Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/44

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Anavez, me az ped, da biou eo ar c’hachet, ar c’hordonnennou hag ar vaz-ma. 26 Neuze Juda o anavezaz hag a lavaraz : Eeünoc’h eo evidoun, dre ma ne’m euz ket he roet da Shela va mab. Ha n’he anavezaz ken.

27 Ha pa dleei gouillioudi, en em gavaz ma oa daou vugel ganthi ;

28 Hag en pad ma wilioude, unan anezhei a roaz e zorn, hag an amiegez e dapaz hag a stagaz outhan eun neuden ruz, o lavarout : Heman eo an hini kenta.

29 mes evel ma tenne e zorn, setu, e vreur a zeuaz er-maez. Hi a lavaraz : Pebez freuz ac’h euz groet ! Hag e oe hanvet Perez (= toull-freuz).

30 Neuze e vreur a zeuaz gant e zorn kelc’hiet gant an neuden ruz, hag e oe hanvet Zerak (= goulou o sevel)

39 HA, Jozef a oe kaset en Ejipt, ha Potifar, offiser Faraon, kabitan he warded, den Ejiptsian, a brenaz anezhan digant an Ismaelited, pere ho doa e zegaset.

2 Hag an Aotrou a voe gant Jozef, hag e rae berz. Edo e ti e vestr an Ejipsian.

3 E vestr a welaz penaos e oa an Aotrou gantan ha penaos e lakae an Aotrou da ober berz dre e zaouarn kement a rae.

4 Jozef a gavaz trugarez dirak e zaoulagad hag a servijaz anezhan. Lakaet e oe da vestr var e di, ha kement hen doa a voe etre e zaouarn.

5 Abaoe ma hen doa e lakaet da vestr var e di ha var gement en doa, an Aotrou a vennigaz ti an Ejipsia abalamour da Jozef. Ha bennoz an Aotrou a voe var gement hen doa en ti hag er parkeier.

6 Hag e lezaz etre daouarn Jozef kement en doa, ha ne gemere anaoudegez euz netra gantan nemet euz ar boued a zebre. Jozef a oa kaer a vent ha kaer a zremm.

7 Goude an traou-man, e c’hoarvezaz ma taolaz gwreg e vestr he daoulagad var Jozef hag e lavaraz : Kousk ganin.

8 mes en ne reaz ket hag a lavaraz da wreg e vestr : Setu, va mestr ne gemer ganin anaoudegez ebet euz ar pez a zo en ti hag en deus lakaet etre va daouarn kement a zo dezhan.

9 Den n’eo uheloc’h en ti-man egedon ha n’en deus difennet ouzin stekin ouz tra ebet nemet ouzit-te, dre ma’z out e wreg. Penaos e rafen eun droug ken braz hag e pec’hfen a-enep Doue ?

10 Daoust ma komze bemdez da Jozef, ne fellaz ket dezhan he selaou evit kousket ganti na beza ganti.

11 C’hoarvezout a reaz eun devez ma teuaz en ti d’ober e labour ha ne oe eno den euz tud an tiegez.

12 Hi a grogaz ennhan dre e zilhad, o lavarout : Kousk ganin ! mes lezel a reaz e zilhad etre he daouarn hag e tec’haz kuit er-maez.

13 Adalek ma welaz penaos hen doa lezet e zilhad etre he daouarn da dec’hout kuit er-maez,

14 e c’halvaz tud he zi hag e komzaz dezo, o lavarout : Gwelit, degaset eo bet deomp eun Hebread evit touellan ac’hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, mes kriet em euz a-vouez uhel.

15 Adalek m’en deus va c’hlevet o sevel va mouez hag o krial, en deus lezet e zilhad em c’hichen hag eo tec’het kuit er-maez.

16 Hag e lakeaz dilhad Jozef en he c’hichen betek ma teuaz he mestr d’ar gêr.

17 Neuze e lavaraz an hevelep komzou evel-henn : Ar sklav hebreat ac’h euz degaset a zo deuet davedon evit va zromplan.

18 mes evel ma em euz savet va mouez ha ma em euz kriet, en deus lezet e zilhad em c’hichen hag eo tec’het kuit er-maez.

19 Adalek m’en doe mestr Jozef klevet komzou e wreg a lavare : Setu aze ar pez en deus groet da sklav din ! e tanaz e gounnar.

20 Mestr Jozef en kemeraz hag a lakeaz anezhan en toull-bac’h, e-leac’h ma veze dalc’het prizonidi ar roue. Eno e oe eta, en toull-bac’h.

21 mes an Aotrou a voe gant Jozef, hag ec’h astennaz e vadelez warnan. Lakaat a reaz anezhan da gavout trugarez dirak daoulagad pen an toull-bac’h.

22 Pen an toull-bac’h a lakeaz etre daouarn Jozef an holl brizonidi a oa en toull-bac’h, ha kement a oa groet eno a veze groet drezan.

23 Pen an toull-bac’h ne adwele netra euz ar pez hen doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an Aotrou gantan ha ma lakae da ober berz kement a rae.

40 GOUDE an traou-man, e c’hoarvezaz penaos hanafer ha baraer roue an Ejipt a feukaz o mestr roue an Ejipt.

2 Ha Faraon en em lakeaz en koler a-enep e zaou offiser, a-enep ar c’hopeer bras hag ar baraer bras ;