4 Aotrou, adaleg ar beure he klevez va mouez ;
Adaleg ar beure he troan var zu ennout, hag he sellan.
5 Rag n’out ket eun Doue da gemer plijadur en drougiez ;
An den fall na choumo ket ganez.
6 An dud ourgouiliuz na erzont ket dirag da zaoulagad ;
Kasaat a rez holl oberourien ar fallentez.
7 Lakaat a ri da vervel ar re a lavar ar gaou ;
An Aotrou Hen deuz en euzusted an den a oad hag a faosoni.
8 Mes me, er founusder euz da drugarez, me a ielo ez ti,
Me en em stouo en da dempl santel, gant doujans.
9 Aotrou, ren ac’hanoun dre da wirione, abalamour d’an enebourien ;
Plena da hent dirazoun.
10 Rag n’euz ket a eeünder en ho genou ;
Ho c’haloun n’eo nemert drouk,
Ho gouzouk a zo eur bez digor ;
Falsmeuli a reont gant ho zeod.
11 Barn anezhei, O Doue ;
Ra gwefont en ho c’hoantou ;
Diskar anezhei abalamour d’an niver euz c’hrimou ;
Rag en em zavet int bet a enep d’id.
12 Mes ra en em laouenao ar re holl en em denn var zu ennout !
Ra ganfont a joa da viken ! Bez ho diwaler,
Ha ma triomfo ennout ar re a gar da hano :
18 Rag Te, Aotrou, Te a vennig ar gwirion ;
Te a dro anezhan euz da vadelez evel euz eun diren.
1 D’ar mestr-kaner. Gant benviou kerden. Var Sheminith. Zalm David.
2 Aotrou, na repren ket ac’hanon en da goler,
Ha na gastiz ket ac’hanoun en da fulor.
3 Az pez truez ouzin, Aotrou ! rag hep nerz oun ;
Aotrou, gwella ac’hanoun, rag va eskern a zo o krena.
4 Va ine ive a zo gwal drubuliet ;
Ha Te, Aotrou, bete pegeit ?
5 Distro, Aotrou, delivr va ine ;
Saveta ac’hanoun abalamour da garantez da vadelez !
6 Rag er maro na ve ket a sonj ouzit ;
Piou a veulo ac’hanout er bez ?
7 Skuizet oun o c’harmat ;
Bep noz he trempan va gwele a zaerou,
Trempa a ran va gwele a zaerou.
8 Va bisach a zo disc’hroet holl a c’hlac’har ;
Disteraat a ra abalamour d’am holl enebourien.
9 Pelleet ouzin, c’hwi holl, oberourien a fallentez !
Rag an Aotrou Hen deuz klevet mouez va daerou.
10 An Aotrou Hen deuz klevet va c’hlem,
An Aotrou a zigemer va feden.
11 Va holl enebourien a zo mezek ha leuniet a spount ;
Mont a raint var adre, prest he vefont goloet a vez.
1 Hymn David, pehini a ganaz d’an Aotrou, divarben Kush, ar Benjamit.
2 Aotrou, va Doue, me en em denn d’az kaout ;
Saveta ac’hanoun euz ar re holl am c’henred, ha delivr ac’haoun !
3 Gant noun n’am diframfent evel eul leon,
Ha n’am lakafent a dammou hep ma vefe den d’am delivra.
4 Aotrou, va Doue, mar em euz groet ze,
Mar deuz drougiez em daouarn ;
5 Mar em euz rentet an drouk d’an hini a oa en peoc’h ganen,
Ha mar em euz diwisket an hini am gwaske hep kaoz ;
6 Ra genredod an enebour ac’hanoun ha ra am zapo ;
Ra daolo d’an douar va buez
Ha ra c’hourvezo va gloar er boultren ! Selah.
7 Sav-te, Aotrou, en da goler !
Sav-te a enep furor va enebourien ;
Dihun-te, deuz d’am c’haout ; peur-c’hra ar varnedigez ec’h euz urzet.
8 Ra droio unvaniez ar boblou ac’hanout ;
Adpin dreist-hi da gaout al lec’hiou huel.
9 An Aotrou a varn ar boblou.
Barn ac’hanoun, Aotrou, hervez va gwirione, hervez an eeünder pehini a zo ennoun.
10 Ra gemero fin drougiez ar re fall, ha ken nerz ar gwirion.