2 Rouane an douar a zo en em zavet,
Hag ar brinsed a zo en em dastumet asamblez
A enep an Aotrou hag a enep he Eoliet.
3 Torromp ho ereou, a leveront,
Ha taolomp pell ouzomp ho c’herden !
4 An hini pehini a zo azezet en envou a c’hoarzo outhei ;
An Aotrou a raio goab anezhei.
5 Neuze he komzo outhei en he goler ;
Spouroni a raio anezhei en he vuanegez.
6 Ha Me, a lavaro Hen, Me em euz zagret va roue,
Var Sion, va menez santel.
7 Embann a rin urz an Aotrou ;
Lavaret Hen deuz d’in ; Te eo va mab ;
Hirie em euz da anjandred.
8 Goulen ouzin, ha me a roio d’id ar boblou evit heritach,
Hag evit dalc’h pennou an douar.
9 Te ho friko gant eur walen houarn,
Te ho lakao a dammou evel besel eur poder.
10 Brema eta, o rouane, bezit skiant ;
Digemeret kelennadurez, barnerien an douar.
11 Servichit an Aotrou gant doujans,
Hag en em laouenait gant krenedien.
12 Rentit sevenidigez d’ar Mab, gant aoun na zafe drouk ennhan, ha ma ne varvfac’h en ho c’hent,
Pa en em danfe he goler en eun taol.
Euruz eo ar re holl pere en em fiz ennhan !
1 Zalm David, pa dec’he araog Absalom, he vab.
2 Aotrou, pegen niveruz eo va enebourien !
Pegement a dud en em zav em enep !
3 Pegement a lavar euz va ine :
Neuz zilvidigez ebet evithan en kichen Doue ! Selah.
4 Mes Te, Aotrou, eo va diren,
Va gloar, hag an Hini a ra d’in sevel va fenn.
5 Krial a ran gant va mouez d’an Aotrou,
Hag He respount d’in euz he venez zantel. Selah.
6 Gourvez a ran, kousket a ran,
Hag oun en em dihunet ; rag an Aotrou am zouten.
7 N’em euz ket aoun dirag ar milierou tud
Pere en em renk a bep tu, a enep d’in.
8 Sav-Te, Aotrou ; saveta ac’hanoun, va Doue !
Rag skoet ec’h euz var ho chod va holl enebourien,
Torret ec’h euz dent ar re drouk.
9 Ar zilvidigeza a zeu euz an Aotrou ;
Da vennoz a zo var da bobl ! Selah.
1 D’ar mestr-kaner. Gant benviou kerden. Zalm David.
2 PA grian, respount d’in, o Doue euz va gwirione !
Pa oan var an enk, ec’h euz va lakeat er frankiz ;
Az pez truez ouzin, selaou va feden
3 Mibien an dud, bete pegeit he vezo lakeat va gloar en dizmegans ?
Bete pegeit he karfet-hu ar vanite, hag hec’h adklaskfet-hu ar gaou ? Selah.
4 Gwezit penaoz Hen deuz an Aotrou en em choazet eur c’haret-mad.
An Aotrou a glev ac’hanoun pa grian dezhan.
5 Krenet, ha na bec’het ken !
Komzet en ho kalounon var ho kwele, ha miret ar zioulded. Selah.
6 Kinniget sakrifisou a wirione,
Hag en em fizit en Aotrou.
7 Kalz a lavar : Piou hon lakaio da welet madou ?
Laka da zevel varnomp ar sklerijen euz da fas, o Aotrou !
8 Lakeat Hec’h euz em c’haloun mui a joa, evit n’ho deuz
Pa ve founuz ho ed hag ho gwin.
9 Gourvez a rin, kousket a rin ive en peoc’h ;
Rag te da unan, o Aotrou, Te am laka da ziskwiza en assurans.
1 D’ar mestr-kaner. Gant ar fleütou. Zalm David.
2 PREST skouarn d’am c’homzou, O Aotrou,
Selaou va garm !
3 Ma roue ha ma Doue, bez selaouuz da vouez va garm,
Rag te eo a bedan !