Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/457

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 20.

Va fec’hed a choum ganen.
5 Mar en em savet a enep d’in en gwirione,
Mar rebechet d’in an dismegans en pehini en em gavan,
6 Anavezit eta Hen deuz Doue noazet d’in,
Ha stiniet he rouedou en dro d’in.
7 Setu, e krian d’ar violans, ha na respounter ket d’in ;
Krial a ran zikour, ha n’euz reizder ebet !
8 Zerret Hen deuz va hent, ha n’hellan ket tremen ;
Lakeat Hen deuz tevalijen var va henchou.
9 Diwisket Hen deuz ac’hanoun euz va gloar ;
Lamet Hen deuz ar gurunen divar va fenn.
10 Va distrujet Hen deuz a bep tu, hag ez an kwit ;
Diframmet Hen deuz, evel eur wezen, va esperans.
11 Elumet Hen deuz he goler a enep d’in,
Hag Hen deuz va dalc’het evit unan he enebourien.
12 He vandennou a zo deuet asamblez ; savet ho deuz ho choserou em enep,
Hag int en em gampet en dro d’am zanten.
13 Pelleet hen deuz ouzin va breudeur,
Hag ar re a anaveze ac’hanoun a zo en em belleet evel diavezidi ;
14 Va c’herent ho deuz va dilezet,
Ha va anaoudeien ho deuz va ankwezet.
15 Tud va zi ha va zervicherien ho deuz groet d’in evel d’eun diaveziad ;
Deuet oun da veza eun diaveziad evithei.
16 Galvet em euz va zervicher, n’hen deuz ket respountet d’in ;
Gant va genou va unan, em euz he bedet.
17 Va halan n’eo ket plijuz d’am fried,
Ha va feden da vibien va mam.
18 Ar vugale vihan ho unan a zisprij ac’hanoun ;
Mar fell d’in sevel, e komzont em enep.
19 Va holl vinioned ho deuz eûz ac’hanoun,
Hag ar re a garen a zo troet em enep.
20 Va eskern a zo en em staget euz va c’hroc’hen hag euz va c’hig,
Hag oun tec’het kwit gant kroc’hen va dent.
21 O pezet truez ouzin, o pezet truez ouzin, c’hwi, va minioned !
Rag dorn Doue hen deuz skoet ac’hanoun.
22 Perag he trubuliet ac’hanoun, evel Doue,
Ha na hellet-hu ket en em leunia euz va c’hig ?
23 Oh ! me a garfe e vefe skrivet va c’homzou eun tu benag !
Karout a rafen he vefent skrivet en eul levr ;
24 Ma vefent merket gant eur burin houarn ha gant plom,
Var ar roc’h, da viken.
25 Evidoun me, a anavez eo beo, va Redemptor,
Er fin en em zavo var an douar,
26 Ha goude ar c’hroc’hen ma pehini en em distruj,
Hag er meaz euz va c’hig, e welin Doue ;
27 Me, a welo anezhan, d’in me trugarezuz ;
Va daoulagad hen gwelo, ha nan unan all...
Va c’hroazellou en em guzum ennoun !
28 Mar leveret : Penaoz he redfomp-ni anezhan,
Hag e kavfomp-ni ennhan an abek euz he zroukeur ?
29 Doujit ar c’hleze evidoc’h hoc’h unan,
Rag ar fulor a zo eur c’hrim din euz ar c’hleze,
Evit ma wefac’h e zo eur varnedigez.


20 TSOFAR, euz Naama, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Abalamour da gement se eo he vout va sonjou ac’hanoun da respount,
Hag abalamour d’ar rezon ze eo em euz hast d’hen ober :
3 Klevet em euz eur gentel dismegansuz,
Mes ar spered a denn euz va skiant eur respount.
4 Na ouzout-te ket, penaoz a bep amzer,
Abaoue ma Hen déuz lakeat Doue an den var an douar,
5 Triomf an den fall a zo padet nebeut,
Ha joa an den drouk n’eo nemert evit eun amzer ?
6 Pa savfe he huelder beteg an envoù,
Ha pa dapfe he benn ar c’houmoul,
7 Mont a raio da goll evit biken, evel he louzoni ;

449