Perag he valefen en kanvo, dindan gwaskadurez an enebour ?
3 Digas da sklerijen ha da wirione ; ma renfont ac’hanoun,
Ma kasfont ac’hanoun var da venez santel,
Entrezeg da dabernaklou !
4 Ha me a ielo entrezek aoter Doue,
Entrezeg Doue, va joa ha va levenez ;
Ha me a veulo ac’hanout gant an delen, o Doue, va Doue !
5 Perag en em dinerzez-te, va ine,
Ha perag e fromez-te ennoun ?
En em c’hortoz da Zoue, rag me Hen meulo c’hoaz ;
Ma zilvidigez eo ha va Doue.
2 O DOUE ! klevet hon deuz gant hon diouskouarn, hon zadou ho deuz diskleriet deomp,
Al labour ec’h ens groet en ho amzer, en deiziou gwech all.
3 Gant da zorn ec’h euz kaset kwit ar boblou, hag ec’h euz lekeat en ho lec’h hon tadou ;
Bruzunet ec’h euz ar boblou da ober plas dezhei.
4 Rag n’eo ket dre ho c’hleze eo ho deuz gonezet ar vro,
Ha n’eo ket ho brec’h eo he deuz ho savetaet ;
Da du deou, ha da vrec’h, ha sklerijen da fas eo,
Rag Te ho c’harie.
5 Te eo, o Doue pehini eo va Roue ;
Gourc’hemen delivrans Jakob.
6 Ganet Te ni a skoio hon enebourien ;
Dre da hano ni a vac’ho ar re pere a zavo a enep deomp.
7 Rag n’en em fizian ket em gwarek ;
N'eo ket va c’hleze eo a zavetao ac’hanoun.
8 Te eo an Hini Hen deuz hon zavetaet euz hon enebourien,
Ha pehini Hen deuz rentet mezeg ar re hon c’hasae,
9 En Doue eo en em c’hlorifiomp bemdez ;
Ni a veulo da hano da viken. Selah.
10 Koulskoude ec’h euz hon zaolet kwit hag hon goloet a zismegans,
Ha n’ez eaz ken gant hon armeou.
11 Ober a rez deomp mont adre dirag an enebour,
Hag ar re hon c’hasa ho deuz kemeret ho diwisk.
12 Hon roet ec’h euz evel an denved a zebrer ;
Hon sklabezet ec’h euz entouez ar boblou.
13 Gwerza a rez da bobl evit netra,
Hag he lekeaz anezhei en dister bris.
14 Ober rez ouzomp dismeganz hon amezeien,
Ar waperez hag ar c’hoariel euz ar re zo endro deomp.
15 Ober a rez ouzomp fablen ar poblou ;
O welet ac’hanomp, ar boblou a ij ho fenn.
16 Va dismegans a zo atao dirazoun,
Hag ar vez a c’holo va bisach,
17 En mouez an hini am eneb hag am heskin,
Dirag an enebour hag ar vanjer.
18 Kement se holl a zo eruet ganeomp ; ha koulskoude n’hon deuz ket da ankounac’het,
N’hon deuz ket torret da gonvenans.
19 Hon c’haloun n’eo ket eet var adre ;
Hon faziou n’int ket pelleet euz da hent,
20 Pa ez poa hon boutet entouez an dragoned
Hag hon goloet euz skeud ar maro.
21 Mar em bijemp ankouezet hano hon Doue,
Mar hor bijemp astennet hon daouarn entrezeg eun Doue diaveziad.
22 Doue ha n’Hen dije ket enklasket,
Hen pehini a anavez traou kuzet ar c’halounou ?
23 Mes, abalamour d’id Te, omp lekeat d’ar maro
Bemdez, ha zellet evel denved kempennet d’ar gigerez.
24 Sav-Te ! Perag e kouskez-Te, Aotrou ?
Dihun-Te, n’hon zaol ket kwit da viken !
25 Perag He kuzet-Te da fas ?
Perag He c’hankouezez-Te hon mizer hag hon gwaskadurez ?
26 Rag hon ine a zo diskaret er boultren ;
Hon c’hov a zo stag euz an douar.
27 Sav-Te, deuz d’hon zikour,
Ha daspren ac’hanomp abalamour d’az madelez !