Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/479

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ZALMOU, 10, 11.

En doriou kear Sion,
Ha ma en em laouenain euz da zilvidigez.
16 Ar boblou a zo kwezet er poull ho doa groet ;
Ho zroad a zo tapet er roued ho doa kuzet.
17 An Aotrou a zo en em roet da anaout, groet hen deuz ar varnidigez ;
An den fall a zo en em ereet en labour he zaouarn. Higgajon. Selah.
18 An dud fall a ielo adre beteg ar bez,
Hag an holl boblou pere a ankouez Doue.
19 Rag ar paour na vezo ket ankouezet evit atao ;
Ha gortoz ar re c’hlac’haret na beriso ket da virviken !
20 Sav-te, Aotrou ! Ra n’en em huelao ket an den,
Ra vezo ar boblou barnet dirag da fas !
21 Aotrou, skul varnezhei ar spount ;
Ra wezo ar boblou penaoz n’int nemert tud ! Selah.


ZALM X

1 PERAG, O Aotrou, en em delc’hez te pell,
Hag en em guzez-te en amzer an dristidigee ?
2 An den fall, en he ourgouil, a genret ar re wal-euruz.
Tapet int er pechou ho deuz prederiet.
3 Rag an den fall en em c’hlorifi euz c’hoant he ine ;
Al laer a zrouk ped a enep an Aotrou, hag a zismegans anezhan.
4 An den fall a lavar gant fae : Na raio ket a enklask !
He holl sonjou eo n'euz Doue ebet.
5 He henchou a brosper en pep amzer ;
Da varnedigezou a zo pell euz he weled ;
C’hweza a ra a enep he holl enebourien.
6 Lavaret a ra en he galoun : Me na vezin ket bransellet,
Biken ne eruo drouk ganen.
7 He c’heno a zo leun a valloz, a droumplerez hag a violans ;
Dindan he deod n'euz nemert tourmant ha dismegans.
8 En em derc’hel a ra en get tost d'ar billajennou ;
Laza a ra an didammal el lec’hiou distro ;
He zaoulagad a spi ar paour.
9 En em guz a ra el lec’hiou kuzet, evel eul icon en he doull ;
En em derc’hel a ra en get evit soupren an dinerz ;
Soupren a ra an dinerz, o tenna anezhan en he roued.
10 Klucha ha plega a ra,
Hag ar beorien a gwez en he c’hallout.
11 En he galoun he lavar : Doue a ankouez,
Kuza a ra he fas, n’hen gwelo biken.
12 Sav-te, Aotrou ! O Doue, sav da zorn,
N’ankouez ket ar re c’hlac’haret !
13 Perag he tismegans an hini drouk Doue,
Ha ma lavar en he galoun na ri ket enklask ?
14 He welet ec’h euz ! Rag sellet a rez euz an tourmant hag ar boan, evit derc’hel kount outhei ;
Varnout Te eo en em harp ar paour,
Te eo zikour an emzivad.
15 Tor brec’h an den fall,
Hag adklask drougiez an diwirion, bete ma n’he c’havi ken.
16 An Aotrou a zo Roue atao ha da virviken ;
Ar boblou ho deuz tec’het a zivar he zouar.
17 Aotrou, klevet a rez c’hoant ar re glac’haret ;
Starta ho c’halounou, prest dezhei eur skouarn selaouuz,
18 Evit ober eeünder d’an emzivad ha d’ar gwasked ;
Abalamour na gendalc’ho ken an den da skula ar spound var an douar.


ZALM XI

1 D’ar mestr-kaner. Zalm David.
EN em dennet oun da gaout an Aotrou ;
Penaoz eta he livirit-hu d’am ine :
Tec’het en ho menez, evel eul lapouz ?
2 Rag setu, ar re fall a vant ar gwarek ;
Stardet ho deuz ho mir var ar gorden,
Evit tenna an devalijen, var ar re pere ho deuz ar galoun eeün.
3 Pa eo ar zoliou diskaret,
Petra a raio ar gwirion ?
4 An Aotrou a zo en templ he zantelez ;
An Aotrou Hen deuz he drôn en envou.

471