Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/503

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 56, 57.

Hag he klevo va mouez.
19 Lakaat a raio va ine en peoc’h, o telivra anezhan euz ar brezel a rer dezhan,
Rag da ober em euz gant kalz a dud.
20 Doue he glevo, hag ho izellaio,
Hen pehini a ren a bep amzer (Selah) ;
Abalamour ma n’hen deuz chanchamant ebet ennhei,
Ha ma na soujont ket Doue.
2l Pep hini a dol he zorn var ar re pere a veve en peoc’h ganthan ;
Terri a ra he gonvenans.
22 Komzou he c’henou a zo dousoc’h evit an aman,
Mes ar brezel a zo en he galoun ;
He gomzou a zo c’hwekoc’h evit eol,
Mes klezeier noaz int.
23 En em divec’h euz da zam var an Aotrou, hag He harpo ac’hanout ;
Na lezo liken an den man da veza bransellet.
24 Te, O Doue, Te ho zolo en fons ar poull ;
An dud a oad hag a faosentez na dapfont ket an hanter euz ho deiziou ;
Mes me, en em fiz ennout.


ZALM LVI.


1 D’ar mestr-kaner. Miktam David, var Jonath-Mein Reckokim ; pa gemeraz ar Filistined anezhan en Gath.
2 O DOUE, az pez truez ouzin, rag an dud a red ac’hanoun ;
Bemdez he reont d’in ar brezel, va gwaska a reont.
3 Enpad an deiz he red va enebourien ac’hanoun ;
Rag kalz a ra brezel a enep d’in, o Doue huel-meurbed !
4 En deiz ma em bezo aoun,
Me en em fizio ennout.
5 Me a veulo Doue hag he bromese ;
En em fiziout a ran en Doue, n’em bezo aoun rag netra ;
Petra a raio an dud d’in ?
6 Enpad an deiz he waskont va c’homzou ;
Ne sonjont nemert noaz d’in.
7 En em dastum a reont ; en em derc’hel a reont el lec’hiou kuzet ;
Miret a reont va faziou,
Rag c’hoant ho deuz da gaout va buez.
8 Harpa a reont var fallentez evit en em zalvi.
O Doue, taol d’an traou ar boblou en da goler !
9 Niveri a rez ma dont ha va mont ;
Laka va daerou ez pezellou ;
Ha n’ema-int hi ket en do levr ?
10 An deiz mat kriin d’id, va enebourien a vezo boutet adre ;
Me a oar ema Doue evidoun.
11 Meuli a rin Doue hag he bromese ;
Meuli a rin an Aotrou hag he bromese ;
12 En em zuraat a rin en Doue ; n’em euz aoun rag netra ;
Petra a rafe an den d’in ?
13 O Doue, peurober a ran ar gwestlou em euz groet d’id ;
Me a rento d’id trugarez.
14 Rag delivretd Hec’h euz va ine a varo
Ha va zreid a gwezidigez,
Abalamour ma valein dirag Doue,
Er sklerijen ar re veo.


ZALM LVII.


1 D’ar mestr-kaner. Miklam David ; Al-Thascheth ; pa dec’haz er c’havargn dirag Saul.
2 AZ pez truez, o Doue, az pez truez ouzin !
Rag va ine en em denn var zu ennout ;
Tec’hel a ran dindan skeud da eskel,
Bete ma vezo ar glac’hariou tremennet.
3 Krial a ran d’an Doue Huel-Meurbet,
Da Zoue pehini a beurc’hra he labour evidoun.
4 Digas a raio euz an env, hag em zavetao.
Lakaat a raio mezek an hini a red ac’hanoun. (Selah) ;
Doue a gaso he vadelez hag he wirionez.
5 Va ine a zo en kreiz al leoned ;
Choum a ran entouez an dud pere a c’houez flammou,
Tud a bere an dent a zo gwafou ha miriou,
A bere an teod a zo eur c’hleze lem.
6 O Doue, en em sav-Te var an envou. !
Ra vezo da c’hloar var an douar holl !
7 Stiniet ho doa eur pech d’am faziou ;
Ma ine a vranselle ;
Touellet ho doa eur poull dirazoun me ;
Kwezet int ennhan. Selah.

495