Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/49

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ha Benjamin. Goude, o sevel, ez ejont d’an Ejipt hag en em diskwejont dirag Josef. 16 Jozef a welaz Benjamin ganto hag a lavaraz da vestr e di : Kaz an dud-se d’an ti, laz eul loen bennak ha fich anezhan, rag dibri a raint ganin da greisteiz.

17 An den a reaz evel m’en doa lavaret Jozef hag a gasaz an dud-man da di Jozef.

18 An dud-man o doe aon pa oent kaset da di Jozef, hag e lavarjont : Abalamour d’an arc’hant a voe adlakaet en hor seier ar wech kenta eo e kaser ac’hanomp, evit en em daoler hag en em stlaper warnomp, hag hor c’hemer evit sklaved ha kregin en hon ezen.

19 Neuze e tostajont ouz mestr ti Jozef hag e komzjont dezhan e-tal an nor,

20 o lavarout : Aotrou, selaou ac’hanomp ! Deuet omp eur wech kenta da brenan boued

21 ha, pa oamp en em gavet en ostaleri ha ma tigorjomp hor seier, setu, arc’hant pep hini ac’hanomp a oa e genou e sac’h, hon arc’hant hervez e bouez, hag hon euz hen distroet etre hon daouarn.

22 Degaset hon euz arc’hant all ganeomp en hon daouarn evit prenan boued. N’ouzomp ket piou hen doa lakaet hon arc’hant en hor seier.

23 En a lavaraz : Ra vo ar peoc’h ganeoc’h ! N’ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet eun tenzor deoc’h en ho seier, resevet em euz hoc’h arc’hant. Hag e tegasaz dezo Simeon.

24 An den-se a gasaz anezhei e ti Jozef. Rein a reaz dour dezo hag e walc’hjont o zreid ; rein a reaz ivez boued d’o ezen.

25 Hag e kempennjont ar prof, o c’hortoz donedigez Jozef da greisteiz, rag klevet o doa penaos e tlejent dibri ar bara eno.

26 Jozef a zistroaz d’ar gêr. Neuze e kinnigjont dezhan en ti ar prof o doa en o daouarn, hag e stoujont d’an douar dirazan.

27 En a c’houlennaz outo penaos edo an traou ganto hag a lavaraz : Ho tad a zo var an oad, an hini ho poa komzet din diwar e ben, ha yac’h eo ? beo eo bepred ?

28 Lavarout a rejont : Da servijer, hon tad, a zo yac’h, beo eo c’hoaz. Hag e plegjont hag e stoujont.

29 Hag o sevel e zaoulagad, e welaz Benjamin e vreur, mab e vam, hag e lavaraz : Heman eo ho preur yaouankan ho poa komzet din diwar e benn ? Hag e lavaraz : Doue da ober trugarez dit, va mab !

30 Jozef a hastaz rag e galon a voe fromet ouz e vreur, hag e klaskaz eul leac’h evit gouelan. Mont a reaz en e gambr hag e ouelaz.

31 Goude beza gwalc’het e zremm, ez eaz er-meaz hag, oc’h emvestronian, e lavaraz : Servijit ar pred.

32 Hag e oe servijet a-du, hag int a-du. Servijet e oe ivez a-du an Ejipsianed a zebre gantan, dre ma ne c’hell ket an Ejipsianed dibri ar bara gant an Hebreed, kement-se a zo eun euzusted evit an Ejipsianed.

33 Azezan a rejont eta dirazan, ar c’hentan-ganet hervez e henanded hag an hini yaouankan hervez e oad, hag an dud-se a selle an eil ouz egile gant souez.

34 Hag e kasaz meuziou dezo azirazan, mes loden Benjamin a oa pemp gwech vrasoc’h eget al lodennou all. Evan a rejont, hag e laouenajont gantan.

44 NEUZE e roaz urz da vestr e di, o lavarout : Leugn seier an dud-se a voued, kement ha ma c’hellont dougen, ha laka arc’hant pep hini e genou e sac’h.

2 Hag e lakai va hanaf, an hanaf arc’hant, e genou sac’h an hini yaouankan, gant arc’hant e winiz. Hag e reaz evel m’en doa lavaret Jozef.

3 Ar beure, kerkent ha ma oa deiz, e oe kaset an dud-se kuit gant o ezen.

4 Pa oant aet euz kêr, a-raok ma oant pell, Jozef a lavaraz da vestr e di : Sav, kae war-lerc’h an dud-se ha pa’z po tapet anezhei, e lavari dezo : Perak hoc’h euz rentet an droug evit ar mad ?

5 An dra-se, ha n’eo ket ennhan ec’h ev va mestr ha n’eo ket gantan e tivin ? groet hoc’h euz eun dra fall.

6 Hag e tapaz anezhei hag e lavaraz ar geriou ze.

7 Respont a rejont dezhan : Perak e komz va mestr evel-se ? Pell diouz da servijerien ar sonj d’ober eun hevelep tra.

8 Setu, degaset hon euz dit euz bro Ganaan an arc’hant hor boa kavet e genou hor seier. Penaos hor bije laeret eta euz ti da vestr arc’hant hag aour ?

9 Ra varvo an hini euz da servijerien a vezo kavet-se gantan ha a vezo ni hon unan esklaved euz ma mestr. 10 Hag hen a lavaraz : Ac’hanta ! ra vezo groet hervez ho komzou : an hini gant pehini e vezo kavet, a vezo va esklav, ha c’hwi a vezo dida-