Hag ho heulierien en em blij en ho c’homzou.
15 Boutet int d’ar bez evel eun tropel ;
Ar maro en em vevo anezhei ;
Ar re wirion a reno varnezhei euz ar beure ;
Ho c’haerder a vezo kuzumet er bez, pell euz ho choumajou.
16 Mes Doue a zaspreno va ine euz dorn ar bez,
Pa em c’hemero ganthan. Selah.
17 N’az pez ket a noun, pa en em binvidika eun den,
Pa gresk gloar he di.
18 Rag, o vervel, ne gaso ganthan netra ;
He c’hloar ne ziskenno ket he c’houde.
19 Ra lakao he ine euruz en he vuez,
Ra vezi meulet abalamour ma rez vad d’id,
20 Mont a ri koulskoude entrezeg rumach da dadou,
Pere ne adgwelfont biken ar sklerijen.
21 An den pehini a zo en enor, ha pehini n’euz ket a skiant,
A zeu henvel euz al loened pere a varv.
DOUE, an Aotrou Doue, Hen deuz komzet ;
Hag Hen deuz galvet an douar, euz ar savheol d’ar c’husheol.
2 Euz Sion, parfet en kaerder, Doue Hen deuz lugernet.
8 Hon Doue a zeu, ha na choum ken er zioulded ;
Dirazhan he zo eun tân devuz ;
Endro dezhan, eun tempest violant.
4 Gervel a ra an envou d’an nec’h
Hag an douar, evit barn he bobl :
5 Dastumet d’in va re wirion,
Pere ho deuz groet konvenans ganen dre ar sakrifis.
6 Hag an envou a ziskleri he eeünder,
Rag Doue He unan eo a deu da varn.
7 Selaou, va fobl, hag e komzin ;
Testenia a rin enep d’id, o Israel !
Me eo Doue, da Zone.
8 Na grozin ket d’id divarben da sakrifisou,
Na da sakrifisou-losket, pere a zo dalc’hmad dirazoun.
9 Na gemerin ket a golleou ez ti,
Nag a vouc’hed euz da verjeriou.
10 Rag holl loened ar forechou a zo d’in,
Loened ar meneziou dre villierou.
11 Anaout a ran holl lapoused ar meneziou,
Ha kement a finv er parkeiere a zo em galloud.
12 Mar em bije naoun, ne lavarjen d’id netra a gement se,
Rag ar bed gant an holl draou zo ennhan a zo d’in me.
13 Dibri a rafen kig ar c’holleou nerzuz,
Pe eva a rafen goad ar bouc’hed ?
14 Kinnig da Zoue ar sakrifis a veulodi,
Ha peurc’hra da westlou d’an Huela-Meurbed ;
15 Ha galv ac’hanoun en deiz da dristidigez ;
Me a zelivro ac’hanout ha te am glorifio.
16 Mes Doue a lavar d’an den drouk :
Ha d’id-te eo da ziskul va lezennou,
Ha da gaout va c’honvenans en da c’henou ?
17 Te pehini a gasa ar gastiz
Hag a daol va c’homzou en dreg da gein ?
18 Pa welez eul laer, en em blijez ganthan,
Ha da lod a zo gant an avoultrierien.
19 Lezel a rez da c’henou da vont d’an drouk,
Ha da deod a ra an droumplerez.
20 Pa azezez, e komzez a enep da vreur ;
Drouk-pedi a rez gant mab da vam.
21 Setu aze ar pez ec’h euz groet, ha Me em euz tavet.
Kredet ec’h euz he oan en gwirione eveldout.
Da repren a rin, hag e lakain anrzhei dirag da zaoulagad.
22 Komprenet eta ze, c’hwi pere a ankwez Doue,
Gant aoun na rokfen ha na vefe den da zelivra !
23 An hini a ginnig ar veulodi evit sakrifis, am enor ;
Ha d’an hini pehini a regl he hent,
Me a ziskwezo zilvidigez Doue.
1,2 D’ar mestr-kaner. Zalm David ; pa zeuaz Nathan ar profed d’he gaout, goude ma oe bet eet David var zu Bath-Sheba.
3 O DOUE, az pez truez ouzin, hervez da drugarez !