Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/452

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 12,13 .

17 Ar vuez a zavo evidout lugernusoc’h evit ar c’hreisteiz,
Hag an devalijen zoken a vezo evel ar beure.
18 Leun e vezi a fizians, abalamour ma ez pezo lec’h da esperout ;
Klask a ri en dro d’id, hag en em c’hourvezi en zurded ;
19 En em asten a ri en da eaz, ha den na spounto ac’hanout ;
Ha kalz a dud a raio al lez d’id.
20 Mes daoulagad ar re fall a vezo kuzumet ;
Pep tec’h a vezo lamet diganthei,
Hag ho holl esperans a vezo renta ho ine.


12 HA Job a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 En gwirione, c’hwi a zo eur bobl holl,
Ha ganeoo’h-hu e varvo ar furnez !
3 Skiant em euz koulskoude, koulz ha chwi,
N’hen d’oun ket izeloc’h evidoc’h ;
Ha piou ne anavez ket an traou ze ?
4 Me a zo eun den hag a zo en goaperez d’he vinion ;
Eun den pehini a c’halve Doue, ha Doue a respounte dezhan ! ...
En goaperez ! ... eun den just, gwirion ! ...
5 Disprij d’ar gwaleur ! evel se ema sonj ar re euruz ;
An disprij a zo lakeat a goste d’ar re pere a vranse ho zroad !
6 En peoc’h ema-int, tantennou ar billerien,
Hag an holl zurded evit ar re a goler Doue,
Pere a ra eun doue euz ho brec’h.
7 Mes goulen eta digant loened ar parkeier, hag int a gelenno ac’hanout ;
Pe lapoused an envou, hag int hen disklerio d’id ;
8 Pe komz d‘an douar, hag e kelenno achanout ;
Ha pesked ar mor he zisklerio d’id.
9 Piou na oar, entouez ar re ze holl,
Eo dorn Doue hen deuz groet ar bed ?
10 Ma talc’h en he zorn ine an holl re veo,
Spered peb kig den ?
11 Ar skouarn ha na varn-hi ket euz ar c’homzou,
Evel ar staon a dave ar bouedou ?
12 Ar furnez a zo er re goz,
Hag an dizhenvelidigez eo frouez an deiziou hir !
13 Nan, en Doue eo en em gav ar furnez hag an nerz ;
Dezhan eo az c’huzul hag ar skiant.
14 Setu, e tiskar, ha ne zaver ket ;
Zerri a ra var unan benag, ha na zigorrer ket dezhan.
15 Setu, e talc’h an doureier, hag e tizec’hont ;
Leuskel a ra, hag e kemeskont an douar.
16 Ennhan he choum ar galloud hag ar furnez ;
A nez an e tere an hini en em goll hag an hini a goll.
17 Lakaat a ra ar guzulierien da vale dierc’hen ;
Hag e sko a follentez ar varnerien.
18 Digalounekaat a ra gallout ar rouane,
Hag e zer ar gorden var ho c’hroazellou.
19 Lakaat a ra ar veleien da vale dierc’hen,
Hag e tiskar ar re c’halloudek.
20 Lemel a ra ar gomz d’ar re zura,
Hag e priv a skiant ar re goz.
21 Skulia a ra an disprij var ar re nobl,
Hag e tizere gouriz ar re nerzus.
22 Lakaat a ra en gwel an dounderiou kuzet en devalijen,
Hag e tigas d’ar sklerijen skeud ar maro.
23 Kreski a ra ar broadou, hag e koll anezhei ;
Asten a ra ar broadou, hag e kas anezhei en esclavach.
24 Lemel a ra ar skiant digant mestrou poblou an douar,
Ha lakaat a ra anezhei da gerzet en eun distro hep hent.
25 Tastonet a reont en devalijen,
Hep sklerijen ebet, hag e laka anezhei da gerzet evel eun den maro.


13 Setu, va lagad hen deuz gwelet kement se holl :
Va skouarn hen deuz he glevet ha komprenet ;
2 C’hwi a oar, me a oar ive ;
Me ne z’oun ket izeloc’h.
3 Mes fellout a ra d’in komz d’an Holl-Cballoudek,
Fellout a ra d’in pledi en kichen Doue.
4 Mes c’hwi, c’hwi a zo invanterien gevier.
Holl hoc’h medisined a netra.
5 Ra choumfet er zioulded,
Ha ma vezo ze ho furnez !
6 Zelaouet eta va c’hrosmol,

444