Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/448

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 7.

Ra lezo he zorn da vont d’am echui !
10 Hag em bezo eun dic’hlac’har,
Hag em bezo amzeriou a joa en kreiz ar poaniou ne espem ket d’in :
M’euz ket nac’het eo komzou ar Zant.
11 Pehini eo va nerz evit ma esperin,
Ha pehini eo va fin evit ma kemerin pasiantet ?
12 Va nerz ha beza eo nerz ar vein ?
Va c’hig hag arem eo ?
13 N’ez oun me ket hep zikour,
Ha pep skoazel ha n’eo-hi ket lamet diganen ?
14 Ar reuzeudik hen deuz droet da druez he vinion,
Ha pa hen defe dilezet doujans an Holl-C’halloudek.
15 Va breudeur ho deuz tromplet ac’hanoun evel eun dour-red,
Evel gwele dour-red pere a dremen ;
16 Tevaleet int gant ar skornenou,
An nerc’h a lounk anezhei ;
17 Mes, en amzer ar sec’hour, e paouezont,
Hag en tomderiou, ez eont euz ho flas.
18 Ar bandennou a zistro euz ho hent ;
Piniat a reont en distro hag en em gollont.
19 Bandennou Thema a gounte varnezhei ;
Beajourien Sheba en em c’hortoze dezhei.
20 Mezek int o veza bet ar fizians ze ;
Eruout a reont var al lec’hiou, hag e choumont mezek.
21 Evel se eo e vanket d’in brema ;
Gwelet a rit eun dra euzuz, hag oc’h euz eûz anezhi !
22 Mes ha lavaret em euz deoc’h : roet d’in eun dra benag,
Hag, euz ho madou, groet profou em faver ;
23 Delivret ac’hanoun euz dorn an enebour,
Ha prenet ac’hanoun euz dorn ar re violant ?
24 Kelennet ac’hanoun, ha me a davo.
Roet da anaout en petra oun en em droumplet.
25 Oh ! penaoz ho deuz nerz ar c’homzou gwirion !
Mes petra a fell d’ho kroz krozel ?
26 Ha giriou eo a fell deoc’h tamal ?
Mes red eo lezel gant an avel komzou eun den en disesper.
27 En gwirione, c’hwi a c’hoarife d’ar zort eur minor,
Hag a wersfe ho minion !
28 Mes, brema, plijet teurel ho taoulagad varnoun,
Ha gwelet ha me a lavar gaou dirazoc’h.
29 Distroet eta, ha bezit hep direizted !
Distroet, ha ma en em diskwezo va droet mad !
30 Ha beza e zo direizted var va zeod ?
Ha va staoun na oar hen ket dishenvelli an drouk ?


7 An den ha n’euz hen ket var an douar eur zervich soudard,
Hag he zeiziou ha n’int-hi ket evel re eur mesaer ?
2 Evel eun esklav, he c’huanat var lerc’h ar skeuden,
Hag, evel eur mesaer, e c’hortoz he c’hobr.
3 Evel se em euz bet en loden misiou a dromplerez,
Hag e zo roet d’in noziou a skwizder.
4 Mar d’oun kousket e lavaran :
Pegoulz e savin ? Pegoulz e c’hachuo an noz ?
Hag oun leuniet a nec’hamanchou bete goulou deiz.
5 Va c’hig a zo goloet a loened fall hag a skant douarek ;
Va c’hroc’hen a skalv hag a ziskarg.
6 Va deiziou ho deuz tremenet skanvoc’h evit burzun ar gwiader,
Hag en em guzumont hep esperans.
7 Evesa n’eo ma buez nemert eur chouezaden,
Ha ne adgwelo ken va lagad an euruzted.
8 Al lagad am gwel, n’am gwelo mui ;
Da zaoulagad am c’hlasko, ha na vezin ken.
9 Ar goabren en em sklabe hag a dec’h,
Evel se an hini a ziskenno en ifemiou na adsavo ken ac’hane.
10 Na zistroo ken d’he di,
Hag he leac’h ne anavezo ken anezhan.
11 Abalamour da gement se, ne addalc’hin ken va genou,
Komz a rin en tristidigez va spered,
En em glem a rin en c’hwervder va ine.
12 Eur mor oun-me ? Eur monstr euz ar mor oun-me,
Ma lekeez en dro d’in eur gward ?
Pa lavaran : Va gwele am dic’hlac’haro ;

440