Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/444

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

JOB, 1.

startaez al lakedigez ze euz ar Purim, evel ma eo skrivet kement se el levr.


10 Neuze ar roue Assuerus a lakeaz eur gwir var ar vro ha var enezennou ar mor. 2 Ha, divarben holl oberiou he c’halloud hag he vurzudou, hag euz displegadurez he vraster en pehini e savaz ar roue Mardoche, an traou ma ha n’hen d’int-hi ket skrivet en levr an Nevezentizou rouane ar Medi hag ar Pers ? Hag ar Judev Mardoche a oe an eil goude Assuerus, hag e oe bras entouez ar Judevien hag agreabl d’an niver euz he vreudeur, o klask mad he bobl, hag o komz evit heur vad he ras.


————


LEVR JOB.


1 BEZA e oa en bro Uts, eun den hanvet Job ; an den ze a oa gwirion, eeün, a zoujans Doue hag a dec’he euz an drouk. 2 Ha seiz mab ha teir merc’h a c’hanaz dezhan ; 3 hag e perc’henne seiz mil danvadez, tri mil chamo, pemp kant koublad ijened, pemp kant azenez, hag eun niver brasa, euz bugale ar Savheol.

4 Hag he vibien a iea an eil da di egile, hag a roe eur pred pep hini d’he dro, hag e kasent da bedi ho zeir c’hoar da zont da zibri ha da eva ganthei ; ha pa vije achu tro deiziou ar fest, Job a gase da glask he vibien evit ho furifia, hag o sevel mintin mad, kinnig a rea sakrifisou-losk evit pep hini anezhei ; rag Job a lavare : Marteze va mibien ho deuz pec’het, hag ho deuz nac’het Doue en ho c’halounou. Evel se e rea Job atao !

6 Mes, c’hoarvezout a reaz eun devez ma teuaz mibien Doue d’en em lakaat dirag an Aotrou, Satan" a zeuaz ive en ho zouez ; 7 hag an Aotrou a lavaraz da Satan : A belec’h e teuaz-te ? Ha Satan a respountaz d’an Aotrou hag a lavaraz : Euz redek ama hag ahont var an douar hag euz pourmen eno. 8 Hag an Aotrou a lavaraz da Satan : Remerket ec’h euz-te va zervicher Job ? N’euz ket eveltan var an douar, gwirion, eeün, a zoujans Doue, hag euz en em distrei euz an drouk. 9 Ha Satan a respountaz d’an Aotrou, hag a lavaraz : Evit netra e touj Job Doue ? 10 N’ec’h euz-te ket groet evel eur c’harz a bep tu dezhan, endro d’he di, endro da gement a zo dezhan ? Benniget ec’h euz labour he zaouarn, hag e dropellou en em skul var an douar. 11 Mes asten da zorn, stok en kement a zo dezhan ; hag he veli hag hen na villigo ket ac’hanout en da fas !... 12 Hag an Aotrou a lavaraz da Satan : Setu, kement hen deuz a zo en da zorn ; nemert, na laka ket da zorn varnezhan. Ha Satan a ieaz kwit a zirag fas an Aotrou.

13 Eruout a reaz eta eun devez, evel ma, tebre he vibien hag he verc’hed ha ma evfent gwin en ti ho breur ena, 14 eur c’hannad a zeuaz entrezeg Job, hag a lavaraz dezhan : An ijened a laboure, hag an azenezed a beure en ho c’hichen ; 15 ha re Sheba a zo en em daolet varnezhei, hag ho deuz ho c’hemeret, hag ho deuz lazet ar zervicherien gant ar c’hleze ; ha me zo en em dec’het, me hepken, evit hen diskleria d’id.

16 Evel ma komze c’hoaz, unan all a zeuaz hag a lavaraz : Tân Doue a zo kwezet euz an envou, hag hen deuz devet an denvedezed hag ar zervicherien, ha kuzumet anezhei ; ha me a zo en em dec’het, me hepken, evit hen diskleria d’id.

17 An den ma a gomze c’hoaz, pa zeuaz unan all hag a lavaraz. Kaldeed ho deuz groet teir banden, hag en em daolet var ar chamoed ha kemeret anezhei, hag ho deuz lazet gant ar c’hleze da zervicherien ; ha me a zo en em dec’het, me hepken, evit hen diskleria d’id.

18 Evel ma komze c’hoaz, unan all a zeuaz bag a lavaraz : Da vibien ha da verc’hed a zebre hag a eve gwin en ti ho breur ena ; 19 ha setu, eun avel vras a zo deuet euz an tu all d'an distro, hag hen deuz skoet var bevar c’horn an ti, hag eo kwezet var an dud iaouank, hag int maro ;

436