Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/441

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESTER, 6, 7.

fest gant ar roue. Ar gomz se a blijaz da Haman, hag e reaz ober ar grouk.

6 En noz se ar roue ne helle ket kousket ; hag e c’hourc’hemennaz digas levr memoriou an historiou ; hag e oent lennet dirag ar roue. 2 Hag e oe kavet ennhei skrivet hen doa Mardoche roet ali divarben Bigthan ha Theresh, daou eunuk ar roue, a douez gwarded an treujo, pere ho doa klasket lakaat ho daouarn var roue Assuerus. 3 Neuze ar roue a lavaraz : Petra enor ha pez kaerder a zo groet da Vardoche evit kement se ? Ha tud ar roue, pere a zerviche anezhan, a respountaz : N’euz groet sort dezhan evit kement se. 4 Hag ar roue a lavaraz : Piou a zo er porz ? Hag, Haman a oa deuet er porz a ziaveaz a di ar roue, evit lavaret d’ar roue ma krougje Mardoche euz ar groug hen doa hen kempennet. 5 Ha tud ar roue a respountaz : Setu Haman a zo er porz ; hag ar roue a lavaraz : Ra zeuo.

6 Haman eta a zeuaz, hag ar roue a lavaraz dezhan : Petra a dleer ober da eun den a fell d’ar roue enori ? Hag Haman a lavare en he galoun : Da biou e felfe d’ar roue ober muoc’h a enor evit d’in me ? 7 Hag Haman a lavaraz d’ar roue : Divar-ben an den a fell d’ar roue enori, 8 ra vezo digaset dezhan dillad ar roue, hag ar marc’h var behini e pign ar roue, ha ma vezo lakeat ar gurunen a roue var he ben. 9 Ra vezo roet goude ze an dillad ze hag ar marc’h se da unan benag a brinsed ar roue, euz an aotroune bras pere a zo en kichen ar roue ; ra vezo gwisket an den a fell da roue enori ; ra vezo groet dezhan mont var varc’h dre ruiou kear, ha ra vezo kriet dirazhan : Evelhen e rei d’an den a fell d’ar roue enori ! 10 Neuze ar roue a lavaraz da Haman : Hast buhan te, kemer an dillad hag ar marc’h, evel ma ec’h euz lavaret, ha gra evel se da Vardoche, ar Judev, pehini a zo azezet euz dor ar roue ; ne vank da ober netra euz ar pez ec’h euz lavaret. 11 Haman a gemeraz eta an dillad hag ar marc’h ; gwiska a reaz Mardoche, hag e lekeaz anezhan da vont var varc’h dre ruiou hear, hag e krie dirazhan : Evelhen eo e ve greet d’an den a fell d’ar roue enori !

12 Goude Mardoche a zistroaz euz dor ar roue ; mes Haman en em dennaz buhan d’he di, gwal c’hlac’haret, hag o kaout he ben goloet. 13 Hag Haman a ziskleriaz da Zeresh, he vreg, ha d’he holl vignoned kement a oa c’hoarvezet. Hag he re fur, ha Zeresh, he vreg, a respountaz dezhan : Mar d’eo Mardoche, dirag pehini out kommanset da gweza, euz a ras ar Judevien, na drec’hi ket varnezhan ; mes kweza a ri dirazhan. 14 Koulskoude evel ma komzent c’hoaz ganthan, eunuked ar roue a zeuaz, hag a hastaz digas Haman d’ar fest fichet gant Ester.


7 Ar roue hag Haman a zeuaz eta d’ar fest da di ar rouanez Ester. 2 Hag an eilved devez ze, ar roue a lavaraz c’hoaz da Ester, enpad ma c’hevet ar gwin : Petra eo da c’houlen, rouanez Ester ? Hag e vezo roet d’id. Ha pehini eo da beden ? Ha pa vefe beteg an hanter euz ar rouantelez, kement se a vefe groet. 3 Neuze ar rouanez Ester a respountaz, hag a lavaraz : Mar em euz kavet gras dirazout, o roue ! ha mar kav ar roue mad, ra vezo roet d’in va buez var ma goulen, ha ma fobl d’am feden ! 4 Rag ni a zo bet gwerzet, me ha ma fobl, da veza lazet, mouget, distrujet. Ma ne vijemp ket gwerzet nemet da vezo esklaved ha mitizien, em bije tavet, petra benag ne helje ket ar gwasker dizommaji ar c’holl a zeuje d’ar roue. 5 Neuze ar roue Assuerus a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz d’ar rouanez Ester : Piou eo, ha pelec’h ema an den, hen deuz kredet ober kement se ? 6 Hag Ester a respountaz : Ar gwasker hag an enebour eo an den fall Haman ma. Neuze Haman a oe troubled dirag ar roue hag ar rouanez. 7 Hag ar roue, en koler, a savaz euz ar fest, hag a ieaz en jardin ar palez ; mes Haman en em dalc’haz eno, abalamour da bedi ar rouanez Ester evid he vuez ; rag gwelet a rea e oa ar roue resolvet d’hen koll.

8 Pa zistroaz ar roue euz jardin ar palez en zall ar fest, Haman a oa en em daolet var ar gwele ma oa Ester. Hag ar roue a lavaraz : Ober a refe c’hoaz violans d’ar rouanez dirazoun, en ti ma ? Adaleg ma oe deuet ar gomz se euz genou ar roue, e oe goloet he visach da Haman. 9 Hag Harbona, unan an eunuked, a lavaraz dirag ar roue : Setu, ar groug hen deuz laket Haman da ober evit Mardoche, pehini a gomzaz evit mad ar roue, a zo groet en ti Haman, gant hanter kant illinad huelded. Neuze ar roue a lavaraz : Ra vezo krouget eno ! 10 Hag e krougchont Haman euz

433