Ia, en ven eo he finver ;
Dastum a rer madou, ha n’ouzer ket piou ho dastumo.
8 Ha brema, petra em euz gortozet, Aotrou ?
Va esperans a zo ennout.
9 Delivr ac’hanoun euz va holl fallagriezou,
Ha na laka ket ac’hanoun en gwel dismegans an diskiant !
10 Tavet em euz, n’em euz ket digorret va genou,
Dre ma eo Te Hen deuz he c’hroet.
11 Distro ouzin da gastiou !
En em guzumi a ran dindan taoliou da zorn.
12 Pa gastiez an den, o repren anezhan evit he bec’hed,
He kuzumez evel an tign ar pez hen deuz a bresiusa.
Ia, pep den n’eo nemert vanite ! Selah.
13 Aotrou, selaou va feden ; prest skouarn d’am c’hriaden,
Na vez ket bouzard d’am daerou !
Rag diaveziad oun ez ti,
Eur beajour evel va holl dadou.
14 Distro ouzin da zell, ha ma adkemerin nerz,
Araog ma ez in kwit ha ma na vezin ken.
1 D’ar mestr-kaner. Zalm David.
2 GORTOZET em euz er zioulded an Aotrou ;
En em droet eo bet var zu ennoun, hag Hen deuz klevet va c’hriadennou.
3 Groet Hen deuz d’in adsevel euz poull an distruj, euz an toul fankek ;
Lakeat Hen deuz va zreid var ar roc’h, starteet Hen deuz va c’hammejou.
4 Hag Hen deuz lakeat em genou eur ganaouen nevez a veulodi d’hon Doue.
Kalz a welo anezhan, hag ho devezo doujans,
Hag en em fizio en Aotrou.
5 Euruz an den pehini a laka he fizianz en Aotrou,
Ha na zistro ket da gaout ar re ourgouilluz, da gaout ar re en em ro d’ar gaou !
6 Aotrou, va Doue, kresket ec’h euz da vurzudou
Ha da sonjou en hon faver ;
Nikun na hell beza kenparet d’id.
Ha fellout a ra d’in ho embann hag ho lavaret ?
Re niveruz int da veza diskleriet.
7 Na gemerez ket a blijadur nag er sakrifisou, nag er profou ;
Toullet ec’h euz d’in va diou skouarn ;
Na c’houlennez ket a sakrifis-losk, nag a sakrifis evit ar pec’hed.
8 Neuze em euz lavaret : Setu ama, dont a ran ;
Skrivet eo divar va fenn en rol da levr.
9 Ma Doue, kemeret em euz plijadur oc’h ober da volonte,
Ha da lezen a zo en diabarz va c’haloun.
10 Diskleriet em euz da reizder en asamble bras ;
Setu, aze ne zalc’han ket zerret va muzellou,
Hen anaout a rez, o Aotrou !
11 N’em euz ket kendalc’het da reizder en diabarz va c’haloun ;
Diskleriet em euz da fealded ha da zelivrans ;
N’em euz ket kuzet da vadelez na da wirionez d’an asamble bras.
12 Te eta, o Aotrou, na zerr ket ouzin da drugarezou !
Ra ziwallo da vadelez ha da wirionez ac’hanoun dalc’h mad.
13 Rag poaniou hep niver ho deuz va zroiet ;
Ma fallagriezou ho deuz va zapet, ha ne hellan ket ho gwelet ;
Tremen a reont en niver bleo va fenn, ha va c’haloun a vank d’in.
14 Aotrou, plij ganet va delivra !
Aotrou, red d’am zikour !
15 Ra vezo mezek ha ra ruio,
Ar re holl pere a glask va buez evit he c’haout !
Ra zistroio var adre ha ra vefont mezek,
Ar re holl a gemer plijadur em foan !
16 Ra vefont spountet en ho mez,
Ar re pere a lavar ac’hanoun : Ah ! ah !
17 Ra drido ha ra en em laouenao ennout ar re holl a glask ac’hanout ;
Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zelivrans :
Manifiet ra vezo an Aotrou !
18 Evidoun me, me a zo glac’haret ha truezuz ;
An Aotrou Hen devezo soan ac’hanoun.
Te eo va zikourer ha va liberatour.
Va Doue, na zale ket !