Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/51

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

deoc’h evit ober deoc’h choum var an douar, hag evit ober deoc’h beva dre eun delivrans vraz. 8 Ha brema, n’eo ket c’hwi eo oc’h euz va digaset ama, mes Doue eo. Hag hen deuz va lakeat evit tad da Faraon, hag evit aotrou var he holl di, ha gouarner en holl vro an Ejipt. 9 Hastit pignat da gavout va zad ha lavarit dezhan : Evel-hen a lavar da vab Jozef : Doue en deus va lakaet Aotrou var an Ejipt holl, deus eta da’m c’havout ha na zale ket.

10 Chom a ri e bro C’hoshen hag e vi tost din, te, da vugale, bugale da vugale, da zenved ha da ejened ha kement a zo dit.

11 Me az mago eno rag pemp bloavez a naonegez a vezo c’hoaz, gant aon na zeufes paouroc’h-paouran, te, da di ha kement a zo dit.

12 Setu, e welit gant ho taoulagad ha Benjamin va breur a wel ivez gant e zaoulagad ez eo va genou a gomz ouzoc’h.

13 Lavarit da’m zad va holl c’hloar en Ejipt ha kement hoc’h euz gwelet, hag hastit degaz va zad aman.

14 Neuze en em daolaz ouz gouzoug Benjamin e vreur, hag e ouelaz. Benjamin a ouelaz var e c’houzoug.

15 Pokat a reaz d’e holl vreudeur en eur ouelan. Goude kement-se, e vreudeur a gomzaz gantan.

16 Ar vrud en em skuilhaz e ti Faraon : Breudeur Jozef a zo deuet. Kement-se a blijaz da Faraon ha d’e servijerien.

17 Faraon a lavaraz da Jozef : Lavar da’z preudeur : Grit kement-man : Sammit ho loened hag it, distroit da vro Ganaan,

18 kemerit ho tad hag ho tiegeziou ha deuit da’m c’havout, hag e roin deoc’h ar gwellan euz bro Ejipt, hag e tebrot euz druzoni an douar.

19 brema, resev an urz da lavarout dezo : Grit kement-man : Kemerit e bro Ejipt kirri evit ho pugale hag ho kwragez, degasit ho tad ha deuit.

20 N’ho pet ket keuz d’ho traou, rag ar gwellan euz bro Ejipt a vezo deoc’h.

21 Mibien Israel a reaz kement-se. Jozef a roaz dezo kirri hervez urz Faraon, hag e roaz dezo pourveziou evit an hent.

22 Rein a reaz dilhad fresk dezo holl, ha da Venjamin e roaz tri c’hant pez arc’hant ha pemp dilhad fresk.

23 Kaz a reaz ivez d’e dad dek azen sammet euz ar pez a oa gwellan en Ejipt, ha dek azenez sammet a winiz, a vara hag a bourveziou evit e dad e-pad ar veaj.

24 Kaz a reaz eta e vreudeur kuit, ha pa’z ejont e lavaraz dezo : Na dabutit ket en hent.

25 O vezan pignet euz an Ejipt, e teujont da vro Ganaan, da gavout Jakob o zad.

26 Lavarout a rejont : Jozef a zo beo c’hoaz ha zoken en eo gouarnour var holl vro Ejipt. mes e galon a chomaz yen rag n’o c’hredaz ket.

27 Lavarout a rejont an holl gomzou hen doa lavaret Jozef. Hag e welaz ar c’hirri hen doa degaset Jozef evit e zougen, ha spered Jakob o zad a advevaz.

28 Israel a lavaraz : A-walc’h eo ! Jozef va mab a zo beo c’hoaz. Mont a rin hag e welin anezhan kent ma varvin.

46 HAG Israel en em lakeaz en hent gant kement en doa. Dont a reaz da Veer-Sheba hag e kinnigaz aberzou da Zoue e dad Izaak.

2 Doue a gomzaz da Israel en eur weledigez e-pad an noz hag a lavaraz : Jakob ! Jakob ! En a respontaz : Setu-me aman !

3 Hag e lavaraz : Me eo Doue, Doue da dad. Na’z pez ket aon o vont d’an Ejipt, rag da lakaat a rin da zont da vezan eur vroad vraz eno.

4 Ganit e tiskennin en Ejipt hag a-dra-sur e lakain ac’hanout da vont er-maez, ha Jozef a lakaio e zorn var da zaoulagad.

5 Jakob a yeaz kuit euz Beer-Sheba ; mibien Israel a lakeaz Jakob o zad gant o bugale hag o gwragez var ar c’hirri hen doa kaset Faraon evit e zougen.

6 Kemer a rejont ivez ganto o loened hag ar madou o doa dastumet e bro Ganaan. Jakob hag e holl ziskennidi gantan a zeuaz en Ejipt.

7 Kaz a reaz gantan en Ejipt e vibien ha mibien e vibien, e verc’hed ha merc’hed e vibien, hag e holl ziskennidi.

8 HA setu hanoiou mibien Israel pere a zeuaz en Ejipt : Jakob hag he vibien. Ruben kenta-ganet Jakob. 9 Mibien Ruben : Hanok, Pallu, Hetsron, Karmi. 10 Mibien Simeon : Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Tsohar, Saül mab ar Gananeadez. 11 Mibien Levi : Gwershon, Kehath haMerari. 12 Mibien Juda : Er, Onan, Shela, Farets ha Zerak. Mes Er hag Onan a varvaz en bro Kanaan. Ha mibien Farets a oe Hetsron hag Hamul.