Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/484

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 20, 21, 22.

13 Piou a anavez he bec’hejou groet dre errol ?
Pardounet d’in va fec’hejou kuzet.
14 Mir ive da zervicher euz ar pec’hejou a ourgouil ;
Ra na vestronifont ket ac’hanoun ;
Neuze he vezin eeün ha didammal a bec’hejou bras.
15 Ra vezo kavet mad ganez komzou va genou ha peden va c’haloun,
O Aotrou, va roc’h ha va redemptor !


ZALM XX

1 D’ar mestr-kaner. Zalm David.
2 RA respounto an Aotrou d’id en deiz da dristidigez ;
Ra lakao hano Doue Jakob ac’hanout en eur choumaj huel !
3 Ra gaso he zikour d’id euz al lec’h santel,
Ha ma souteno ac’hanout euz Sion !
4 Ra Hen devezo sonj euz da holl brofou
Ha ma kavo mad da zakrifis-losk ! Selah.
5 Ra roi d’id c’hoant da galoun,
Ha ra beuraio da c’hoantou.
6 Ni a driomfo euz da zelivrans,
Ha ni a zavo ar banier en hano hon Doue ;
An Aotrou a beuraio da holl c’houlennou.
7 Dija ouzon Hen deuz an Aotrou delivret he Eoliet ;
Respount a raio dezhan euz envou he zantelez,
Dre zikour gallouduz he du deou.
8 Eur re en em vant euz ho c’hirri, ha reou all euz ho c’hezek ;
Mes ni, euz hano an Aotrou, hon Doue.
9 Pleget ho deuz hag int kwezet,
Mes ni, ni zo en em zavet ha starteet.
10 Aotrou, saveta ar roue !
Selaou ac’hanomp en deiz ma pedomp ac’hanout.


ZALM XXI

1 D’ar mestr-kaner. Zalm David.
2 Aotrou, ar roue en em laouena euz da c’hallout,
Ha pez joausted a ro dezhan da zilvidigez !
3 Roet ec’h euz dezhan c’hoant he galoun,
Ha na c’heuz ket taolet kwit peden he vuzellou. Selah.
4 Diaraoget ec’h euz anezhan gant bennoziou mad ;
Lakeat ec’h euz var he benn eur gurunen aour fin.
5 Goulen a rea ouzit ar vuez ; he roet Hec’h euz dezhan,
Eur pad a zeiziou, da viken, atao.
6 He c’hloar a zo bras dre da zelivrans ;
He c’holo a rez a splander hag a vajeste.
7 Rag ober a rez outhan an dra euz da vennoziou evit biken,
He leunia a rez a joa dirazout.
8 Ar roue a laka he fizians en Aotrou,
Ha dre vadelez an Huela-Meurbed, na vezo ket bransellet.
9 Da zorn a dapo da holl enebourien,
Da du deou a dapo ar re a gasa ac’hanout.
10 Ho lakaat a ri evel eur forn ardant pa en em diskwezi ;
An Aotrou ho lonko en he goler, Hag an tân ho c’huzumo.
11 Lakaat a ri da vervel ho frouez a zivar an douar,
Hag ho ras a douez mibien an dud.
12 Rag mennet ho deuz drouk a enep d’id ;
Groet ho deuz sonjou a bere n’helfont ket dont a benn.
13 Rag lakaat a ri anezhei en tec’h,
Arma a ri da warek a enep ho fas.
14 Sav-Te, o Aotrou, en da nerz !
Ni a gano hag a veulo da c’halloud !


ZALM XXII

1 D’ar mestr-kaner. Zalm David. Var Ajeleth-Hashachar.
2 VA Doue, va Doue, perag Hec’h euz-Te va dilezet,
O pellaat euz va delivrans hag euz komzou va garm ?
3 Va Doue, me a gri en deiz, mes na respountez ket ;
Hag en noz, ha no n’em euz ket a ziskwiz.
4 Koulskoude out ar Zant,
Pehini a choum en kreiz meulodi Israel.
5 Hon zadou a zo en em fiziet ennout ;
Ennout int en em fiziet, ha Te ec’h euz ho delivret.
6 Kriet ho deuz var zu ennout, hag int bet delivret ;
En em fiziet int ennout, ha n’int ket bet mezek.
7 Mes me, me a zo eur prenv, ha nan eun den ;

476