Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/50

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

mall. 11 Hag e hastehont lakaat pep hini anezhei he zac’h var an douar, hag e tigorjont pep hini anezhei he zac’h. 12 Hag e furchaz anezhei, o kommans dre ae c’hosa hag oc’h achui dre ar bihana. Hag an c’halei a oe kavet en sac’h Benjamin.

13 Neuze e rogjont o dilhad, pep hini a adsammaz e azen hag a zistroaz e kêr.

14 Juda gant e vreudeur a zeuaz da di Jozef hag e oa c’hoaz eno. Hag e stoujont d’an douar dirazan.

15 Josef a lavaraz : Peseurt tra hoc’h euz groet ? Ha ne ouiec’h ket penaos eun den eveldon a c’hell divinout ?

16 Juda a respontaz : Petra a lavarimp da’m Aotrou ? Penaos e komzimp ? Penaos en em reishaimp ? Doue en deus kavet direizder da servijerien. Setu, ni a zo sklaved da’m Aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn.

17 En a lavaraz : Pell diouzimp ar sonj d’ober evel-se ! An den a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn a vezo va sklav, mes c’hwi, adpignit e peoc’h etrezek ho tad.

18 Neuze Juda a dostaaz outhan hag a lavaraz : Me az ped, va Aotrou ! Ra lavaro da servijer eur ger ez skouarn, me az ped, va Aotrou, ha ra n’entano ket da fulor a-enep da servijer, rag te a zo evel Faraon.

19 Va Aotrou a reaz goulennou ouz e servijerien, o lavarout : Ha bez’ hoc’h euz tad pe vreur ?

20 Respontet hon euz da’m Aotrou : Ni hon euz eun tad var an oad hag eur bugel yaouank dezhan a zo bet ganet dezhan en e gozni. E vreur a zo marv hag heman a zo chomet e-unan euz e vam, hag e dad a gar anezhan.

21 Lavaret ez poa da’z servijerien : Lakait anezhan da zisken da’m c’havout ma welin anezhan gant va daoulagad.

22 Lavaret hon euz da’m Aotrou : Ar bugel ne c’hell ket kuitaat e dad, mar kuita anezhan, e dad a varvo.

23 Lavaret ez poa da’z servijerien : Ma ne zisken ket ho preur ganeoc’h, ne welot ken va dremm.

24 Pa voemp pignet da gavout da servijer va zad, e lavarjomp dezhan komzou va Aotrou.

25 Hon tad a lavaraz : Distroit da brenan boued deomp.

26 Lavarout a rejomp : Ne c’hellomp ket mont di. mes mar bez hor breur yaouankan ganeomp, e tiskennimp, rag ne c’hellomp ket gwelet dremm an den-se ma n’eo ket hor breur yaouankan ganeomp.

27 Da servijer va zad a lavaraz deomp : Gouzout a rit penaos he deus ganet va gwreg daou vab din.

28 Unan a zo aet kuit diganin hag em boa lavaret : A-dra-sur drailhet eo bet, rag ne’m euz ket adwelet anezhan betek brema.

29 Mar lamit ivez heman diganin ha mar en em gav gwalleur gantan, e lakaiot va blev gwen da zisken gant glac’har e leac’h ar marv.

30 brema, pa zeuin da gavout da servijer va zad, ma n’eman ket ar bugel ganeomp, an hini ma’z eo e ine ereet d’e ene,

31 e c’hoarvezo penaos adalek ma ne welo ket ar bugel ganeomp e varvo. Ha da servijerien a lakaio da zisken gant glac’har blev gwen da servijer hon tad e leac’h ar marv.

32 rag da servijer a oa kret evit ar bugel o kemer anezhan digant va zad hag en deus lavaret : Ma ne gasan ket anezhan dit, e vin kablus e-kenver va zad da viken.

33 brema eta, ra chomo da servijer, me az ped, sklav da’m Aotrou e-leac’h ar bugel ha ma pigno heman gant e vreur.

34 rag penaos e pignfen da gavout va zad ma n’eman ket ar bugel ganin ? O ! Ra ne welin ket glac’har va zad !

45 NEUZE Josef n’e c’hellez ket ken en em derc’hel dirag ar re holl pere a oa eno, hag e kriaz : Grit d’an holl mond er-meaz ! Ha den ne chomaz gant Jozef pa en em roaz da anavezout d’e vreudeur.

2 Sevel a reaz e vouez en eur ouelan. An Ejipsianed en klevaz ha ti Faraon en klevaz.

3 Jozef a lavaraz d’e vreudeur : Me eo Jozef ! Va zad, ha beo eo c’hoaz ? mes e vreudeur ne c’hellent ket respont dezhan rag spontet e oant dirazan.

4 Jozef a lavaraz d’e vreudeur : Tostait eta ouzin. Hag e tostajont. Lavarout a reaz : Me eo Jozef ho preur, an hini hoc’h euz gwerzet evit beza kaset d’an Ejipt.

5 brema n’en em c’hlac’harit ket ha n’ho pet ket keuz euz ma hoc’h euz gwerzet ac’hanon evit beza degaset aman, rag evit mirout ho puhez eo en deus va c’haset Doue en ho raok.

6 Abaoe daou vloaz ez euz naonegez e-barz ar vro hag e-pad pemp bloaz c’hoaz ne vo nag arat nag eost.

7 Mes Doue Hen deuz ma c’haset araog