou buez Jakob a voe kant seiz vloaz ha daou-ugent.

29 Pa dostaaz deiz marv Israel, e c’halvaz e vab Jozef hag e lavaraz : Mar em euz kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzed ha diskouez em c’henver madelez ha fealded : Da bedin a ran, na sebeilh ket ac’hanon en Ejipt.

30 Pa vin kousket gant va zadou, kaz ac’hanon euz an Ejipt ha sebeilh ac’hanon en o bez. En a respontaz : Me a raio hervez da c’her.

31 Lavarout a reaz : Tou din kement-se. Hag e touaz kement-se dezhan. Hag Israel a stouaz var ben e wele.

48 HAG e c’hoarvezaz goude an traou ze, ma voe lavaret da Josef : Setu, da dad a zo klanv. Neuze e kemeraz e zaou vab gantan, Manase hag Efraim.

2 Roet e oe kement-se da anavezout da Jakob, o lavarout dezhan : Setu, da vab Jozef a zeu da’z kavout. Neuze Israel a zastumaz e nerz hag a azezaz var e wele.

3 Jakob a lavaraz da Josef : An Doue holl-c’halloudek en em ziskouezaz din e Luz, e bro Ganaan, hag a vennigaz ac’hanon.

4 Lavarout a reaz din : Setu aman, e lakain ac’hanout da vezan frouezus ha da greski hag e rin ac’hanout eun engroez a vroadou, hag e roin ar vro-man da’z lignez var da lerc’h evit ma vo dezhi da viken.

5 brema, da zaou vab ganet dit e bro Ejipt a-raok ma’z on deuet da’z kavout en Ejipt, a vezo din. Efraim ha Manase a vezo d’in, evel Ruben ha Simeon. 6 Mes ar vugale da bere e vezi tad ho goude, a vezo d’id, galvet e vefont dre hano ho breudeur en heritach. 7 Evid-