Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/438

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ESTER, 2.

Medi, ha ma vezo didorruz, da c’houzout eo, penaoz na zeuo ken Vasti dirag ar roue Assuerus, ha ma roio ar roue he rouantelez da unan all, gwel !oc’h evithi. 20 Hag an urz hen devezo ar roue groet, a vezo anavezet en he holl rouantelez, pegen bras benag ma ez eo, an holl c’hragez a enoro ho ezec’h, adaleg ar bras a beteg ar bihana.

21 Ar gomz se a blijaz d’ar roue ha d’an aotroune ; hag ar roue a reaz ar pez hen doa Memukan lavaret. 22 Kas a reaz lizerou dre holl brovinsou ar roue, da bep provins hervez he zoare da skriva, ha da bep pobl hervez he iez, evit ma vije pep hini mestr en he di, kenkouls evel o komz iez he bobl.


2 Goude an traou ma, pa oa koler ar roue Assuerus douseet, e teuaz sonj dezhan euz a Vasti, euz ar pez he doa groet, hag euz ar pez a oa diskleriet en he c’henver. 2 Hag an dud iaouank pere a zerviche ar roue, a lavaraz : Ra vezo klasket d’ar roue merc’hed, koant ha gwerc’h ; 3 ha ma lakaio ar roue oviserien, en holl brovinsou he rouantelez, pere a zastumo an holl verc’hed iaouank, gwerc’h ha koant, en Sus, ar pen kear, en ti ar gragez, dindan evez Hegai, eunuk ar roue ha diwaller ar gragez ; ha ma vezo roet dezhei ar pez a zo red evit en em ficha. 4 Hag ar plac’h iaouank a blijo d’ar roue a reno en plas ar rouanez Vasti. Kement se a blijaz d’ar roue, hag e reaz evel se.

5 Ha beza e oa en kear Sus, ar pen kear, eur Judev, hanvet Mardoche, mab Jair, mab Shimei, mab Kis, Benjamit, 6 pehini a oa bet kendigaset euz Jerusalem gant ar brizounerien pere a oa deuet dalc’het gant Jekonia, roue Juda, pere a oa bet dizouget gant Nebukadnetsar, roue Babilon. 7 Sevel a rea Hadassa, pehini eo Ester, merc’h he donton ; rag n’he doa na tad na mam. Hag ar plac’h iaouank a oa a vent kaer, ha koant ; ha goude maro he zad hag he mam, Mardoche hen doa he c’hemeret evit he verc’h.

8 Pa oe anavezet komz hag urz ar roue, ha ma oe eun niver bras a verc’hed dastumet en kear Sus, dindan evez Hegai, Ester a oe digaset da di ar roue, dindan evez Hegai, diwaller he c’hragez. 9 Hag ar plac’h iaouank a blijaz dezhan, hag a c’hounezaz he c’hrasou mad ; hasta a reaz pourvei dezhi ar pez he doa ezorn evit he c hempennadurez hag he c’hendalc’hted ; hag e roaz dezhi seiz plac’h iaouank dibabet a di ar roue, hag e lakaez anezhi gant ar seiz plac’h iaouank se er gwella leac’h euz ti ar gragez. 10 Ester na ziskleriaz ket he fobl nag he ginivelez ; rag Mardoche hen doa urzet dezhi na zisklerije netra. 11 Mes bemdez Mardoche a bourmene dirag porz ti ar gragez, evit anaout penaoz a rea Ester, ha petra a rajet outhi.

12 Ha pa erue gant pep plac’h iaouank an dro da vont da di ar roue Assuerus, goude ma vije groet hervez al lezen divarben ar gragez enpad daouzek mis (rag evel se eo em en rea deiziou ho c’hempennadurez, c’hwec’h mis gant eol mirr, ha c’hwec’h mis gant c’hwez vad ha kempennadurez all ar gragez), 13 neuze ar plac’h iaouank a iea da gaout ar roue ; rei a reat dezhi kement a c’houlenne, evit kas ganthi euz ti ar gragez da di ar roue. 14 Mont a rea vardro an abardae ; hag euz ar beure e tistroe da eil di ar gragez, dindan evesded Shaasbgaz, eunuk ar roue, diwaller he ribodezed. N’ez ea ken da gaout ar roue, nemert fellout a rea d’ar roue kement se, ha ma vije galvet dre he hano.

15 Pa zeuaz eta tro Ester, merc’h Abikail, tonton Mardoche, pehini hen doa he c’hemeret evit he verc’h, da vont da gaout ar roue, na c’houlennaz netra, nemert ar pez a lavarje Hegai, eunuk ar roue, diwaller he c’hragez, dezhi. Hag Ester a c’houneze grasou mad ar re holl he gwele. 16 Evel se Ester a oa digaset da gaout Assuerus, en he balez, en degved mis, pehini eo mis Tebeth, er zeizved bloaz euz he ren. 17 Hag ar roue a garaz Ester muoc’h evit an holl c’hragez all, hag he c’hounesaz he c’hrasou mad en he favor muoc’h evit an holl werc’hezed ; lakaat a reaz ar gurunen royal var he fen, hag e lakaez anezhi da rouanez en plas Vasti. 18 Neuze ar roue a reaz eur fest vras, fest Ester, d’he holl aotroune ha d’he holl vevelien ; ober a reaz vad d’ar provinsou, rei a reaz profou, hervez ar galloud royal.

19 Hag, evel ma tastumet ar gwerc’hezed evit an eilved gweach, Mardoche a oa azezet en tal dor ar roue. 20 Ester n’he doa roet da anaout nag he ginivelez, nag he fobl, hervez ma hen doa Mardoche gourc’hemennet dezhi ; rag ober a rea evel

430