Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/52

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


13 Ha Mibien Issakar : Thola, Puva, Job ha Shimron. 14 Mibien Zabulon : Sered, Elon, Jahleel. 15 Setu aze mibien Lea, pere a c’hanaz da Jakob, e Paddan-Aram, gant Dina he merc’h ; he mibien hag he merc’hed a oa en holl tri ha tregont den.

16 Mibien Gad : Zifjon, Hagi, Shuni, Ezbon, Eri, Arodi, Areli.

17 Mibien Aser : Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, ha Serak o c’hoar. Mibien Beria : Heber, Malkiel.

18 Ar re-se eo mibien Zilpa hen doa roet Laban da Lea e verc’h ; ganet he doa anezhei da Jakob : en holl c’hwezek den.

19 Mibien Rachel, gwreg Jakob : Jozef ha Benjamin.

20 Jozef en doe mibien e bro Ejipt, Manase hag Efraim, a c’hanaz dezhan Asnad merc’h Poti-Fera aberzour On.

21 Mibien Benjamin : Bela, Beker, Ashbel, Gera, Naaman, Ehi, Rosh, Muppim, Huppim, Ard.

22 Ar re-se eo mibien Rachel a c’hanaz da Jakob : en holl pevarzek den.

23 Mibien Dan : Hushim.

24 Mibien Neftali : Jahzeel, Guni, Jezer, Shilem.

25 Ar re-se eo mibien Bilha hen doa roet Laban da Rachel e verc’h ; ganet he doa anezhei da Jakob : en holl seiz den.

26 Holl dud Jakob o tont d’an Ejipt gantan, ganet diouthan, hep niverin gwragez mibien Jakob, a oa c’hwec’h ha tri-ugent.

27 Mibien Jozef, ar re a oa ganet dezhan en Ejipt, a oa daou zen. Holl dud ti Jakob o tont d’an Ejipt a oa dek ha tri-ugent.

28 Jakob a gasaz Juda dirazan da gavout Jozef evit ma tiskouezje dezhan hent Goshen. Dont a rejont eta da vro C’hoshen.

29 Jozef a stagaz e garr hag a yeaz da ziaraogin Israel e dad betek Goshen. Pa welaz anezhan, en em daolaz d’e c’houzoug hag e ouelaz pell var e c’houzoug.

30 Israel a lavaraz da Jozef : Ra varvin brema, pa em euz gwelet da zremm ha pa vevez c’hoaz !

31 Jozef a lavaraz d’e vreudeur ha da diegez e dad : Pignat a rin da gomz da Faraon hag e lavarin dezhan : Va breudeur ha tiegez va zad, ar re a oa e bro Ganaan, a zo deuet da’m c’havout.

32 An dud-se a zo mesaerien, rag n’o deus groet dalc’hmat nemet magan loened ; degaset o deus ganto o denved, o ejened, ha kement a oa dezo.

33 Pa viot galvet gant Faraon hag e lavaro : Peseurt micher hoc’h euz ?

34 e lavarot : Da servijerien o deus maget dalc’hmat loened abaoe hon yaouankiz betek brema, ni hag hon tadou. Evel-se e chomot e bro C’hoshen, rag an Ejipsianed o deus euz ouz an holl vesaerien.

47 HA Josef a zeuaz hag a roaz kement se da anout da Faraon, hag e lavaraz dezhan : Ma zad ha va breudeur, gant ho denved hag ho ejened ha kement a zo dezo, a zo deuet euz bro Ganaan ha setu, emaint e bro C’hoshen.

2 Kemer a reaz pemp den a-douez e vreudeur hag o c’hasaz dirak Faraon.

3 Faraon a lavaraz d’e vreudeur : Peseurt micher hoc’h euz ? Respont a rejont da Faraon : Da servijerien a zo mesaerien, evel ma’z eo bet hon tadou.

4 Lavarout a rejont da Faraon : Evit chom er vro ez omp deuet, n’eus ken a beurin evit loened da servijerien rag an naonegez a zo braz e bro Ganaan. Lez eta da servijerien da chom e bro C’hoshen.

5 Faraon a gomzaz da Jozef, o lavarout : Da dad ha da vreudeur a zo deuet da’z kavout.

6 Bro Ejipt a zo dirazout, laka da dad ha da vreudeur da chom er gwellan leac’h euz ar vro. Ra chomint e bro C’hoshen, ha mar anavezez e vefe en o zouez tud barrek, laka anezhei da bennou tropellou var ar pez a zo din.

7 Neuze Jozef a zegasaz Jakob e dad hag a ambrougaz anezhan dirak Faraon. Ha Jakob a vennigaz Faraon.

8 Faraon a lavaraz da Jakob : Da begement ez a an niver euz deiziou bloaveziou da vuez ?

9 Jakob a respontaz da Faraon : Deiziou bloaveziou va firc’hirinaden a zo kant ha tregont vloaz. Deiziou bloaveziou va buez a zo bet berr ha fall, n’o deus ket tizet deiziou bloaveziou buez va zadou en amzer o firc’hirinadennou.

10 Jakob a vennigaz Faraon, ha goude ez eaz kuit a-zirak Faraon.

11 Jozef a ziazezaz e dad hag e vreudeur hag a roaz dezo eun dalc’h e bro Ejipt, er gwellan leac’h euz ar vro, e korn-bro Ramsez, evel m’en doa gourc’hemennet Faraon.

12 Ha Josef a vevaz he dad, he vreudeur, hag holl di he dad, hervez an niver euz ar vugale.

13 HA, Ne oa ket a vara en holl vro,