Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/455

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
447
JOB, 16,17.

Hag an druoni a oa en em dastumet var he flankou ;

28 Dre ze he choum en keariou distrujet, En tiez distro, Prest holl da veza nemert berniou mein.

29 Na binvikao ket, hag he feadra na bado ket, He dalc’hou n’en em astenfont ket var an douar.

30 Ne hello ket mont euz an devalijen ; Ar flam a zisec’ho he vrankou, Ha mont a raio kwit dre c’houez genou Doue.

31 Ra na gounto ket var ar vogeden pehini a droumpl anezhan ; Rag al lorc’h a vezo he c’hobr.

32 Araog an amzer, e kemero fin, Hag he vrankou[1] na c’hlasafont ket.

33 Diframmet e vezo he frouez dizare, evel re eur winien ; Taolet e vezo he bleuen kwit, evel hini eun olivezen.

34 Rag famil an hipokrit[2] a zo dibrodu, Hag an tân a zevor tantennou an den fall.

35 Ober a ra an drubul, hag he c’han ar boan ; Hag he gov a gempen eun droumplezon.


16 HA Job a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Aliez em euz klevet komzou evel se : C’hwi holl a zo dic’hlac’harien fall[3],

3 Na vezo eta ket a fin d’ar c’homzou ze en er ? Ha petra a laka ac’hanout da respount d’in ?

4 Me ive, a gomzche eveldoc’h, ma vijach en flas[4]. Bernia a rajen komzou a enep deoc’h ; Ija a rajen va fenn varnoc’h,

5 Ho nerza a rin gant va genou, Hag ar finvadek euz va muzellou ho soulajo.

6 Mar komzan, va glac’har[5] na vezo ket ezeteet. Mar tavan, ha neubeuteet e vezo ?

7 Brema hen deuz va dizec’het. Diflastret ec’h euz va holl tud,

8 Kroget ec’h euz ennoun, ha kement se a desteni em enep ; Va zreudder a zo en em zavet a enep d’in, va zamall a ra em fas.

9 He fulor[6] hen deuz va roget, hag a zo en em lekeat em enep. Skriniet hen deuz dent a enep d’in ; Va enebour a lem a enep d’in he zaoulagad.

10 Ho genou ho deuz digoret a enep d’in, Skoet ho deuz var va chod evid va dismegansi ; En em dastum a reont holl a unvan em enep.

11 Doue Hen deuz va lekeat en daouarn an den fall ; Va zaolet hen deuz en daouarn ar re drouk.

12 En diskwiz€[7] he oan, hag Hen deuz va bruzunet ; Kroget Hen deuz em gouzouk, Hag Hen deuz va brevet, Lakeat Hen deuz ac’hanoun en but d’he virou[8].

13 He virou a zo en dro d’in ; Toula a reont va c’hroazellou, ha ne espernont ket ac’hanoun ; Teurel a ra va mestl d’an douar.

14 Ober a ra d’in gouli var gouli ; Redek a ra varnoun evel eur brezellier.

15 Griet em euz eur sac’h var va c’hroc’hen ; Huduret em euz va zal er boultren ;

16 Va bisach a zo kwenvet dre fors gouela, Ha skeud ar maro a zo var va daoulagad,

17 Petra benag n’hen deuz torfad ebet em daouarn, Ha ma eo pur va feden.

18 O douar, na guz ket va goad, Ha ra na vezo lec’h ebet en pehini e choumo va c’hriaden !

19 Brema zoken[9], setu me ama, va zest a zo en envou, Ha va diwaller el lec’hiou huella.

20 Va minioned a ra goab ouzin : Entrezeg Doue eo he tro va lagad en eur wela,

21 Evit ma tishenvello[10] entre an den ha Doue, Entre mab Adam hag he henvelidigez.

22 Rag ar bloaziou a zo niveret d’in a dec’h, Hag ez an en hent a behini na zistroin ken !


17 Va halan a vank ; va deiziou en em voug[11] ; Ar bez am gortoz !

2 A-dra-zur, troiet oun a oaperien, Ha va lagad a veil enpad an noz en kreiz ho c’hrosmolou.

3 Laka eur gobr, bez va gwarant ez kichen da unan :

Rag piou a garfe responnt evidoun ?

  1. bodou.
  2. pilpous.
  3. rec’hus.
  4. leac’h.
  5. foan.
  6. vuanegez.
  7. ehan.
  8. warek.
  9. Rom.9.20.
  10. Rom.9.20.
  11. verra.