Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/446

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 4, 5.

14 Gant rouane ha pennou bras an douar,
Pere en em ra beziou,
15 Grant ar brinsed pere ho deuz aour,
A leun ho ziez a arc’hant.
16 Pe, evel an diforc’het kuzet, na vijen ket ;
Evel ar vugale vihan n’ho deuz ket gwelet ar goulou.
17 Eno, ar re drouk na drubuliont ken den,
Hag eno e tiskwizan dud skwizet ;
18 Ganthei, ar re esklaved a zo zioul ;
Na glevont ken mouez an heskiner.
19 Eno, an hini bihan hag an hini bras a zo asamblez,
Hag an esklav a zo delivret euz he vestr.
20 Perag e roer ar sklerijen d’ar re reuzeudik,
Hag ar vuez d’ar re a bere an ine a zo leun a c’hwervder ?
21 Piou a c’hortoz ar maro, ha na zeu ket,
Piou e c’hlask muoc’h evit eun tenzor,
22 Piou a vefe kontant beteg al levenez,
Ha karget a joa ma kavfe ar bez ?
23 D’an den pehini ne anavez ket he hent,
Hag a zo troiet gant Doue a bep tu ?
24 Rag huanadi a ran el lec’h dibri,
Ha va c’hriadennou en em sklabe evel an dour.
25 Ar pez a soujan a eru ganen,
Hag an dra dirag pehini em euz aoun a zeu varnoun.
26 N’em euz na peoc’h, na zioulded, nag ehan !
An drubul a zo deuet !


4 NEUZE Elifaz, euz Tiitinan, a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz :

2 Mar eseer komz ouzit, en em facha a ri-te ?
Mes piou hello derc’hel sonj en he gomzou ?
3 Setu, ec’h euz aliez kelennet ar re all,
Ha krenvaet an daouarn dinerzet ;
4 Da gomzou ho deuz adsavet ar re a vranselle,
Starteet ec’h euz an daoulin a blege.
5 Ha brema pa en em gav an droukeur ganez, en em fachez ;
Ha pa eo deuet varnout, ez out digaloun.
6 Da biete ha no ra ket da fizians ?
Da esperans, n’eo ket eeünder da henchou ?
7 Klask er memor ; piou eo an didamall a zo eet da goll,
Ha pelec’h eo bet ar re wirion lamet kwit ?
8 Evidoun me, em euz gwelet penaoz ar re a labour an drougiez
Hag a had ar boan, a ved anezhi.
9 Diskaret int dre c’houezaden Doue,
Hag int kuzumet dre avel he goler.
10 Iudaden al leon, kriaden al leon bras a baouez,
Ha dent al leon iaouank a zo eet da netra ;
11 Al leon a varv hep preiz,
Ha re vihan al leonez a zo sklabezet.
12 Eur gir kuzet a zo en em gavet ganen,
Ha va skouam he deuz tapet ar c’hrosmol anezhan.
13 En kreiz va sonjou, enpad gweledigezoud an noz,
Pa gwez eur c’housk pouner var an dud,
14 Eur spouron hag eur grenedien a grogaz ennoun,
Hag a spountaz va holl eskern.
15 Eur spered a dremenaz ebiou d’in,
Hag e lekeaz bleo va c’hig da zevel.
16 En em derc’hel a rea eno ha na anavezen ket he visach ;
Eur skeuden a oa dirag va daoulagad.
Beza oe eur zioulded ; hag e kleviz eur vouez :
17 Just e vezo an den dirag Doue ?
Ha pur he vezo an den dirag an Hini Hen deuz groet anezhan ?
18 Setu, n’en em fiz ket en he zervicherien,
Kaout a ra direiz en he êled.
19 Pegement mui en re a choum en tiez pri,
Pere ho deuz ho zol er boultren,
Pere a vruzuner evel prenved !
20 Distrujet int euz ar beure da noz ;0
Hep ma lekeer evez, kweza a reont evit biken.
21 Korden ho zanten a zo troc’het,
Mervel a reont, hep beza bet fur.


5 Kri brema ! Unan benag a vefe da respount d’id ?
Hag entrezeg pehini ar zent e troi-te ?
2 Ar goler a laz an diskiant,

438