Te pehini a furch ar c’halounou hag ar c’hroazellou, o Doue gwirion !
11 Doue eo va diren ;
Delivra a ra ar re ho deuz ar galoun eeün.
12 Doue a zo eur barner gwirion,
Eun Doue pehini a ia drouk ennhan en pep amzer.
13 Ma n’en em distro ket an den fall, Doue a lemm he gleze ;
Bantet Hen deuz he wareg, hag he kenjust anezhan.
14 Kempen a ra a enep dezhan armou marvel,
Hag he fich miriou ardant.
15 Setu, an den fall a zo en labour evit genel an drouk ;
Konsevete hen deuz ar c’hrim, mes ne c’han nemert ar gaou.
16 Toullet Hen deuz eun toul doun ;
Mes kweza a raio en toull pehini hen deuz groet.
17 He zrouk a zistroo var he benn,
He violans a adkwezo var he dal.
18 Me a veulo an Aotrou abalamour d’he wirione ;
Me a veulo hano an Aotrou, an Huel-Meurbed.
1 D’ar mestr-kaner. Zalm David. Var Guitthith.
2 Aotrou, hon Aotrou,
Pegen manifik eo da hano var an douar holl !
Lakeat Hec’h euz da vajeste dreist an envou.
3 Euz genou ar vugale vihan hag ar re a zen, ec’h euz tennet da veulodi,
Abalamour da c’henebourien,
Evit kas d’ar zioulded an enebour hag an diroll.
4 Pa zellan da envou, labour da vizied,
Al loar hag ar stered ec’h euz krouet, he lavaran :
5 Petra eo an den, ma ec’h euz sonj anezhan ?
Mab an den, ma lekeaz evez outhan ?
6 Hag ec’h euz he c’hroet eun tam izelloc’h evit an êled ;
He gurunet ec’h euz a c’hloar hag a enor.
7 Roet ec’h euz dezhan ar gallout var labouriou da zaouarn ;
Pep tra ec’h euz lakeat dindan he dreid ;
8 An denved hag an ijened,
Holl asamblez, ha zoken loened ar parkeier ;
9 Lapoused an envou ha pesked ar mor,
Kement a genret henchou ar mor.
10 Aotrou, hon Aotrou,
Pegen manifik eo da hano var an douar holl !
1 D’ar mestr-kaner. Zalm David. Var Muth-Labben.
2 ME a veulo an Aotrou euz va holl galoun ;
Me a lavaro da holl vurzudou.
3 Me en em drido, me en em laouenao ennout,
Me a gano da hano, O Doue Huel¬Meurbet !
4 Abalamour ma teuo va enebourien var adre,
Ma kwefont ha ma varvfont dirag da fas.
5 Rag groet ec’h euz eeünder d’in, difennet ec’h euz va c’haoz ;
Azezet out bet var da drôn en barner gwirion.
6 Te ec’h euz kastiet ar boblou, lakeat ec’h euz an den fall da vervel,
Ho envor a zo periset ganthei.
7 Groet en euz an enebourien ; muoc’h evit distrujou !
Distrujet ec’h euz ho c’heariou,
Hag ho envor a zo perised.
8 Mes an Aotrou a ren da viken ;
Kempen a ra he drôn aben ar varnedigez.
9 Barna a raio ar bed gant gwirione ;
Barna a raio ar boblou gant eeiinder.
10 An Aotrou a vezo refuch an hini gwasket,
He refuch en amzer an dristidigez.
11 Hag ar re a anavez da hano, en em fizio ennout ;
Rag te na zilezez ket ar re a glask ac’hanout, o Aotrou !
12 Kanit d’an Aotrou pehini a choum en Sion ;
Diskleriet he labouriou bras en-touez ar boblou !
13 Rag vanji a ra ar goad skuliet, ha sonj hen deve outhan ;
Ne ankwez ket kriaden ar re c’hlac’haret.
14 Az pez truez ouzin, O Aotrou !
Gwel ar glac’har ho deuz groet va enebourien d’in,
Te pehini Hen deuz lekeat ac’hanoun da adpiniat euz doriou ar bez.
15 Abalamour da embann da holl veulodiou