Evit gwelet hag hen a zo unan benag anezhei hag hen defe skiant,
Pehini a glaskfe Doue.
4 Holl int en em gollet, en em huduret int holl asamblez ;
N’euz ket unan hag a rafe ar mad, nan zoken unan.
5 N’ho deuz int ket a anaoudegez, ar re a ra ar fallentez ?
Dibri a reont va fobl evel ma tebrjent bara ;
Na bedont ket Doue.
6 Aze el lec’h n’euz ket a spount, ez eont da veza leuniet a spouron ;
Rag Doue a sklabezo an eskern euz ar re a gamp a enep d’id ;
Ho renta a ri mezek, rag Doue Hen deuz ho zaolet kwit.
7 Piou a lakao da zont euz Sion delivrans Israel ?
Pa denno Doue he bobl euz an esklavach,
Jakob a vezo en levenez, Israel en em laouenao.
1,2 D’ar mestr-kaner. Kanaouen David, gant ar benviou kerden ; pa zonaz ar Zified da, lavaret da Saül : David n’ema hen ket kuzet en hon zouez ?
3 O DOUE, saveta ac’hanoun dre da hano,
Ha gra d’in reizder dre da c’halloud !
4 O Doue, selaou va feden,
Prest skouarn da gomzou va genou
5 Rag diavezidi a zo en em savet a enep d’in,
Ha tud violant a glask va buez ;
N’ho deuz ket lakeat Doue dirag ho daoulagad. Selah.
6 Setu, Doue eo va zikour,
An Aotrou a zo entouez ar re a harp va ine.
7 Lakaat a raio an drouk da gweza var va enebourien.
Hervez da wirionez, distruj anezhei.
8 Me a ginnigo d’id sakrifisou a galoun.
Meuli a rin da hano, o Aotrou ! rag mad eo.
9 Rag delivret Hen deuz ac’hanoun euz va holl dristidigezou,
Ha va lagad hen deuz eveseet gant joa va enebourien.
1 D’ar mestr-kaner. Kanaouen David, var ar benviou kerden.
2 O DOUE, prest skouarn d’am feden,
Ha n’en em guz ket euz va galvidigez !
3 Selaou ac’hanoun ha respount d’in ;
Kemesk a ran em c’hlem, hag he c’harman,
4 Dirag an enebour,
Dirag gwaskerez an hini drouk ;
Rag lakaat a reont an drouk-eur da gweza varnoun,
Hag he redont ac’hanoun gant fulor.
5 Va c’haloun a gren em diabarz,
Ha spouronou marvuz a zo kwezet varnoun,
6 An aoun hag ar grenedien a zeu varnoun ;
Ar spount a ra an dro d’in.
7 Hag em euz lavaret : Oh ! piou a raio d’in diou askel ar goulm ?
Me a nijo, hag ez in da boz el lec’h all.
8 Setu, tec’hel a rin pell,
En em derc’hel a rin en distro. Selah.
9 Hasta a rin tec’hel kwit,
Pell euz an avel violant, pell euz an tempest.
10 Kas anezhei da netra, Aotrou ; kemesk ho iezou ;
Rag ne welan nemert violans ha dirolded er gear.
11 Ober a reont an dro dezhi, deiz ha noz, var he mogeriou ;
An distruj hag an drubul a zo en he c’hreiz.
12 An drougiez a zo en he c’hreiz ;
Ar waskadurez hag ar faosentez na bellaont ket euz he flasou.
13 Rag n’eo ket eun enebour eo a zismegans ac’hanoun,
Me helje hen zouten ;
Va enebour n’eo ket an hini a gasae ac’hanoun,
Me en em gusche pell outhan.
14 Mes te co, eun den digemeret evel va egal,
Va c�’henvreur ha va minion !
15 Ni a gemere plijadur o komz asamblez,
Ni a iea da di Doue gant ar vanden.
16 Ra soupreno ar mare anezhei !
Ra ziskenfont beo er bez !
Rag ar valis a zo en ho choumajou, en ho c’halounou.
17 Mes me, me a grio da Zoue,
Hag an Aotrou am zavetao.
18 An abardaez, hag ar beure, ha da greisteiz, me a grio hag a huanado,