3 Izelaa da skouarn entrezeg ennoun ; hast ma delivra ;
Bez va roc’h, va boden, va nerz, el lec’h ma hellin en em zalvi !
4 Rag va roc’h ha va nerz out ;
Abalamour d’ar garante euz da hano, Te am c’hunduo hag am reno.
5 Ma zenna a ri euz ar pech pehini a zo stiniet d’in,
Rag Te eo va boden.
6 Lakaat a ran va spered entre da zaouarn ;
Ma frenet ec’h euz, o Aotrou, Doue a wirione !
7 Kasaat a ran ar re en em ro d’ar vaniteou troumpluz ;
Evidoun me, en em fiziout a ran en Aotrou.
8 Me a driomfo, me en em laouenao en da vadelez,
Te pehini Hec’h euz sellet euz va glac’har,
Piou Hen deuz komeret anaoudegez euz tristidigezou va ine.
9 N’Hec’h euz ket va lekeat en daouarn va enebourien ;
Lakeat Hec’h euz er frankiz hag Hec’h euz zureet va faziou.
10 Aotrou, az pez truez ouzin, rag me a zo en dristidigez !
Va lagad, va ine ha va c’hof a dreutaa gant ar glac’har.
11 Rag va buez en em gusum a boan, ha va bloazion en huanadou ;
Va nerz, a zo diskaret abalamour d’am drougiez, va eskern a zistera.
12 Abalamour d’am holl enebourien oun eun dra a zismegans,
A zismegans vras evit va amezeien, hag eun dra a horreur evit va minioned ;
Ar re am gwel a ziaveaz a dec’h pell ouzin.
13 Lakeat oun bet en ankouez er c’halouno evel unan maro ;
Beza oun evel eur vesel torret.
14 Rag klevet a ran komzou kuzet kalz a dud ;
Ar spount a ra an dro d’in ;
En em guzuli a reont a unvan em enep,
Hag he kuzulient evit lemel va buez diganen.
15 Mes me, Aotrou, me en em fiz ennout ;
Lavaret em euz : Te eo va Doue.
16 Va amzeriou a zo entre da zaouarn ;
Delivr ac’hanoun euz dorn va enebourien hag euz re va zrubulerien.
17 Laka da fas da vrilla var da zervicher,
Delivr ac’hanoun dre da vadelez.
18 Aotrou, ra na vezin ket mezek, rag da bedet em euz ;
Ra vezo mezek ar re drouk, ma devezo ho genou mud er bez !
19 Ma vefont mud, ar muzellou gaouiat
Pere a zroukped a enep ar gwirion dre gomzou fall,
Gant ourgouil ha disprij !
20 Oh ! pegen bras eo, ar madou pere Hec’h euz miret d’ar re a zouj ac’hanout ;
Pere a skuliez, dirag daoulagad an dud, var ar re a ia entrezeg ennout.
21 Koach a rez anezhei en kuz euz da faz, pell euz kuzuliou an dud ;
Diwall a rez anezhei en da danten a enep an teodou pere ho eneb.
22 Benniget ra vezo an Aotrou !
Rag diskwezet Hen deuz he vadelez em c’henver me,
Hag Hen deuz lekeat ac’hanoun evel en eur gear nerzuz !
23 Me a lavare em buander : lamet oun a zirag da zaoulagad ;
Mes selaouet ec’h euz mouez va feden, pa em euz kriet d’id.
24 Karit an Aorruou, c’hwi he holl re garet-mad
An Aotrou a ziwall ar re fidel,
Mes d’an hini a labour gant ourgouil, he ro kement hen deuz meritet.
25 Choumit stard, ha ra en em nerzo ho kaloun,
C’hwi holl pere en em c’hortoz d’an Aotrou !
EURUZ eo an hini a behini eo pardounet an drougiez, hag a behini eo goloet ar pec’hed !
2 Euruz an den da behini an Aotrou na damall ket ar pec’hed,
Hag en geno pehini n’euz ket a droidel !
3 Pa em euz tavet, eo va eskern en em guzumet,
Hag he krien a hed an deiz.
4 Rag, deiz ha noz, he poeze da zorn varnoun ;
Va nerz a droe en eur sec’hadurez euz a hanv. Selah.
5 Roet em euz da anaout d’id va fec’hed, ha n’em euz ket kuzet ouzit va drougiez.
Lavaret em euz : Ansav a rin va fec’hejou d’an Aotrou ;